5.1. Deiz, devezh, devezhiad, etc...

Fazioù a vez graet bremañ etre an daou ziwezhañ. ( *mont d'e zevezhiad, F. Bodenes, Maria Nedelegskaia). Evel evit bloaz, bloavezh, bloavezhiad, e verk an hini kentañ ur mare resis pe ur fenomen astronomiezh, an eil ur pad (da gontañ e segondennoù/eilennoù) tra ma verk an trede ur c'hementad labour graet. Un devezhiad labour a c'hell bezañ, hervez ar vicher, dek ervennad sivi c'hwennet, pe ur gordenn hanter a goad troc'het, pe ugent kopienn difaziet, pe daouzek klañvour bizitet, mes n'eo ket ur pad ! Ar bloavezhiad eo an holl draoù a c'heller gounit en ur bloaz war ur feurm, etre an eost, talvoudegezh al loened gwerzhet, an amann hag al laezh, hag ar frouezh, mes n'eo ket 365 devezh. Ha pa implijer araogennoù hag a verk ur pad (e-doug, e-pad, 'tog, e-korf...) ne vez ket implijet ar -vezh : e-doug an deiz, e-pad ar sizhun, 'tog ar bloaz etc...

 

5.2. A-benn, mesket gant evit.

Ur fazi zo bet graet e-barzh geriadur F. Favereau, pa skriv afin = a-benn. Taolit ur sell war un notenn yezh a zo bet embannet warlene war Al Liamm.

 

5.3. Treiñ quiconque.

Setu an daou implij a vez kavet evit quiconque e galleg : quiconque aura, etc...(Code pénal) ha je n'ai parlé à quiconque. Ne c'heller implijout neb nemet evit an hini kentañ :

An neb en devo, etc..., e-skoaz se : ne 'm eus komzet da zen ebet. Ar fazi-se am eus kavet gant F. Bodenes ha Gege Gwenn ( e-mesk re all !)

Hag ar panell am eus kavet souezhus evit ar wech : Digor d'an holl ! Kentoc'h e vije bet lavaret digor da neb a gar !

 

 

 

 

lirelasuite-1

 

>> Dihellou / Devezh-studi 2011

 

 

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.