Un dibenn sizhun “Brezhoneg er familhoù” kenaozet gant KEAV ha Ti ar Vro Kemper e Brasparzh d'ar 1añ ha d'an eil a viz Ebrel 2017

BRASPARZH 2017 

 Deuit da vevañ e brezhoneg gant ho pugale 
e-pad un dibenn-sizhun !

 

Sadorn 1/04/2017

10 eur ½ : Degemer. Dañsoù a-stroll, kanañ, c’hoarioù korf.
12 eur : Pred (boued degaset gant pep hini).
2 eur > 3 eur  : Kousk-aez evit ar re vihanañ ha prantad sioul evit ar re vrasañ (livañ, labour dorn war tem Pesk Ebrel, levrioù, c'hoarioù a-stroll).
Goude, pourmenadenn gant kontadennoù, kanaouennoù ha dañsoù gant Awenn Plougoulm pe / ha c’hoarioù hengounel.
7 eur : Koan fardet gant ar greizenn degemer.
Goude : Beilhadeg er greizenn. Desevel e vugale e brezhoneg : eskemm skiant-prenet pep hini.  C'hoarioù a-stroll.

 

Sul 2/04/2017

9 eur : Dijuni fardet gant ar greizenn.
10 eur : un abadenn gant pep seurt livioù : kanaouennoù, rimadelloù, dañsoù, istorioù; kaset en-dro gant Mari Soaz ar C'hozh
12 eur : Pred fardet gant ar greizenn.
2 eur > 3 eur : Kousk-aez evit ar re vihanañ ha prantad sioul evit ar re vrasañ (livañ, labour-dorn, levrioù, c’hoarioù a-stroll).
3 eur > 4 eur : Kanaouennoù, dañsoù ha c’hoarioù a-stroll.
4 eur ½  : Bilañs ha kenavo.
5 eur : Fin ar staj.

Priz an dibenn sizhun

Pred ar Sadorn noz + bod ar Sadorn noz + dijuni d'ar Sul + pred ar Sul kreisteiz
- evit netra dindan 2 vloaz.

- 41 euro evit an dud gour (koan, bod an noz, dijuni ha merenn)

- 38 euro evit ar vugale ouzhpenn 12 – 16 vloaz

- 36 euro evit ar vugale etre 2 ha 12 vloaz

 

Prizioù evit ar familhoù :

- un den gour gant 1 bugel en tu all da 2 vloaz : 65 euro.

- un den gour gant 2 vugel en tu all da 2 vloaz : 100 euro

- ur c’houblad gant 1 bugel en tu all da 2 vloaz : 108 euro

- ur c’houblad gant 2 vugel en tu all da 2 vloaz : 130 euro

Lakait ho anv a-raok an 20 a viz Meurzh mar plij

Titouroù - Enskrivadurioù
Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / KEAV : 06 06 45 85 08

 

lennit hiroc'h

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.