an 9 a viz Meurzh 2013 e Plañvour

En em zizober eus levezon ar galleg

Gant Yann Gerven


Ganet eo Yvon Gourmelon e Plougastell e 1946. Kelennet en deus ar matematikoù, e Brest hag e Gwengamp. E Bulad emañ o chom bremañ. Yann Gerven eo e anv pluenn.
Skrivet en deus pemzek danevell ha tri-ugent bennak, daou romant polis (Brestiz o vreskenn, Liv ruz an hesk), daou romant all (Bouklet ha minellet, War un ton laou), daou romantig evit bugale (Ar gañfarted hag al Louarn Kamm, Fulennoù war skubellennoù), ur romantig evit deskarded (Tonkad kriz Tom Bruise).
Komzet en deus da gentañ brezhoneg Nord-Kerne, ha goude en deus cheñchet un tammig evit bezañ komprenet gant tud Bulad ha Mael. Studiet en deus ar yezh komzet ha skrivet, savet pennadoù e meur a gelaouenn diwar-benn ar brezhoneg (yezhadur kenkoulz ha geriaoueg barzh ar gelaouen Al Liamm paneveken. War ar gelaouenn Ya (pe war lec'hienn ar gelaouenn) e c'haller lenn kentel Yann Gerven bep sizhun. Brezhoneg komzet dreist-holl pa fell dezhañ chom tost deus ar yezh vez graet ganti c'hoazh gant ar re o deus desket ar yezh war barlenn o mamm. Meur a wech eo deuet da stajoù stummañ KEAV, pe da staj hañv KEAV evit displegañ penaos stourm a-enep da levezon ar galleg da skouer (pe ar saozneg). Kemeret en deus perzh e rummad sevel danevelloù a oa bet aozet ganeomp pe c'hoazh gant Fanny Chauffin er Pouldu. Labourat a ra ivez gant ar Falz. Atav gantañ ar memes pal : treuskas ar pezh en deus desket d'ar rummadoù yaouank. Setu amañ program an devezh-studi a oa bet aozet gant KEAV e 2013

 

1. An troatadoù.
2. Plijadur o tistagañ ur frazenn lusket brav
3. Plas an doareenn en ur frazenn
4. Ar rener en amzerioù kevrennek
5. Notennoù

 

 

 

lirelasuite-1

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.