1- Fazioù geriadur

Pa glasker treiñ ur ger galleg gant sikour ur geriadur evel hini R. Hemon, e kaver ar peurliesañ ur ger brezhoneg, daou a-wechoù ; e-skoaz se, pa zigorit ur pikol geriadur galleg-saozneg, evel an Harrap's pe ar Collins-Robert, evit treiñ jouer, da skwer, ez eus un hanter bajenn leun.

E-mesk un tamm mat a c'herioù brezhoneg a vez implijet a-dreuz, 'm eus dibabet pemp : dizoloiñ, boutin, deskiñ, ijinañ, soñjal/soñj. (Ar fazioù a zeu diwar ar gerioù galleg : découvrir, commun, apprendre, imaginer, penser)

 

1.1. Découvrir = dizoloiñ ?

1.1.1. dizoloiñ ?

Ya, evel just, pa vez tennet ur golo, pe un dra re-bar d'ur golo :

E ranker dizoloiñ ar patatez poazh-disec'h evit lakaat anezho da goll o dour.

Dizoloet eo bet ar fav gant ar c'hegined.

Dizoloiñ a ray an amzer.

Dizoloet eo Sant-Nikolaz bremañ ( n'eus ket a vrumenn ken)

Merc'hed Rostrenn

'Zizola o revr da c'holoiñ o fenn.

 

1.1.2. Hag an doareoù all ?

Ur frazenn a vez klevet alies eo homañ : sell petra 'm eus diskoachet !

E c'hell bezañ ur baperenn bennak, ul luc'hskeudenn gozh e deun un diretenn, un oustilh diank abaoe ur pennad, etc..., traoù a oa bet kuzhet/souchet/koachet ken brav ma ne c'helle den lakaat e graban warne ken.

Ne vefen ket feuket o klevet ar ger-se evit Kristol Koulm hag an Amerik, kuzhet mat ma oa an douaroù-se dre ma eo ront an douar ; evit un den hag a ya don en ur vro, gant ur garavanenn pe e penn ur vandennad soudarded ( René Caillé découvre la moyenne vallée du Niger), e vo gwelloc'h implijout ergerzhet, da 'm soñj ; e c'heller resisaat : ergerzhet evit ar wech kentañ. Evit ur strizh-mor pe un hent pe ur wenodenn, ar gwellañ a vefe c'hoazh kavout ( evel ma vez lavaret : Kavet 'm eus ur riboull/ur wenodenn gaer etre ar Mengwenn ha Lanriwaz).

 

1.1.3. Découvrir un musicien, un écrivain, etc...

Piv n'en deus ket bet anavezet meur a ganer, meur a soner, a veze tommet mat, ma n'eo ket muioc'h, e fin ur fest-noz. Pa'n em lakaent da gousket en ur c'horn, e veze taolet ur sac'h-kousket pe ur pezh dilhad warne, hag an deiz war-lerc'h e vezent dizoloet gant perc'henn ar sac'h-kousket pe ar pezh dilhad pa adtape e dra.

Hep farsal bremañ, découvrir a sinifi amañ, anat eo, gouzout piv int, petra a reont, penaos e vevont, etc... E brezhoneg e vez lavaret ober anaoudegezh gant..., ober gwelloc'h anaoudegezh gant... Ouzhpenn ober anaoudegezh/gwelloc'h anaoudegezh gant un den, e c'heller ivez ober anaoudegezh gant e vuzik, gant e oberennoù, gant e daolennoù, etc... Souezhus eo klevet kaoz a zizoloiñ ur c'haner pe ur skrivagner, pe c'hoazh, e rakskrid ul levr gant Skol Vreizh : *Dizoleiñ Pouchkin a zo dizoleiñ istor ha bed ar Rusi.

 

1.1.4. Découvrir une propriété, une structure, un corps chimique, etc...(skiantoù)

Ouzhpenn ar ger kavout, e c'heller implijout a-wechoù lakaat war-wel :Gant Max Perutz hag e skipailh eo bet lakaet war-wel/kavet struktur spasel an hemoglobin.

