Arabat marmouzañ ar galleg en ur implijout troiennoù a zo deus ar c'hiz e-pad ur mare, hag a seblant diamzeriet rik dek vloaz goude. Ugent vloaz 'zo, lakaomp, ar pezh ne oa ket génial a oa débile, hag an daou c'her-se zo aet er-maez a c'hiz.

An deiz all e kleven unan eus ma bugale vihan o komz eus e c'hoar : *Seza zo re farsus,war batrom ar galleg a-vremañ : *elle est trop bonne, ta soupe, Mammy ! Ret e vo diwall deus an implij-se, rak en gwirionez e vez implijet re evit merkañ derez uhelañ anoioù-gwan 'zo : lâret e vez, ez reizh, re sur on, re wir eo, re anat 'oa din, ha re vad pa vez implijet mad evel adverb : komprenet 'm boa re vad piv en doa graet an taol(= j'avais parfaitement compris...), goût a raen re vad deus petra e komze. Mes arabat lâret *soubenn re vad zo e ti Mamm-Gozh ! evit an derez uhelañ ; soubenn mad-tre zo gwelloc'h.

 

Yann Gerven

7 I 2010

 

>> Dihellou / Devezh-studi 2011

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.