Print this page

Un dibenn sizhun war an Enez-Vaz d'ar 27, 28, 29 Ebrel 2018 evit ar familhoù hag an dud c'hour a zeuio hep bugel

27-29  04 en Enez-Vaz 

 Un dibenn-sizhun e brezhoneg war an Enez-Vaz 
evit  ar familhoù hag an dud c'hour a zeuio hep bugel !

 

Deuit da vevañ e brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun !

Familhoù gant bugaligoù ha bugale - Tud c’hour

 

Gwener 27/04/2018

6 eur : degemer ar vugale gant o zud hag an dud c’hour all

7 e : banne digor-kalon , 8 e : piknik, degaset gant pep hini

9 e : abadenn sonerezh evit ar vugale hag an dud c’hour.

 

Sadorn 28/04/2018

9 e10e : dijuni

10 e ½ : 2 bourmenadenn : unan verr evit ar vugale gant o zud, mui unan hiroc’h

12 e ½ : merenn, pourvezet gant ar greizenn.

Adalek 2e betek 5 eur e vo 2 strollad

Strollad ar vugale gant pep a zen gour e karg gante

2 e3 e : kousk-aez evit ar re vihanañ ; prantad sioul evit ar vugale vrasañ : labour-dorn ha livañ war tem an erevent, levrioù.

4 e 1/2 : merenn-vihan

Strollad an dud c’hour

2 e→5 e mont da welet brezhonegerien an enezenn oc’h ober muioc’h anaoudegezh gant an enezenn.

Evit an holl

5 e : c’hoarioù a-stroll en diavaez

6 e : banne digor-kalon ha kontadennoù diwar-benn Aerouant an Enez-Vaz

7 e 1/2 : koan, pourvezet gant ar greizenn.

9 e 1/4 : kwiz 10 e : Fest-Noz lusket gant kanerien ha sonerien ar vro.

 

Sul 29/04/2018

9 e10 e : dijuni e stumm ur brunch pourvezet gant ar greizenn

10 ekreisteiz : deomp da granketa war an aod !

12 e →1 e : merenn e stumm ur brunch pourvezet gant ar greizenn

1 e3 e : kousk-aez evit ar re vihanañ, c’hoarioù diavaez evit ar vugale vrasañ hag an dud c’hour

3 e : bilañs 4 e : fin ar staj.

 

Priz an dibenn-sizhun

Gant : dijuni, merenn ha koan ar Sadorn, dijuni&merenn ar Sul (stumm ur brunch) + bod ar Gwener hag ar Sadorn noz. Da bet hini da baeañ ar gwin evet ouzh taol.

Da zegas : piknik ar Gwener noz

Priz leun : un den gour gant 1 bugel : 65 euro, gant 2 vugel : 100 euro, un den gour 41 €, 5 € dindan 4 bloaz. Priz digresket pe prizioù all, deuit e darempred ganeomp.

Priz an treizh ouzhpenn. Mont-dont : adalek 12 vloaz : 9€, adalek 4 bloaz : 4.50 € dindan 4 bloaz : 2€.

 

Lakait ho anv a-raok an 10 a viz Ebrel mar plij

Titouroù - Enskrivadurioù
This e-mail address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it. / 06 06 45 85 08

 

lennit hiroc'h