Deuit da vevañ e brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun !
Familhoù gant bugaligoù ha bugale vrasoc’h - Tud deuet
Gwener 16, Sadorn 17 ha Sul 18 a viz HERE 2020
e lise an Iréo e LESNEVEN
Gwener 16/10/2020
5e 1/2 - 6e 1/2 : degemer ar vugale gant o zud hag an dud deuet all
6e 1/2 : banne digor-kalon, 7e : piknik, degaset gant pep hini
8e : abadenn sonerezh evit ar vugale hag an holl gant Arzourien ar Vro
Sadorn 17/10/2020
8e 1/2→9e1/2 : dijuni
evit ar vugale gant o zud :
10e-11e : ober anaoudegezh dre c'hoari, kanañ, dañsal
11e-12e : labour-dorn war tem "En natur ! An aod ha war ar maez".
evit an dud deuet :
10e-12 : Gweladenn heñchet e kreiz-kêr Lesneven ha gweladenniñ Mirdi Bro-Leon.
evit an holl :12e1/2 : merenn, pourvezet gant an aozerien
Strollad ar vugale (ar gerent a vo e karg eus o bugale) :
2e→3e 1/2 :
Evit ar re vihanañ : kousk-aez
Evit ar vugale vrasañ : -da zibab- prantad sioul er greizenn, levrioù, labour-dorn : war tem an natur, levrioù, pe stal round pagan gant Jakez ar Born : deskiñ dañsal, sevel kanaouennoù evit ar veilhadeg.
4e : Pourmenadenn natur e Plouneour-Traezh heñchet gant Maryvonne Berthou, merenn-vihan
Strollad an dud deuet :
2e→3e 1/2 : Pourmenadenn natur heñchet e Plouneour-Traezh
4e : stal round pagan gant Jakez ar Born : deskiñ dañsal, sevel kanaouennoù evit ar veilhadeg
evit an holl :
6e1/2 : banne digor-kalon
7e : koan, pourvezet gant an aozerien
8e kanañ ha dañsal gant Jakez ar Born, «1, 2, 3, round !»
Sul 18/10/2020
8e30→9e30 : dijuni
10e→kreisteiz :
evit ar vugale gant o zud : tresañ war tem an natur, sevel c'hoari gant Maryvonne
evit an dud gour :
Ergerzh an aod vev gant he bezhin, ar c'herreg
12e 1/2 : merenn, pourvezet gant an aozerien
2e→3e : kousk-aez evit ar re vihanañ, c’hoarioù hengounel evit ar vugale vrasañ hag an dud gour a-gevret
3e1/2 : bilañs 4e : fin ar staj
Priz an dibenn-sizhun
Gant : dijuni, merenn ha koan ar Sadorn, dijuni&merenn ar Sul + bod ar Gwener hag ar Sadorn noz. Da bep hini da baeañ ar gwin evet ouzh taol.
Da zegas : piknik ar Gwener noz, an holl liñserioù hag ur pallenn (pe ur sac’h kousket hag ul liñsel dindan) , botoù-bale pe heuzoù.
Priz leun : un den gour gant 1 bugel ouzhpenn 4 bloaz : 90 €, gant 2 vugel :110 €, un den gour 60 €, 12 € dindan 4 bloaz. Priz digresket pe prizioù all, deuit e darempred ganeomp.
Lakait hoc’h anv a-benn an 25 a viz GWENGOLO (pe a-raok ma c’hellit)
Tiouroù : bef This e-mail address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it. - 06 06 45 85 08, This e-mail address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it. - 07 60 86 38 66
Plijadur a vo e brezhoneg gant ar re vihan hag ar re vras !
Plaketenn, lakaat e anv : klikit amañ
Plijadur a vo e brezhoneg gant ar re vihan hag ar re vras !