En kimiezh e vo mad implijout didoueziañ e degouezhioù 'zo : ar prazeodim hag an neodim zo betdidouezietgant Auer von Welsbach : ur meskaj elfennoù e-touez-touez a oa dirazañ, ha ret eo bet ober un dibab en o mesk, alese didoueziañ.

 

1.1.5. J'ai découvert que...Evel ma lavar ar ganaouenn hengounel galleg holl-vrudet, c'est là que les horreurs commencent, rak alies e vez lennet *dizoloet 'm eus e oa.... , pezh a zo estren d'ar brezhoneg. E c'heller sevel tri rumm amañ :

a) Ma 'z eo dre forzh klask, sevel taolioù arnod, ar gwellañ a zo eo : deuet on a-benn da gavout, da ziskouez, da brouiñ..., pe, simploc'h : kavet 'm eus, diskouezet 'm eus, prouet 'm eus...Dreist-holl pa vez kaoz eus skiantoù.

b) Ma 'z eo goude selaou, sellet mad, en em soñjal un tammig, e vo lavaret kentoc'h : En em rentet 'm eus kont e oa ur bern tud a ouie an dra-se.

c) Ma 'z eo dre zegouezh tamm pe damm, e vez klevet a bep sort :

Digoue'et din goût e oa ho merc'h é labourat e ti Armor-Lux (Pont 'n Abad, ca 1990)

Dichañset 'oa din gwelet e oa un oto nevez gant ar person (Bro-Dreger, unan eus ma skolidi, ca 1980)

Deuet din e oa bet da dad en Espagne e-pad ar brezel eno ( Pgt, ca 1970)

Ar peurliesañ e veneger ar mod ma eo bet kavet an nevezinti ( gwelet, klevet, lenn, etc...)

 

Setu un nebeud troioù da gemer lec'h an dizoloiñ daonet-se ; da neb a garo da implijout anezho ha da implijout re all c'hoazh.

Ur gerig evit klozañ : skouerius eo ar fazi graet en ur implijout "dizoloiñ" eus ar fazioù a c'heller ober dindan levezon ar galleg ; ma vije bet an nevez-vrezhonegerien alamantegerien pe saoznegerien a-vihannik, o dije bet en o spered daou loj disheñvel evit entdecken/abdecken pe evit discover/uncover. Siwazh, en galleg n'eus nemet ur verb : découvrir.

 

1.2. Commun = boutin ?

1.2.1. boutin.

Ar ger-se 'm eus bet klevet alies-kenañ pa oan bihan, evit traoù a oa perc'henn meur a zen warne, pe traoù a veze implijet gant meur a hini :

An hent zo da Adrien, mes ar c'hempenn zo boutin. Un hent-karr a gase d'ur park ; perc'henn e oa Adrien war an dachenn ma oa savet an hent-se, mes an holl a implije anezhañ a ranke kemer perzh er c'hempenn.

Rosalie Chann Voutin 'm eus bet anavezet gwechall e Pgt : merc'h da Chann Voutin, a oa prest da lodañ kement tra he doa, hervez ma mamm-gozh.

 

Tennet e veze an dominoioù pe ar c'hartoù evit goût piv a c'hoarife boutin : Marjan ha Bon a oa boutin : aze zo bet chikan !

An daou-se 'doa ranket digoll anezhi boutin. Evit an div skwer ziwezhañ e klot mad a-walc'h gant ar galleg solidaire, solidairement.

Boutin e oa chomet ar madoù e-pad pell : amañ e vije ar galleg indivis.

 

1.2.2. commun, evit un dra ha n'eo ket ral gwelet anezhañ, kejañ gantañ, etc...

Ne c'hell ket bezañ boutin amañ, kentoc'h kustum, boas, stank, ordinal, etc...

Les plantes communes du bord de mer, titl ul levrig, a vefe : Plant kustum/boas an aodoù.

Er c'horn-mañ eus ar barrez eo stank al lann. Ma vez lakaet boutin e-lec'h stank, se 'sinifi e c'heller ober un troc'h evit netra da voueta ar gazeg !

