Print this page

Un dibenn-sizhun e-kreiz ar vro d'ar 16, 17, 18 a viz HERE evit ar familhoù hag an dud gour a zeuio hep bugel

Deuit da vevañ e brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun !    

Familhoù gant bugaligoù ha bugale vrasoc’h - Tud deuet

Dibenn-sizhun 16-18-10-20

                                                        Gwener 16, Sadorn 17 ha Sul 18 a viz HERE 2020

e lise an Iréo e LESNEVEN

 Gwener 16/10/2020

5e 1/2 - 6e 1/2 : degemer ar vugale gant o zud hag an dud deuet all

6e 1/2 : banne digor-kalon, 7e : piknik, degaset gant pep hini

8e : abadenn sonerezh evit ar vugale hag an holl gant Arzourien ar Vro

Sadorn 17/10/2020

8e 1/2→9e1/2 : dijuni

evit ar vugale gant o zud :

10e-11e : ober anaoudegezh dre c'hoari, kanañ, dañsal

11e-12e : labour-dorn war tem "En natur ! An aod ha war ar maez".

evit an dud deuet :

10e-12 : Gweladenn heñchet e kreiz-kêr Lesneven ha gweladenniñ Mirdi Bro-Leon.

evit an holl :12e1/2 : merenn, pourvezet gant an aozerien

Strollad ar vugale (ar gerent a vo e karg eus o bugale) :

2e3e 1/2 :

Evit ar re vihanañ : kousk-aez

Evit ar vugale vrasañ : -da zibab- prantad sioul er greizenn, levrioù, labour-dorn : war tem an natur, levrioù, pe stal round pagan gant Jakez ar Born : deskiñ dañsal, sevel kanaouennoù evit ar veilhadeg.

4e : Pourmenadenn natur e Plouneour-Traezh heñchet gant Maryvonne Berthou, merenn-vihan

Strollad an dud deuet :

2e3e 1/2 : Pourmenadenn natur heñchet e Plouneour-Traezh

4e : stal round pagan gant Jakez ar Born : deskiñ dañsal, sevel kanaouennoù evit ar veilhadeg

evit an holl :

6e1/2 : banne digor-kalon

7e : koan, pourvezet gant an aozerien

8e kanañ ha dañsal gant Jakez ar Born, «1, 2, 3, round !»

Sul 18/10/2020

8e30→9e30 : dijuni

10ekreisteiz :

evit ar vugale gant o zud : tresañ war tem an natur, sevel c'hoari gant Maryvonne

evit an dud gour :

Ergerzh an aod vev gant he bezhin, ar c'herreg

12e 1/2 : merenn, pourvezet gant an aozerien

2e3e : kousk-aez evit ar re vihanañ, c’hoarioù hengounel evit ar vugale vrasañ hag an dud gour a-gevret

3e1/2 : bilañs 4e : fin ar staj

Priz an dibenn-sizhun

Gant : dijuni, merenn ha koan ar Sadorn, dijuni&merenn ar Sul + bod ar Gwener hag ar Sadorn noz. Da bep hini da baeañ ar gwin evet ouzh taol.

Da zegas : piknik ar Gwener noz, an holl liñserioù hag ur pallenn (pe ur sac’h kousket hag ul liñsel dindan) , botoù-bale pe heuzoù.

Priz leun  : un den gour gant 1 bugel ouzhpenn 4 bloaz : 90 €, gant 2 vugel :110 €, un den gour 60 €, 12 € dindan 4 bloaz. Priz digresket pe prizioù all, deuit e darempred ganeomp.

Lakait hoc’h anv a-benn an 25 a viz GWENGOLO (pe a-raok ma c’hellit)

Tiouroù : bef This e-mail address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it. - 06 06 45 85 08, This e-mail address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it. - 07 60 86 38 66

Plijadur a vo e brezhoneg gant ar re vihan hag ar re vras !

 

Plaketenn, lakaat e anv : klikit amañ

Plijadur a vo e brezhoneg gant ar re vihan hag ar re vras !