Evit an danvez-skolaerien divyezhek e vo kinniget prantadoù war ar bedagogiezh gant skolaerien/kelennerien a-vicher, skiant prenet ganto. Ar programm n'eo ket termenet c'hoazh. Dizale e vo lakaet war wel amañ.
SKOAZELL KEAV 2015
Gouzout a reomp ne zesker ket ur yezh dre heuliañ kentelioù nemetken, hag e ranker lakaat anezhi da vevañ er-maez eus metoù ar Skol-Veur, pe ar greizenn stummañ. Gouzout a reomp ivez pegent talvoudus eo evit ar gelennerien brezhoneg kenderc’hel ingal da studiañ ar yezh, dre heuliañ devezhioù-studi ha stajoù hiroc’h lec’h ma c’hellont gwellaat o barregezhioù, ober anaoudegezh gant brezhonegerien all, eskemm war o micher, o skiant-prenet, bevañ ur sizhunvezh pe ouzhpenn e brezhoneg penn da benn. Ken gwir all eo evit an holl re a vez o labourat e bed ar skolioù, kasourien, ATSEM...
Evit skoazellañ studierien Master 1 ha 2 ar c’helenn divyezhek en o studioù, ar gelennerien, ar gasourien hag an ATSEMoù, ha kement hini o labourat e metoù ar c’helenn divyezhek eo prest KEAV d’ober dezho un distaol a 110 euro war briz ar sizhunvezh staj heuliet e KEAV war o amzer vak ha war o c’houst.
Evit ma c’hellfemp heuliañ gwelloc’h ar goulennoù skoazell, e c’houlennomp diganeoc’h leuniañ al lodenn amañ dindan.
pezhioù-stag da bellgargañ: >>KEAV Skoazell 2015 pdf
PROGRAMM WAR AR PRANTADOÙ GOUESTLET D'AR BEDAGOGIEZH
D'ar mare ma embannomp n'eo ket bet savet ar programm c'hoazh . Diouzhtu pa c'hallimp e vo lakaet war wel hag e c'hallor hen lenn amañ.
>> Petra vo graet gant KEAV - Staj-hañv
pezhioù-stag da bellgargañ:
>> KEAV-Folenn pleg dibleg.pdf