 

1.2.3. commun, ar c'hontrol eus cheuc'h, a-feson, a-vod...

Un denig dister he deus kavet, ha n'eo ket unan kran evel mab F....

Dilhad difeson zo ganit hiriv, 'vat !

Ma Doue, ur friko mod netra e oa, ne oa den ebet mezv !

Savet o deus un ti abepre ( diwar ar galleg à peu près)

 

Ma vez implijet boutin en degouezhioù 1.2.2. ha 1.2.3., e rank ar vrezhonegerien tremen dre ar galleg evit kompren ar frazenn ! Daoust ha naturel pe dinatur eo, deoc'h-c'hwi da varn, evidon-me e kavan mantrus pa rankan ober un droidigezh e galleg a-raok kompren ster ur frazenn.

 

1.3. Apprendre = deskiñ ?

Apprendre zo ur "ger-malizenn" ivez e galleg (mot-valise, portmanteau-word, ar portmanteau o vezañ ur valizenn bras a-walc'h da lakaat ur vantell pleget e-barzh), mes deskiñ en deus ur ster resis e brezhoneg.

1.3.1. Apprendre = deskiñ. Evit ur gentel, un dro vicher, ur ganaouenn, etc...

Desket 'm boa ma c'hatekiz goulennoù ha respoñchoù.

Desket 'm eus bet ar werz-se, mes ankounac'haet 'm eus ivez

Desket 'm boa penaos tailhañ ur wezenn

An dra-se, paotred, ho tisko / da vont da redek er c'hoajo (P. Proux)

E c'heller deskiñ meur a yezh d'ar vugale vihan. (deskiñ a dalv kelenn amañ)

 

1.3.2. Evit ur c'heloù, un nevezinti. (Tost d'an découvrir en 1.1.5.)

Aze ec'h implijer ar peurliesañ ar verb a lavar splann ar mod m'eo deuet ar c'heloù betek ennoc'h :

Klevet 'm eus e vefe adgraet ar blasenn

Lennet 'm eus war ar mortuajoù e vefe interet Job G.. warc'hoazh

Deuet betek ma divskouarn e oa merc'h B... o taremprediñ

 

Arabat implijout "deskiñ" amañ ! Ur fazi eo lavaret *desket 'm boa ar c'heloù-se araozout

 

1.4. Imaginer = ijinañ ?

Kement geriadur galleg a ro dre vras daou ster d'ar verb imaginer : da gentañ, ober ur skeudenn en e spered, da eil, krouiñ.

1.4.1. Ober, sevel ur skeudenn en e spered. Kregiñ a ran gant al lodenn-mañ peogwir eo amañ e kaver ar muiañ-tout a fazioù, ha setu frazennoù direizh am eus bet klevet pe lennet :

* Ijinañ a ran ac'hanout gant an dilhad-se

* N'on ket evit ijinañ ma amezeien gozh o kas ur skouter.

Setu tri verb (da nebeutañ) a c'hell bezañ implijet : empentiñ (pentiñ evidor an-unan) pe

impentañ, empennañ, faltaziañ. Hep ankouaat soñjal (araok) ha gwelet (eus amañ).

Empentiñ/gwelet a ran ac'hanout gant an dilhad-se... (Klask a ran sevel un daolenn deuzout dirak ma daoulagad)

N'on ket evit impentañ ma mamm-gozh o kas ur skouter.

E c'heller faltaziañ beajoù all (beajoù savet hervez ar faltazi)

 

1.4.2. Krouiñ un dra nevez, sevel ur strategiezh, ur c'hoari, ur mekanik.

Aze, ya, e c'heller implijout ijinañ.

Sell petra 'm eus ijinet evit mont buanoc'h !

 

1.4.3. An troioù-lavar galleg a vez implijet a-droc'h (= en incise) gant ar verb imaginer :

Imagine un peu, tu imagines, t'as qu'à imaginer, etc... Klevet 'm eus bet euzhadennoù, evel :

* te 'ijin, *ijin 'ta, *ijin un tammig, etc....ha lennet : *ijin 'ta, ur piano lostek zo er Skol-Veur !

