paol-kalvezE Lokournan (Bro-Leon, 13 km diouzh Brest, er c’hornôg) eo bet ganet Paol Kalvez er bloavezh 1924. E dad a oa mañsoner, e vamm a oa o terc’hel ispisiri ha tavarn er vourc’h. Koll a reas anezho hag-eñ yaouank c’hoazh (7 vloaz oa pa varvas e vamm, ha 10 vloaz pa gollas e dad). Gant ur voereb e voe desavet a-ziwar neuze, ur voereb hag a oa kristen-tre ha ne ouien ger galleg ebet pe dost. En ur vourc’h evel Lokouarn, da neuze, e oa ar brezhoneg yezh ar pemdez gant an holl —war-bouez un noter, ur skolaer hag ur medesin bennak. En un endro brezhoneg rik en deus bevet eta en e vugaleaj : e yezh kentañ nemeti e oa ar brezhoneg.

 

Goude bezañ bet e skol ar veleien e Lokournan, e reas studioù hir e-maez ar vro (en Okitania hag e Tunizia diwezhatoc’h) : latin, lennegezh c’hallek, doueoniezh, prederouriezh a zeskas evit mont da visioner. Mont da soudard a rankas ober e 1943 e arme gall Afrika an Norz. E 1945 e voe disoudardet. Ne voe ket degemeret da vont da visioner avat. Da Vreizh e tistroas ha klask a reas mont da veleg met nac’het e voe outañ ivez… D’an arme e tistroas neuze ha kontaour e Roazon e voe diwar neuze.

 

Gant tud eus an Emsav e kejas evit ar wech kentañ e Kemper e 1946-1947- hag adal neuze betek hiziv an dez, e ouestlas e vuhez d’ar stourm evit ar brezhoneg. Dimeziñ a reas d’un Uhelvreizhadez hag a zeskas e yezh. O daou vugel a voe desavet ganto e brezhoneg. Labourioù a bep seurt a reas Paol Kalvez. Evit KEAV e labouras kalz : kelenner e voe er c’hampoù kentañ, arc’hantour da c’houde e-pad bloavezhioù.

 

Gant SADED e labouras kalz ivez. SADED : Strollad An Deskadurezh Eil Derez a oa un aozadur savet er bloavezhioù 1962-63, un aozadur hag a rae kentelioù dre lizher war an danvezioù a veze kelennet er skolioù eil derez : jedoniezh, fizik ha kimiezh, douaroniezh… Pa oa bet krouet ha betek ar bloavezh 1967 e veze e darempred gant KEAV, kentelioù uhel ar c’hamp a veze fiziet e tud SADED. Diwezhatoc’h, er bloavezhioù 1970-71 en doa klasket ober kemend-all gant Skol-An-Emsav. Diwar e atiz e voe labouret hardi war kentelioù ar pevare klas : kentelioù jedoniezh, kentelioù bevoniezh ha kentelioù brezhoneg kevatal d’ar c’hentelioù war ar galleg a oa da neuze er pevare klas* .

 

E roll e KEAV a zeuas da vezañ pouezusoc’h c’hoazh pa voe kuitaet e garg gant Ronan Huon e 1972, war-lerc’h ar c’hamp. Pa ne oa prest den ebet da gemer plas hemañ, e oa P.Kalvez an hini a oa, e gwirionez, e penn ar c’hamp e 1973 gant Vefa de Bellaing. Daoust ma ne oa ket rener en-ofisiel ez eo war e chouke e kouezhe al labour kenurzhiañ, ul labour diaesañ-diaes er bloavezhioù dek-ha-tri-ugent-se. Asambles gant Skol-An-Emsav e voe kenaozet kamp 1974. Ne voe ket kendalc’het ar c’henlabour-se, ar wech nemeti e voe. Kenderc’hel e labour a reas gant Vefa de Bellaing betek 1977 ma tivizas lezel e garg da vat.

 

Paol Kalvez a gendalc’has gant e hent : troet war-du ar relijion katolik, ar brederouriezh hag ar vuhez speredel, pep tra e brezhoneg...

 

*Ar c’hentelioù brezhoneg 4re klas, savet gant Frañsez Favro a voe embannet gant Skol an Emsav hag ar c’hentelioù bevoniezh-biologiezh savet gant Lukian Kergoad  a yeas d’ober ul levrenn a voe embannet gant Hor Yezh.

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.