Un dibenn sizhun “Brezhoneg er familhoù” kenaozet gant KEAV ha Ti ar Vro Kemper.

 

Programm

 Deuit da vevañe brezhoneg gant ho pugale
e-pad un dibenn-sizhun !

 

Sadorn 12/03/2016

10 eur ½ : Degemer. Dansoù a-stroll, kanañ, c’hoarioù korf.
12 eiz : Pred (boued degaset gant pep hini).
2 eur > 3 eur  : Kousk-aez evit ar re vihanañ ha prantad sioul evit ar re vrasañ (livañ, labour dorn war temoù an ne vez-amzer ha pask, levrioù).
Goude, ober anaoudegezh gant ar vro pe / ha c’hoarioù hengounel.
7 eur : Koan fardet gant an holl. Lipouz e vo !
Goude : Bal treuswisket war tem an Nevez-Amzer ha nozvezh er greizenn.

 

Sul 13/03/2016

9 eur : Dijuni.
10 eur : Pourmenadenn pe / ha c’hoarioù hengounel er vourc’h.
12 eiz : Pred yen.
2 eur > 3 eur : Kousk-aez evit ar re vihanañ ha prantad sioul evit ar re vrasañ (levrioù, c’hoarioù a-stroll).
3 eur > 4 eur : Kanaouennoù, dañsoù ha c’hoarioù a-stroll.
4 eur ½  : Bilañs ha kenavo.
5 eur : Fin ar staj.

Koust an dibenn sizhun

20€ evit an dud deuet : Pred ar sadorn noz + dijuni + pred ar sul kreisteiz
+ bod. 5€ evit ar vugale.

 

Ret eo lakaat e anv a-raok an 29 a viz C’hwevrer

Titouroù - Enskrivadurioù
Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / KEAV : 06 06 45 85 08

 

lennit hiroc'h

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.