Ur vuhez all goude ar staj !... A seblant, ya, met daoust da se, e talc'h-hi da vont 'raok anezhi, ar memes buhez eo !
Un tamm kollet e vezomp, ni perzhidi staj KEAV, goude bezañ kuitaet lise ar Ster Aon e Kastellin : en em gavout a-daol-trumm er bed gallek ! Kalet e oa tremen deus ur bed d’an hini all ! Bevañ ur sizhun, pemzektez evit lod, e brezhoneg gant 160 den tro deomp, bras pe bihan, kozh pe yaouank, paotr pe plac’h, hag an holl o safariñ brezhoneg… N’eus ket, siwazh, kalz a lec’hioù ken en hor bro, ma c’haller hen bevañ …
En ur bed all e oamp, soubet er brezhoneg, en ur seurt huñvre deuet da wir ha bremañ e rankomp kuitaat an huñvre-se, adkemer boazioù all, respont e galleg, ha gwelet pegen bihan eo plas ar brezhoneg er gevredigezh.
Met, n'eus ket keuz da gaout hag arabat fallgaloniñ, gall’ a reer bevañ e brezhoneg penn-da-benn, graet eo bet ganeomp ! Ar blijadur hon eus bet o vevañ e brezhoneg e-pad ar staj, ma roio kalon deomp da gendalc’hen gant hon labour evit hon yezh, e vo bet tizhet ganeomp ul lodenn vrav eus ar pal a oa hon hini hag eus hini diazezerion kentañ KEAV.
Kendalc'het hon eus, ni skipailh ren kamp KEAV, gant al labour a oa bet boulc'het e 1948 gant Vefa de Bellaing, Langleiz ha Ronan Huon p'o doa lakaet war sav ar c'hamp kentañ, ar staj kentañ a lavarfed bremañ. Diazezoù mat oa bet dibabet gante a rankomp soñjal pa reomp gante c'hoazh hiziv. Tri dra a yae d'ober ar sichenn m'eo diazezet KEAV warni : implijañ ar brezhoneg hepken, ober gant tud a-youl vat, chom distag diouzh pep strollad politikel.
Kalz a gensikour etre an holl dud e oa ar bloaz-mañ a gav deomp: ur bern tud, pe vefent stajidi, kelennerion, buhezourion, tud an davarn pe tud ar gegin dreist-holl o deus graet ouzhpenn ar pezh a oa dleet dezhe ober evit ma trofe brav an traoù. Dezhe holl e lavaromp trugarez.
Neuze, kenavo a-benn bloaz ? Evel-just !
Skipailh-ren kamp KEAV