Devezh-studi ar 15 a viz Meurzh 2014 e Plañvour
MONT BETEK PENN GANT UN NEBEUD POENTOU YEZH
Yann Fulub Dupuy
I/. Stumm ha talvoudegezh ar verb :
A - Ar stumm emober a saver dre lakaat ar rannig « en em » dirak ar verb en e holl stummoù (anv verb, anv-gwan verb, furmoù displeget ), mont a ra e lec’h ar rannigoù-verb A/E), ha kemmadurioù dre vlotaat a vez graet war he lerc’h. Implijet e vez ar stumm-se da verkañ daou implij eus ar verb:
B - Div dalvoudegezh zo d’ar stumm emober :
- AN EMOBER : rener ha renadenn dra ar verb zo un den pe un dra nemetañ, implijet e vez da verkañ un ober graet war an-unan.
Em em walc’hiñ, em em welout = gwalc’hiñ, gwelout an-unan.
- AR C’HENEMOBER : implijet e vez da verkañ e ra daou zen pe ouzhpenn un « ober » an eil war egile.
En em gannañ, en em gompren ...
II/. Diaesterioù :
A- Diaesterioù diavaez :
Stag int ouzh an implij ledan a vez graet e galleg eus ar stumm-se. Dav eo bezañ sur ez eus da vat un ober war an-unan evit implij ar stumm-se e brezhoneg. E-leizh a doulloù strap zo.
Se lever = sevel, se cacher = kuzhat
Implijet e vez ar stumm emober e galleg evit verboù gwan da lakaat kemm etre an ober hag ar saviad:
Il s’est caché (ober), il est caché (saviad)
Seurt amjestregezh a vez roet lamm dezhi e brezhoneg dre ober gant troioù-lavar (diwar ar verb mont alies) :
aet eo da guzh, kuzhet eo
Stummoù emober a vez degemeret e brezhoneg a-wechoù daoust ma n’eus gwir dalvoudegezh emober ebet enno, savet diwar levezon ar galleg moarvat, ha diazezet er yezh :
en em lakaat, en em soñjal, en em zerc’hel ...
Diwall zo d’ober avat da zegas re all...
B- Diaesterioù diabarzh :
Ne c’haller ober e brezhoneg gant EN EM nemet gant verboù kreñv eeun. Ar verboù dieeun - ar re a vez degaset o renadennoù-tra gant araogennoù - a vez merket o implijoù EMOBER evel-henn :
Sellout a ran ouzhin ma unan, skeiñ a ra gantañ e-unan.
Ha KENEMOBER e-giz-mañ :
Emaint o skeiñ an eil ouzh egile, pokomp an eil d’egile.
Implij a c’haller an unan pe an eil egile a-wechoù ivez da resisaat :
En em welout a reont o-unan (er melezour), en em welout a reont an eil egile (eus o liorzh).
>> Dihellou / Devezh-studi 2014