Un dibenn-sizhun er Menez Are eus an 28 d'an 30 a viz HERE 2022 evit ar familhoù hag an dud gour a zeuio hep bugel

Deuit da vevañ e brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun !    

Familhoù gant bugaligoù ha bugale vrasoc’h - Tud deuet a zeuio hep bugel.

 

                                                        Gwener 28 (adal 5eur 1/2 d'anabardaez), Sadorn 29 ha Sul 30 a viz DU 2022

e Ti Menez Are e BRASPARZH

                                                                                             Plaketenn ha paperenn-enskrivañ : amañ

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.