per-pennegGanet e oa bet e Rekourañs (Brest) e 1921, ha mervel a reas e Nîmes e 1991. Ne oa ket bet desavet e brezhoneg met en un endro brezhoneger en doa bevet en e familh kostez e dad kozh eus Kraozon ha desket en doa brezhoneg ez yaouank.  Studioù a reas e Brest e Lise Sant Loeiz hag ar vachelouriezh a c’hounezas eno a-raok mont da Roazon war e studi. Abalamour d’an droug-skevent e rankas chom a-sav gant e studioù ha mont da sanatoriom ar studierien e Grenobl (1940-1946). Ne c’hallas ket chom e Breizh ken a-ziwar neuze, dalc’het ma oa da vat gant ar c’hleñved-se. Bep bloaz e klaske avat bezañ er vro un neubeud sizhunvezhioù en hañv. Kement-se avat ne viras ket outañ a ober studioù uhel : kelenner skol veur war ar gwir e oa, ha studioù war ar saozneg, war an istor ha war an armerzh en doa graet ivez. Etre ar bloavezhioù 1949 ha 1954 e rankas bezañ adarre e sanatoriom ar studierien e Grenoble. Goude-se e labouras e Bro Dunizia betek ar bloavezh 1960 ma’z eas neuze da Grenoble, e-lec’h ma voe skoazeller da gentañ ha mestr-skoazeller goude, betek 1981. Abalamour d’e yec’hed, ur wech ouzhpenn, e rankas ehanañ pevar bloaz a-raok mont e retred.
 
Un den gouiziek-bras e oa, lennet en doa kalz ha derc’hel a rae soñj eus  ar pezh a lenne, ur mestr e oa war al lennegezh, war lennegezh ar bed a-bezh ! Gant SADED ( Strollad An Deskadurezh Eil Derez   ) en doa labouret kalz evit sevel pennadoù skiantel e brezhoneg. Un toullad pennadoù, notennoù en Al Liamm, war ar broioù bihan dreist-holl en doa skrivet ivez. Kalz a Vretoned divroet o doa gallet deskiñ brezhoneg a-drugarez dezhañ : pa oa e Grenoble e roe kentelioù noz er JEB (Jeunesse Etudiante Bretonne). E kamp KEAV e veze er blaovezhioù-se, pa veze yac’h a-walc’h da gelenn, da ren kendivizioù. Sammet en doa renerezh ar skol-hañv e 1964 ha Ronan Huon en doa goulennet adarre digantañ kemer e blas er bloavezhioù 71-72 moarvat. Daoust d’ar c’hleñved, e oa Per Penneg un den laouen, “a conversation man” evel ma vez lavaret gant ar saoznegourion...

 

 

Evit gouzout muioc'h, lennit “Al Liamm”, niverennoù  267-268 ha 269. pe “Geriadur ar Srivagnerien ha Yezhourien” gant Lucian Raoul (embannadurioù Al Liamm).

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.