0- Araok kregiñ ganti

Lakaet e vezan diaes ingal a-walc'h gant an implij a vez graet gant tud zo eus ar geriadur galleg-brezhoneg, a zegas soñj din eus troidigezhioù fentus a c'heller kaout war ar rouedad ( a moustached bat - ur seurt askell-groc'hen - = une batte moustachée, pe c'hoazh ten thousand fans - dirak ur c'haner rock = dix mille ventilateurs ).

 

N'eus ket keit-all e kleven ar c'haner (slammer ? rapper ?) Abd Al Malik o komz deus re yaouank an 93, hag ar pezh a lavare diwar-benn banlevioù Paris a oa interesant kenañ : Le plus frappant n'est pas leur misère matérielle, mais leur misère linguistique.

 

Ha pa lennan pennadoù brezhoneg 'zo, pe pa glevan tud 'zo er post bihan pe war an tele, on tost da soñjal ar memes tra evel ar rapper yaouank. Lod a vo feuket marteze...

 

Berradurioù :

J.G. : Jules Gros, le trésor du breton parlé.

F.K. : Frañsez Kervella, Yezhadur bras ar Brezhoneg.

K.G.F. : Yezhadur evit ar skolajoù, gant Kergoat-Gourmelon-Favereau. E c'hell bezañ pellgarget diwar lec'hienn TES (hep ar poelladennoù a yae da heul).

 

* dirak ur frazenn a verk ur fazi.

 

 

lirelasuite-1

 

>> Dihellou / Devezh-studi 2011

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.