GALV ! Ezhomm hor bo SIKOUR tud.

 

Emañ KEAV o klask tud a-youl vat evit reiñ un tamm skoazell evit labourioù a-bep seurt : servijoù ar gegin (ne vez ket fardet boued war al lec'h, aztommet e vez nemetken), hag un nebeud servijoù all er savadurioù, e-pad ar staj-hañv a vo dalc'het e Kastellin eus an 10 d'ar 16 hag/pe eus an 17 betek an 23 a viz Gouere.

 

Bod ha boued war al lec'h ho po evel-just ha kentelioù diouzh ma voc'h dieub.
Ur sizhunvezh buhez a-stroll, e brezhoneg penn da benn, gant kalz a blijadur !

 

M'emaoc'h dedennet skrivit deomp hep gortoz : This e-mail address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.

 

Trugarez vras deoc'h.

 

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : This e-mail address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.