STAJ KANAÑ 05 2022 Featured

D’ar Sadorn 15 ha d'ar Sul 16 a viz Genver 2022 e vo dalc’het ur staj Kan gant KEAV, e Kreizenn an Amzer Nevez e Plañvour, e Bro Wened e-kichen an Oriant. 15 plas nemetken !
Kaset e vo en-dro, e brezhoneg, gant Sofi an HUÑSEG ha Serj AR BOZEG.
Resisadurioù ha fichenn enskrivañ : amañ

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.