Un dibenn sizhun “Brezhoneg er familhoù” kenaozet gant KEAV ha Ti ar Vro Kemper e Berrien d'ar 4&5 a viz Du 2017

                              Deuit da vevañ e brezhoneg gant ho pugale

                                        e-pad un dibenn-sizhun !

 

Sadorn 04/11/2017

10eur ½  : Degemer. Dañsoù a-stroll, kanañ, c'hoarioù korf.

12eur : Pred (boued degaset gant pep hini).

2eur3eur : Kousk-aez evit ar re vihanañ ; prantad sioul evit ar re vrasañ : livañ, labour dorn war tem al laboused, levrioù.

Goude : ober anaoudegezh gant ar vro.

7eur : koan, pourvezet gant ar greizenn.

Goude : Beilhadeg er greizenn. C’hoarioù a-stroll.

 

Sul 05/11/2017

9eur : Dijuni.

10eur : Deomp da selaou al laboused ha da sutal gante ! prantad lusket gant Jean-Yves Kervarec.

12eur : Pred pourvezet gant ar greizenn.

2eur3eur : Kousk-aez evit ar re vihanañ ha prantad sioul evit ar re vrasañ ( levrioù, c'hoarioù stroll).

3eur4 eur : Rimadellañ, c’hoari, dañsal, prantad lusket gant Mari-Soaz ar C’hozh.

4eur ½  : Bilañs ha kenavo.

5 eur : Fin ar staj.

 

Priz an Dibenn-sizhun

gant pred ar Sadorn noz+dijuni+pred ar Sul kreisteiz+bod

 

Priz leun : un den gour gant 1 bugel : 65 euro, gant 2 vugel : 100 euro,

un den gour 41 €, netra dindan 3 bloaz.

 

Priz digresket pe prizioù all, deuit e darempred ganeomp.

 

Lakait hoc’h anv a-raok an 23 a viz Here mar plij

 

Titouroù-enskrivadurioù

KEAV This e-mail address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it. / 06 06 45 85 08

 

 

lennit hiroc'h

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.