Ne skuizhan ket, ne ’z an ket skuizh o sellout ouzh ar film-se.
An dourgon, goude bezañ en em lipet (o-unan), en em lip an eil egile met n’int ket gouest la lipat lein o fenn.
Alies e komzan ouzhin ma-unan.
En em walc’hiñ a rez bemdez met ne gribez ket da vlev. Gwall alies, ne walc’hez ket da zent zoken.
En em reiñ a reomp penn-da-benn d’ar strourm evit gwirioù ar pobloù minorelezet.
En em damall a ran da vezañ diskuliet ar wirionez dezhañ. Tamall (rebech) a ran din-me ma-unan bezañ diskuliet…
Pa vezont oc’h en em gannañ e skoont an eil gant egile hep ober droug da-vat na klask en em c’hloazañ.
M’en dare pelec’h, daoust pelec’h, pelec’h bennak… emañ ma alc’hwezioù.
Ar wirionez a guzhont an eil ouzh egile. Pa oa aet an heol da guzh e oant aet da guzhat. Kuzhet mat int bremañ.
Emañ ar c’hi o sevel, o vont war gab e revr, o vont en e c’hourvez. O skrabañ e gof emañ.
N’eo ket e-giz-se e vez digoret an istr.
En em lazhet/ en em zistrujet (eo/en deus)oc’h en em grougañ.
Lârit piv oc’h/ hoc’h anv.
En em zerc’hel a ra fall ouzh taol.
O nijal kuit emañ ar c’harr-nij, ne zouaro nemet a-benn 10 eurvezh.
Petra zo o c’hoari/ petra zo degouezhet, c’hoarvezet, bet?
Krog oc’h da labourat a-benn ar fin/ staget oc’h da labourat…
Hopal ar reont an eil war egile diwar o zorgennoù.
Deuet omp boas ouzh hon ti nevez.
Graet en deus ur bannac’h kafe evitañ e-unan.
Kement en em garent ma ne’n em gannent na n’en em gunujennent ket goude ha pa ’z afent e fulor.
Kement a drouz zo ken ne’n em glevan ket o komz.
Eskemm a reoc’h ho kreionoù an eil gant egile diwezhatoc’h.
Ar mor a dud a savas hag a stagas da youc’hal a-enep an
diktatour hag a gomprenas e oa ar bobl oc’h en em sevel.
Roet o doa o chomlec’hioù an eil d’egile.
Pa sellas outañ e-unan er melezour ne’n em welas ket evel ma soñje gantañ e oa.
Chomet on a-sav e-kichen ar chapel hag en em staliet aze evit diskuizhañ.
Plegañ ’ra d’e holl froudennoù.
Splann eo warnout n’emaout ket e-barzh da vleud.
KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh
E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.