Diwar-benn an devezh-studi

Diwar-benn an devezh-studi

A-benn nebeut e vo pourvezet.

Er penn kentañ e raemp daou zevezh-stummañ, ar sadornvezh hag ar sulvezh. Er bloavezh 1985 e oa bet graet evit ar wech kentañ ha goude e veze graet bep bloaz nemet e-pad ma veze labouret da sevel Geriadur hollvrezhoneg kentañ An Here : kalz eus hon c’henlabourerien a oa dalc’het gant al labour-se ; ar bloavezhioù 1989-1994 ne oa bet graet eta staj stummañ ebet ganeomp. A-hend-all ez eus bet graet ingal bep bloaz, nemet ur bloavezh, e 2008, m’hon oa ranket nulañ ar staj. Hag a-ziwar neuze ne voe aozet nemet stajoù un devezh.

Er bloavezhioù 1980, e oa tud e KEAV hag a rae enklaskoù war tachenn pe dachenn. Soñjet oa bet ganeomp e vije mat d’ar re-se displegañ ar ouiziegezh o doa bet evel-se d’an izili all e KEAV… Hag a-hend-all, kelennerien zo e KEAV a rae gant doareoù, teknikoù kelenn nevez. Mat e vije bet dezhe ivez displegañ d’ar re all penaos e raent… Evel-se oa bet savet ar stajoù kentañ. Un den a oa tro-ha-tro, prezegenner pe stummer ha stajiad…Abalamour da se e raemp « staj emstummañ » diouzh ar stajoù-se…

Adal ar bloavezh kentañ, er staj e veze hiniennoù na oant ket da vat izili e KEAV... Ha tamm-ha-tamm e oa muioc’h-mui a dud…
Met oc’h ober se e komprenjomp daou dra : da gentañ, pep tra a oa da c’houzout war ar brezhoneg na oa ket bet displeget el levrioù deskiñ  nag er « yezhadurioù elfennel* », pep tra ne oa ket bet laket splann e Yezhadur Bras Kervella zoken… Ha d’an eil, ezhomm ha c’hoant a oa d’anaout a-bep seurt pedagogiezh…
Setu, a-ziwar ar soñj-se ez eus bet aozet devezhioù stummañ KEAV a vez graet devezh-studi dioutañ ivez bremañ…
*elfennel = eeun (élémentaire)

Kelennerion KEAV evel-just, ar re-se a vez profet dezhe an devezh stummadur. Met kelennerion eus a bep lec'h, hag an holl re a zo tomm ouzh ar brezhoneg, a c’hall heuliañ devezh-studi KEAV… An holl zivizoù a vez e brezhoneg, dav eo eta d’an dud a gemer perzh kaout ul live brezhoneg dereat memestra anez chom hep kompren kalz a dra.

Peurliesañ e klaskomp lakat an hanter eus an amzer da studi ar brezhoneg hag an hanter all d’ar bedagogiezh… Met n’eo ket ur reolenn dir, a-wechoù e vez studiet ar brezhoneg e-pad an div hanterenn…

Dibab danvez ha dibab ar brezegennourien a zo evel an daou du eus ar memes pezh…
A-wechoù hon eus c’hoant da selaou displegadennoù war ur poent yezh resis abalamour d’ur goulenn bennak a vije bet graet ouzhomp e-pad ar staj-hañv pe abalamour  ma’z eus unan ac’hanomp hag a vefe plijet ma vefe sklaeraet e anaoudegezh war ar poent-mañ poent. Evit an displegadennoù pedagogiezh, e tibabomp doareoù nevez, teknikoù nevez o devez brud vat. Ha diwar neuze e klaskomp ar brezegennourien a c’hallfe bastañ d’an ezhommoù-se…
A-wechoù e c’hoarvez ar c’hontrel-fed : c’hoant hon eus da bediñ un den barrek pe gouiziek a anavezomp hag e klaskomp ar c’hrefen a c’hallfe plediñ gante.

Dre vras e vez degemeret an dud adalek 9 eur hanter gant ur banne kafe hag e krog ar c'hentañ displegadenn da 10 eur hag echuet e vez etre kreisteiz ha kreisteiz hanter : ar pred a vez da greisteiz hanter. Adkroget vez gant an eil prantad da ziv eur betek 4eur pe 4 eur hanter. Diouzh c’hoant ar brezegennerien pe ar stajidi e vez un troc’h e-kerz ar prezegennoù. Klasket e vez ober un tamm bilañs a-raok mont kuit, met se a zo diouzh an amzer : pa vez seblant skorn pe riell ez echuomp abretoc'h.

Abaoe un toullad bloavezhioù e vezomp degemeret e Kreizenn an Amzer Nevez e Plañvour  e Bro Wened (er Morbihan), ur barrez stok ouzh An Oriant. Ar rener a zo ur brezhoneger anezhañ hag ur stourmer. Un degemer mat a vez graet deomp. Ur pred a vez fardet deomp er greizenn da greisteiz, priz ar pred a zo e-barzh priz an devezh-studi.

E Bro-Wened emañ Plañvour, er Morbihan, stok ouzh An Oriant eo, er c’hornôg d’An Oriant emañ. E galleg e vez skrivet « Ploemeur » ha se a vez skrivet war ar c’hartennoù-hent gallek.

Ya, hag e vez ! Ur sal debriñ, ur gegin, hag ur c'heginer a zo er greizenn ; fardet e vo ar boued war al lec'h. Priz ar pred a zo e-barzh priz an devezh-studi.

Priz an devezh a vez merket bep bloaz war ar folenn-brudañ a vez war baper hag a vez war al lec’hienn ivez.
Priz ar pred a zo e-barzh priz an devezh-studi. Ar priz-se a dalvez evit ar pred, feurm ar sal hag ar frejoù pedagogel.

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.