Kollet hon eus ur vignonez hag ur genlabourerez feal !

01/07/2015
Mignoned kaezh,

Ur c’heloù fall a roomp deoc'h da c’houzout : e-kreiz ar miz tremenet, miz Even,  e oa fall tre an traoù gant Nikol, ur stourmerez a bell zo e KEAV. Ar re ac’hanoc’h a zo bet en hor c’hamp o deus anavezet anezhi sur a-walc’h… Buan tre war-lerc’h e oa bet diskleriet gant ar vedesined e yae war  fallaat da vat an traoù ganti ha ne dalveze ket ar boan kendrec’hel…  Tremenet e oa bet Nikol, gant he familh en he c’hichen, d’ar merc’her 17 a viz Even, nebeut war-lerc’h peder eur hanter…

Gant ar familh e voe goulennet diganeomp lenn ur bedenn hag ur varzhoneg brezhoneg e-kerz hec’h obidoù. Soñjet hon oa e vefe mat kontañ un tammig al labour a oa bet graet ganti ganeomp ha lavaret trugarez dezhi evit ar sikour e oa bet evidomp… Asantet e oa bet gant ar familh… E fin al lizher-mañ e kavoc’h ar varzhoneg hag an tamm poz a oa bet lavaret…

En hec’h interamant e oa bet tri ac’hanomp, Anna, Gwenn ha Yvon, en anv KEAV. Lennet e oa bet ur bedenn ha goude ur varzhoneg bet skrivet gant Anjela Duval ha diwezhatoc’h un destenn e brezhoneg (hag e galleg evit ar familh), un destenn verr diwar-benn he liammoù gant ar vro, he labour gant KEAV. Komzet hon eus en  anv  holl izili KEAV...

Ur stokad eo bet an darvoud-se  evidomp-ni, evidomp-ni holl, koll ur c'henlabourerez ken feal hag ur vignonez ouzhpenn an dra se !
Chom a raio en hon envor !


Ar varzhoneg a zo bet lennet en hec’h eñvor


 
Kannadez an Nevez-Hañv
 

Ur velvenn velen ’m eus gwelet
En hentig don o nijellat
O troidell’ hag o koroll’
Ha hi drantik ha hi bagol.
Ar bokidi-laezh a dride
Hag a lâre ’n eil d’egile :
— Sell hi ’ta o kammigellat !
Mezv eo ? Pe ’mañ ’c’hoariellat ?
Mezv gant frond ar bisoù haleg
Pe trellet gant aour al lanneg ?

Ar roz-kamm, int, he salude
Hag he fede dont d’o bete
Uvel ha stouet o fennoù,
O vousc’hoarzhin ’dan o c’hoefoù
… Hogen davet ar velionenn
Eo diskennet ar valafenn
Ar velionenn glas he lagad !
… Ar roz-kamm o deus kalonad…
 
28 a viz Meurzh 1968

 

Nikol,
Ne oas ket ganet er vro-mañ, deuet e oas abalamour d’ar mor da gentañ. Pa oas  deuet da vevañ gant da waz, da chom  amañ, e Gwengamp,  e Plouvagor, ’t oa graet anaoudegezh gant ar vro. Brav e oa ar vro, plijet e oas gant ar mor hag o pourmen er c’hornioù distro war ar maezioù !... Anavezet  ‘ t oa an dud, lod anezhe gant ur yezh all en o c’henou, an dañsioù a veze dañset ha na veze ket er broioù all… Ha karantez ac’h eus bet ouzh ar vro-se, an dud-se hag o sevenadur…

Desket ac’h eus dañsal, an holl zañsioù, bet out er festoù-noz o tañsal hep di’han, ha dañsal a raes-te a zoare…

Desket ’t eus brezhoneg, ha dalc’het da zeskiñ, selaouet an dud kozh eus ar vro, selaouet enrolladennoù betek kompren mat anezhe, ha te, neuze, da gaozal a zoare ivez...

Hon staj KEAV ‘t eus graet, stajiadez da gentañ, skoazellerez goude ha kelennerez er fin.
Ha skol vrezhoneg ac’h eus graet amañ e Gwengamp. Ha sekretourez oas bet e skolaj Diwan e Plijidi e-pad un toullad bloavezhioù…
Fin ar bloavezh 2012 oas bet operet, e 2014 oas-te ouzh ar stern en-dro, ouzh da urzhiataerez. Dastumet ‘t oa enrolladennoù eus RKB evidomp ha savet ’t-oa un “montaj”-enrolladenn evit ober kentelioù Distagadur-Pouez-mouezh hag a-drugarez d’az labour hon oa graet, evit an dachenn-se, ar sizunvezh staj  ar gwellañ hon oa bet graet biskoazh…

Evit pep tra, hep ankouaat ar c’hrampouezh a raes-te deomp, trugarez, mil drugarez  Nikol…
Diskuizh e peoc’h bremañ….

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.