Print this page

Erwan Tranvouez

Ar pennad-man a zo bet skrivet nebeut a amzer goude marv Erwan.

Hor mignon ha kenlabourer feal a zo aet da Anaon e miz Kerzu 2009.

N’en doa ket gellet dont betek an Nivod daou vloaz zo, na da Gastellin warlene abalamour d’e yec'hed a oa aet da fall abaoe un toullad bloavezhioù dija

Em eñvor e chom hag e chomo Erwan paotr e gasketenn martolod hag e gorn butun. Ar bloavezh diwezhañ oa deomp aozañ hor staj e Skaer. E 2007 e oa da geñver Devezh Priz Roparz Hemon. E zaoulagad a oa gwall wan daoust d'un oberatadenn ha diaes e oa evitañ mont ha dont gant an diri dreist-holl ha pa groge da noziñ. Unan ac'hanomp oa ret dezhañ mont d'e ambroug betek e gambr. Met dont a rae daoust da se ha n'en dije ket c'hwitet ar c'hamp nes kaout un digarez n'helle ket mont dreist dezhañ. Laouen e veze d'en em gaout en ur bed brezhonegerion e-pad div pe deir sizhun memes rak pa oa teir sizhun e chome teir sizhun ! Aze e oa en e vleud ! Soñj em eus c'hoazh e tisplege deomp, er bloavezhioù 70, en doa divizet abaoe pell dont da sikour ganomp-ni (a oa yaouank d'ar mare-se ha hep kalz a skiant prenet), pa vefe war e leve. Pell e oa chomet hep ober war-dro un oberenn emsavel bennak evit abegoù personel a bep seurt. Se a vanke dezhañ. Ur sikour bras eo bet evidomp kaout Erwan ganeomp : skiant prenet an dud koshoc'h, gouzout a rae ober gant an urzhiataerez d'ur mare ma ne oa hini all ebet en hon touez gouest d'ober tra gant ar binvioù nevez-se a oa c'hoazh dianav d'an darn vrasañ eus an dud. Un den brudet e oa (sekretour Roparz Hemon e oa bet), kaout un den eveltañ er c'hamp a oa evidomp-ni un dra a-bouez.

An holl a ouie buan-tre, komz a ran eus ar stajidi pe piv bennak nevez en em gavet er c'hamp, piv oa, ar boulomig-se atav gant gasketenn martolod war e benn (lod a gave dezhe e vire gantañ e gasketenn evit mont da gousket !), e gorn butun o teurel moged evel ur vapeur mod kozh. Daoust ma oa difennet butuniñ er salioù klas, ne oa netra d'ober ! Melen e oa e vourroù gant ar butun. Paouezet en doa koulskoude gant ar butun a-benn ar fin goude ma oa bet en ospital evit un oberatadenn ha neuze e tebre chokolad. Hor sekretour e oa e-pad ar c'hamp : skriverezañ a rae listennadoù ar stajidi, an implijoù amzer, pennadoù evit an holl gelennerion pa ne oa ket ar c'hiz da gaout pep hini e urzhiaererez, ober a rae ar skritelloù, stagañ anezhe war ar mogerioù, lod a vez implijet c'hoazh ! Aze e veze er burev a-hed an deiz, prest da hentañ kement stajad a oa kollet, gant an alc'hwezhioù a zigore kement dor a oa da zigeriñ. Panevetañ e vefe bet kollet an alc'hwezioù meur a wezh. Aze e oa ivez evit lâret d'an holl e oa ret doujañ d'an eur, poent serriñ ar burev evit mont da zebriñ ! War ar yezh en doa ivez e alioù fur da reiñ da neb a gare : brezhoneg bro Leoun evel-just ! Keuz hor bo dezhañ.

Gwen Huon (miz Meurzh 2010)