AR C’HENTELIOÙ BREZHONEG E STROLLADOÙ DIOUZH LIVE AR STAJIDI


An doare ma vez aozet ar c’hentelioù
Ar c’hentelioù ma studier brezhoneg dre strolladoù diouzh live ar stajidi a vez graet dre strolladoù dek-pemzek stajiad enne. Daou gelenner a ra war-dro pep strollad da gustum – nemet an daou strollad eus al live uhelañ ma vez alies unan eus ar gelennerien zo o labourat gant an daou strollad.
Daou brantad kentel a zo diouzh ar mintin : 9 eur -10 eur ha kart hag an eil prantad eus 11eur nemet kart betek kreisteiz. Un troc’h a vez etre an div gentel eta ma c’hall an holl mont d’an oaled da evañ bep a vanne kafe, pe te, pe chokolad ha kaozeal.
Goude kreisteiz, etre div eur ha pemp eur, memes mod : div gentel un eur ha kart gant un troc’h.
Evel-se e vez aozet ar c’hentelioù da gustum. A-wechoù e vezont berroc’h (un eur), pa vez aozet un dra bennak dreist-ordinal en abardaez.

 

Ar c’hentelioù
Pal ar c’hentelioù eo reiñ digarezioù d’ober gant ar brezhoneg, dre gomz da gentañ ha dre skrid ivez ha sikour d’hen ober. O c’hentelioù a vez aozet gant ar gelennerien diouzh barregezh ar stajidi ha diouzh o gwanderioù ivez.
Poelladennoù liesseurt a vez kinniget, en ur stumm klasel, a-wechoù, dindan stumm c'hoarioù gwechoù all, gant ar binvioù a-vremañ, urzhiaterezed ha video a-wechoù / evit lod. Reiñ a reer tro d'ar stajidi da labourat o-unan pe asambles gant ar re all a-bep eil. Ha se evit ma komprenfent hag ma talc'hfent soñj eus mont en-dro ar yezh en un doare efedus. Deskiñ dre an ober hag an ad-ober. Ha komz dreist-holl.

 

Bevañ e brezhoneg
Bevañ e brezhoneg e-pad ar c'hamp, setu pal kentañ ar staj. Kinniget e vez obererezhioù, c’hoarierezhioù er maez eus ar c’hentelioù : pourmenadennoù, kaozeadennoù, c’hoarioù, kan hag abadennoù dañs… E pep hini eus an oberezhioù e vez digarez da gaozeal gant an dud all a zo er staj, pe e vefent stajidi pe kelennerien. Rak e-mesk ar stajidi e vev ar gelennerien, asambles gant ar stajidi e vezont ouzh taol, er pourmenadennoù, o kanañ pe o tañsal en oaled da greisteiz pe diouzh an noz

 

 

Komzoù kelennerien

 

Setu mesk-ha-mesk un nebeud komzoù kelennerien da ziskouez o freder…

 

Digant G.L.
Lakaat ar stajidi da gomz en ur implijout c'hoarioù ha sketchoù bihan evit gwellaat o barregezhioù estaolañ war ar prim. Labourat war poentoù yezh resis diwar ar fazioù pe an ezhommoù a zeuio war wel e-pad pe e maez ar c'hentelioù.


Digant R.L.
Diaes din bezañ resis war ar pezh a rin e-pad eil sizhun KEAV er bloaz-mañ. Klask a ran atav en em ober ouzh an deskarded gwellañ ma c'hellan, diouzh ar pezh o deus graet hag ar pezh a faot dezho ober. Dre vras, avat, e c'hellan lavaret e vez klasket labourat war ar c'homz (divizout ha kontañ) hag ar c'hompren diwar selaou dreist-holl.


Digant B.L.
O vezañ e klaskan atav sevel ma frogrammiñ diwar an ezhommoù hag ar goulennoù a vez savet gant ar stajidi e penn kentañ ar sizhun pe e-kerzh ar staj, n’hallan ket dielfennañ en-a-raok dre ar munud ar pezh a vez graet ganin a vloaz da vloaz. Pouezus : mod pe vod e klaskan atav kenaozañ ma labour gant ar c’helenner all.


Dre vras e klaskan bewezh tizhout daou bal stag an eil eus egile :
- Reiñ digarezioù a-bep seurt d’ar stajidi d’ober gant ar brezhoneg ha da zispakañ o mennozhioù dre ar brezhoneg, dre gomz koulz ha dre skrid.
- Studiañ poentoù yezh resis evit klask mont pelloc’h ganti, en em zisober diouzh levezon ar mod da soñjal ar galleg (pe yezhioù all) ha lakaat e pleustr hepdale dre gomz pe/ha dre skrid ar pezh zo bet desket gante diagent.

 

 

>> Petra vo graet gant KEAV - Staj-hañv

 

pezhioù-stag da bellgargañ:

    >> KEAV-Folenn pleg dibleg.pdf

    >> KEAV Skoazell 2015 pdf

    >> KEAV folenn enskrivañ pdf

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.