4- Estlammadennoù, bommoù a-droc'h, trouzioù

Un estlammadenn lakaet a-dreuz zo fall-kenañ e n'eus forzh pesort yezh. E galleg, lakaomp, m'emaoc'h e-soñj kendrec'hiñ an den emaoc'h o komz gantañ, e lavaroc'h bommoù a-droc'h evel tu peux me croire, sois certain, tu peux être sûr, aussi vrai que 2 et 2 font 4, etc..., mes ma skrivit en vérité, en vérité, je vous le dis, emaoc'h en ur pezh-c'hoari parallelek skrivet gant unan dimeus ar pevar avielour, hag e chomo souezhet ho kendivizer.

Evit kreñvaat un anv gwan, ez eus keñveriadennoù, a cheñch hervez ar yezhoù : e galleg, e vo klevet fier comme Artaban, fier comme un pou (pou<pullus = kilhog ! amañ), nemet e brezhoneg e vo fier-ruz, fier-sod, fier evel ur gazeg kozh, fier evel ur pod direvret ! Evit kaout ur roll eus ar c'heñveriadennoù-se, klaskit ar gentel war an anv-gwan gant K.G.F.

Choaz an estlammadennoù a c'hell bezañ diazez ar fent : E Asterix chez les Bretons, e tispleg René Goscinny o doa ar Vretoned ar memes yezh hag ar C'halianed, gant troioù-lavar disheñvel, evel an estlammadenn Bonté gracieuse !, troidigezh ger evit ger Gracious goodness !

Estlammadennoù a glevan abaoe un nebeud bloavezhioù, hag a zo ken souezhus en ur gaoz vrezhoneg ha Bonté gracieuse e galleg.

 

Arabat skrivañ pe lâret

Skrivit ha lârit kentoc'h

*ijin ! te 'ijin ! etc...

Soñj 'ta ! Soñj un tammig !

*goude holl

A-benn ar fin, e fin ar gont, pelloc'h...

*digredus !

Biskoazh ! Biskoazh c'hoazh ! Biskoazh em buhez ! Biskoazh kement all !

*me 'esper, spi am eus, esper am eus...

Emichañs (mechañs, pechañs, pichoñs), feteiz...

*d'am anaoudegezh

Din da c'houzout, din da c'hoût

 

 

Trouz galleg

Trouz brezhoneg

Patatras !

Badadaoù, badadaoñ, baladaoñ, poudoum...

Ding, dong ! Drring !

Baling, balaoñ ! Diling, diling ! Tirlink, tirlink !

Couic !

Wek !

Cocorico !

Kokodokodook !

Miaou !

Maraoñv !

 

 

Traoù ha ne vezont ket lâret alies

Lâret e vez kalz stankoc'h

Te 'oar,

Goût 'walc'h, goût a rez, te 'oar 'walc'h (tavahac'h), anav dit...

Kenavo (evit babigoù)

Ada, ada !

Klev 'ta (nemet e Bro-Dreger)

Selaou 'ta ! Klevet 'peus ? Klevet a rez ?

, sur on,

, me zo sur, sur 'walc'h

dic'hallus eo

N'eo ket posupl !

 

Arabat kaout aon a implijout an estlammadennoù a vez klevet stank er gaoz pemdez ; ur blijadur eo bet evidon lenn danevell Kristian ar Braz war niverenn YA Nedeleg, gant Ma ! ha Po popo ! dres evel ma oan kustum da glevet anezhe.

 

 

 

 

lirelasuite-1

 

>> Dihellou / Devezh-studi 2011

 

 

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.