N'eus ket tamm "ijin" ebet amañ, anat deoc'h ! Klevet e vez dreist-holl :

Soñj 'ta, soñj un tammig !

 

1.4.4. Ar verb galleg s'imaginer

Soñjal da, krediñ da :

An dud a soñj dezho int pinvidik a-walc'h evit prenañ otoioù cheuc'h

 

Diwallit ! Gant ar verb s'imaginer e c'heller lakaat ar renadenn en infinitif. N'eo ket posupl e brezhoneg, ret eo kaout ur verb displeget :

Les gens s'imaginent être libres

Ur fazi eo lavaret : * an dud a soñj dezho bezañ libr

Ret eo skrivañ ha lâret : an dud a soñj dezho int libr

 

1.4.5. Setu amañ un nebeud frazennoù gant ijinañ, tennet holl deus "Buhez prevez Lola P."

Klasket e vo gwellaat anezhe :

a) Biskoazh ne'm boa ijinet e oa unan bennak all en e vuhez.

b) Evel-just 'm eus gwelet se e filmoù e-leizh, met biskoazh 'vijen aet da ijinañ doujañs ar vevelien, luks ar sal...

c) Ar pezh a c'hellan ijinañ deus ho korf a blij din kalz, ha fellout a ra din labourat ganeoc'h.

d) Ijinet 'm boa un den kozh, sirius, serret e zremm.

e) Evel 'm boa ijinet, e oa dreist tout an traoù, ar gouloù koulz hag an dilhajoù.

 

1.5. Penser

N'an ket da zisplegañ amañ kement implij a zo deus soñj/soñjal, evit se e vo frouezhusoc'h levrennoù Jul Gros eget ar pezh a c'hellfen skrivañ. Memestra e pouezin war daou pe dri fazi a vez graet diwar levezon ar galleg :

1.5.1. Penser à + verb

Lennet 'm eus bet skritelloù teuk, gant *soñjit da baeañ ho skodenn, *soñjit da lazhañ ar gouloù a-raok mont kuit.

Amañ eo ar verb kaout soñj : 'm eus ket bet soñj da brennañ dorioù ar wetur ; ho pezit soñj da lazhañ ar gouloù a-raok mont kuit.

En doare-gourc'hemenn, e c'heller tremen hep an da : 'pez soñj prenañ bara a-raok dont en-dro.

Setu ur frazenn am eus lennet n'eus ket keit-all : *n'en deus ket soñjet sellet ouzh pezh 'm boa prenet. Un tamm mat gwelloc'h e vije bet : N'en deus ket bet soñj da sellet...

1.5.2. Se souvenir de, rappeler qqchose à qqun

Setu amañ peder frazenn da geñveriañ :

Deuet soñj din deus an abadenn-se, ha : degaset he doa soñj din deus an abadenn-se.

Deuet da soñj din piv en doa graet an taol, degaset he doa da soñj din piv en doa graet an taol. (gerioù goulennata zo en div ziwezhañ)

1.5.3. Ar memes framm en galleg, daou framm disheñvel e brezhoneg :

Lavaret e vez e galleg :

Je me rappelle avoir fermé la porte, ha : je pensais avoir fermé la porte.

Ur fazi a vez lennet muioc'h mui bremañ eo implij an anv-verb bep gwech :

Soñj 'm eus bezañ serret an nor zo reizh, mes sius eo ar framm : *soñjal a ra din bezañ serret an nor. Ret eo lavaret : Soñjal a ra din em eus serret an nor, gant ar verb serriñ displeget er gour kentañ.

Ar reolenn zo gwir evit kavout da, soñjal da, krediñ da. Marteze emañ da dostaat ouzh ar pleg en deus ar brezhoneg da bouezañ war ar gour : keñveriañ avoir les mains dans les poches, deus un tu, ha kaout e zaouarn en e c'hodelloù.

 

 

 

 

lirelasuite-1

 

>> Dihellou / Devezh-studi 2011

 

 

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.