Ar rener en amzerioù kevrennek

4) Ar rener en amzerioù kevrennek

Er bloavezhioù 1975 pe war-dro, em boa graet enklaskoù ma c'houlennen gant an dud treiñ en bzg : depuis que mon père a vendu sa maison, je ne viens plus...
Ar peurliesañ e kleven, an eil war-lerc'h eben, an troidigezhioù-mañ :
+ Abaoe ma zad en deus gwerzhet e di,...  
+ Abaoe m'en deus ma zad gwerzhet e di...
+ Abaoe m'en deus gwerzhet ma zad e di... (homañ construction maladroite hervez Mark Kerrain)
Goude pep frazenn, e c'houlennen gant an den a-dal din :                                                                                            
- Sur oc'h ez eo 'mod-se e vez lâret ?
Hag e responte : ya, e tleje bezañ e-giz-se, ya me gred din, nemet en e selloù e welen mad ne blije ket dezhañ re ar pezh a ginnige. Neuze e kinnigen da'm zro :
- Hag : abaoe ma eo bet gwerzhet e di gant ma zad ?
Neuze e welen ar vizaj o sklerijennañ, ar gwaz pe ar vaouez e-fas din o lâret : "Ya, evel-just, er mod-se e vez lâret," hag o reiñ din diouzhtu div pe deir frazenn deus ar memes goubari.

Gant FK ez eus c'hoarvezet un dra heñvel ivez, rak skrivañ a ra, § 711 :
"Ar merour en devoa gwerzhet leue e vuoc'h ruz.
Pa vez ur renadenn dirak ar verb, avat, e vez peurvuiañ lakaet ar rener etre ar verb-skoazell hag an anv-gwan-verb, zoken pa ne vez ket ar rener-se ur raganv-gour :
Dec'h en devoa ar merour gwerzhet leue e vuoc'h ruz.
Bez e c'heller lavaret ivez koulskoude : Dec'h en devoa gwerzhet ar merour leue e vuoc'h ruz."
Ankouaet eo bet an tu-gouzañv gantañ, rak ar pezh a vije klevet ar stankañ zo : Dec'h e oa bet gwerzhet leue e vuoc'h ruz gant ar merour.

 

a) Verboù evel koll pouez, delc'her soñj, teuler evezh, kavout gras, koll kouraj, teuler kont, etc... dindan ar stumm anv-verb + renadenn eeun. Evit ar verboù-se ne vez ket lavaret morse *pouez 'm eus kollet, kont 'm eus taolet, ... mes bepred : kollet 'm eus pouez, taolet 'm eus kont...

Da choaz : me zo sur a)en doa an tad kavet gras...
                                   b)en doa kavet gras an tad....
                                   c)en doa kavet an tad gras...
                                   d)e oa bet kavet gras gant an tad...
Ne vo ket implijet an a) (tad ka- : div wech ar pouezmouezh), nag ar c) (tad gras, ar memes tra, ha dispartiet eo kavet diouzh gras, ouzhpenn !). Chom a ra da zibab etre b) ha d)
                        
Ur boelladenn, bremañ : grit ho tibab e-mesk ar peder frazenn-mañ :

N'en doa ket Yann taolet kont.
N'en doa ket taolet Yann kont.
N'en doa ket taolet kont Yann.
Yann n'en doa ket taolet kont.

 

b) Gant ur renadenn eeun :

Dibab kentañ :
a)Gwelet 'm eus en doa Jos hadet kerc'h.
b)Gwelet 'm eus en doa hadet Jos kerc'h.
c)Gwelet 'm eus e oa bet hadet kerc'h gant Jos.
d)Jos 'm eus gwelet en doa hadet kerc'h.
Er frazenn a) e klever peder silabenn verr a-renk (prokeleusmatikos, tie tie tie tie !) gant "-let 'meus en doa" ha div silabenn pouezmouezhiet goude, gant "Jos ha-". Div euzhadenn evit skouarn ur brezhoneger. Ar memes tra er frazenn b) : "-let 'm eus en doa", peder silabenn hep pouezmouezh, ha "Jos kerc'h" pouezmouezhiet o-div. Ken euzhus all ivez.
Er frazennoù c) ha d) eo pebeilet an daou sort silabennoù : Gwe-, oa, ha-, kerc'h, Jos gant ar pouezmouezh e c), ha Jos, gwe-, ha-, kerc'h e d). An div a vez klevet.

Eil dibab :
a)Klevet 'm eus he doa Marjan kollet dek lur pouez.
b)Klevet 'm eus he doa kollet Marjan dek lur pouez.
c)Klevet 'm eus e oa bet kollet dek lur pouez gant Marjan.
d)Marjan 'm eus klevet he doa kollet dek lur pouez.
En a) e klever pemp silabenn verr (-vet 'm eus he doa Mar-, tie tie tie tie !) ha div bouezmouezhiet (-jan koll-), atav ken euzhus evit an divskouarn. Er b) ez eus div silabenn bouezmouezhiet en ur gichen (-jan dek). Ar frazennoù c) ha d) eo a vo klevet.

 

c) gant ur renadenn dieeun

Dibab (Brizhoù zo ur vuoc'h)
a)Er mintin-mañ en doa sellet Pol deus Brizhoù dija.
b)Er mintin-mañ en doa Pol sellet deus Brizhoù dija.
c)Er mintin-mañ e oa bet sellet deus Brizhoù gant Pol dija.
d)Brizhou a oa bet sellet deus outi gant Pol er mintin-mañ dija.
Ar frazenn b) ne vez ket klevet, a-gaozenn d'ar "Pol sell-", div silabenn bouezmouezhiet.

 

 

 

 

lirelasuite-1

 

>> Dihellou / Devezh-studi 2013

 

 

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.