Un dibenn-sizhun e-kreiz ar vro d'ar 1añ, 2, 3 a viz Du evit ar familhoù hag an dud gour a zeuio hep bugel

Deuit da vevañ e brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun !    

Familhoù gant bugaligoù ha bugale vrasoc’h - Tud deuet

skeudenn bleizi 2 

Deuit da vevañ e brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun !

Familhoù gant bugaligoù ha bugale vrasoc’h - Tud deuet

 

Gwener 01/11/2019

5e 1/2 - 6 e 1/2 : degemer ar vugale gant o zud hag an dud deuet all

6e 1/2 : banne digor-kalon, 7e : piknik, degaset gant pep hini

8 e : abadenn sonerezh evit ar vugale hag an holl , KANevedenn , gant Marion Gwenn, Katell Kloareg, Séverine Valomet

Sadorn 02/11/2019

8e 1/2→9e1/2 : dijuni

evit ar vugale gant o zud :

10e-11e : ober anaoudegezh dre c'hoari, kanañ, dañsal

11e-12e : labour-dorn war tem "Ar Bleizi !"

evit an dud deuet :

10e-12 : Karaez hag hec'h istor, gweladenn heñchet gant Ifig Rémon

12e1/2 : merenn, pourvezet gant ar greizenn

Strollad ar vugale (ar gerent a vo e karg eus o bugale) :

2e3e 1/2 : kousk-aez evit ar re vihanañ ; prantad sioul evit ar vugale vrasañ : labour-dorn, war tem «Ar bleizi !» , levrioù

adalek 3eur 1/2 : Mirdi ar Bleizi er C'hloastr-Plourin, merenn-vihan

Strollad an dud deuet :

adalek 2e war-zu ar C'hloastr-Plourin, troiad ha Mirdi ar Bleizi

evit an holl :

6e1/2 : banne digor-kalon

7e : koan, pourvezet gant ar greizenn.

8e Sonadeg : kanaouennoù diwar-benn ar bleizi gant Gwenhael hag Izaouen Besnard

9e-1/4 : c'hoarioù evit an holl, ouzh taol (an den-bleiz...)

Sul 03/11/2019

8e30→9e30 : dijuni

10ekreisteiz :

evit ar vugale gant o zud  : tresañ, livañ ha c'hoari, tem «Ar bleizi !», ar fromoù hag ar santadoù

evit an dud gour  : mont da welet brezhonegerien eus ar vro

12e 1/2 : merenn, pourvezet gant ar greizenn

2e3e : kousk-aez evit ar re vihanañ, ur c’hoari evit ar vugale vrasañ hag an dud gour a-gevret gant Sten Charbonneau

3e1/2 : bilañs 4e : fin ar staj

Priz an dibenn-sizhun

Gant : dijuni, merenn ha koan ar Sadorn, dijuni&merenn ar Sul + bod ar Gwener hag ar Sadorn noz. Da bep hini da baeañ ar gwin evet ouzh taol.

Da zegas : piknik ar Gwener noz, ur sac’h kousket hag ul liñsel dindan (pe liñselioù&ur pallenn), botoù-bale pe heuzoù.

Priz leun  : un den gour gant 1 bugel ouzhpenn 4 bloaz : 90 €, gant 2 vugel :110 €, un den gour 60 €, 12 € dindan 4 bloaz. Priz digresket pe prizioù all, deuit e darempred ganeomp.

Lakait hoc’h anv a-benn an 17 a viz HERE mar plij (pe a-raok ma c’ha llit)

This e-mail address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it. 06 06 45 85 08, This e-mail address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.

Plijadur a vo e brezhoneg gant ar re vihan hag ar re vras !

resisadurioù : klikit amañ

Plijadur a vo e brezhoneg gant ar re vihan hag ar re vras !

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.