Diwar-benn ar staj

Diwar-benn ar staj

http://www.geobreizh.com/breizh/fra/villes-fiche.asp?insee_ville=29026
E departamant Penn-ar-Bed emañ Kêr-Gastellin, tregont kilometr eus Kemper war lez an hent-tizh Kemper-Brest, pemp kilometr ha hanter-kant diouzh Brest. Ur gar a zo e Kastellin ha gant an treñ a c’haller dont da Gastellin…


Ur vro gaer eo Bro Kastellin a-hend-all. War vord ar ster Aon ema Kêr-Gastellin (ar ster-Aon hag a zo war un dro lodenn diwezhañ ar ganol anvet « ar ganol eus an Naoned da Vrest »), brav eo pourmen war  lez ar ster-se. Un iliz kozh adkempennet brav ha dismantroù ar c’hastell  a c’haller gweladenniñ.


Brud en doa bet Kastellin a-drugarez d’ar Ster Aon (pe d’ar ganol) da gentañ eveljust... Brud en doa ivez abalamour d’ar redadegoù-beloioù a veze aozet e Kastellin war un droiad a-zoare gant ar c’hra brudet, « Stang-ar-garront ». Jos Le Doare, un embanner kartennoù-post brudet a oa eus Kastellin, e stal a zo c’hoazh e Kastellin…


E Bro-Gerne ema Kastellin, e-kreiz ar vro vrezhoneger. Ur brezhoneg ha n'eo ket re ziaes da gompren gant an deskarded hag a glever c'hoazh e kêr da zeiz ar marc'had (d’ar yaou, a-hed ar c'haeoù, an deiz-se e vez mizer gant ar re a vez gant o c'hirri, gwell bout war droad ! ). Un toullad brezhonegerien a-vihanik eus ar vro a anavezomp ha laouen e vint da zegemer ac’hanoc’h da vrezhonegañ…

Gwir eo dav eo respont d’ar goulenn-se. Ne c’hall ket un den ne oar tamm brezhoneg ebet bezañ e staj KEAV : er staj e vez ar vuhez e brezhoneg penn-da-benn, ne vez implijet nag ar galleg na yezh all ebet estreget ar yezhoù keltiek all (rak n’int sellet evel estren ganeomp, evel kindirvi kentoc’h !).


Met ne vez ket goulennet digant an nevez stajidi gouzout kaozeal da vat a-raok dont, (roll ar staj a zo just a-walc’h sikour ar stajidi da gaozeal brezhoneg) met bezañ desket trawalc’h a draoù evit, a-drugarez d’ar staj, gallet en em lakat da gomz. En ur mod all, ma ho peus graet nemet ur bloavezh kentelioù-noz, unan bep sizhun ha diwar-skañv da lavaret eo hep labourat start etre ar c’hentelioù, neuze, ar staj a vefe start-tre deoc’h… Dav bezañ graet, d’an nebeutañ, ur bloavezh kentelioù-noz o labourat da vat, pe neuze daou vloavezh ha gant un tamm labour memestra !

Ar c’hentañ tra : ar vuhez er staj a zo e brezhoneg penn-da-benn : n’eo ket aezet kaout un degouezh evel-se ma c’haller komz brezhoneg e pep degouezh. Brezhonegerien ampart all a zo ivez hag traoù a c’haller deskiñ gante… Obererezhioù a bep seurt a vez : kaozeadennoù, pourmenadennoù ha c’hoarioù e-kerz an devezh, beilhadegoù en oaled ! Gwir eo, un dra a zo kajus evit lod : da un eur noz e serr an oaled !…


Kentelioù uhel mat a zo er c’hamp. Er c’hentelioù brezhoneg, er c’hentelioù war ar brezhoneg « diouzh ho live » evel e vez lavaret er follennoù brudañ, ez eus ul live uhel a vo diouzh ho krad. Bez ez eus ouzhpenn-se ar rummadoù war un tem resis a vez studiet e brezhoneg : sellit ouzh ar program, sur e kavoc’h un dra hag a blijo deoc’h…

255 € ar sizhunvezh (frejoù pedagogel, boued ha lojeiz, pep tra a zo er priz-se) met bez ez eus prizioù a-ziforc'h evit ar studierion, an dud dilabour (220 €) hag ar re a c'hall bezañ skoazellet mod pe vod (sellit ouzh ar rubrikenn « Petra vo graet gant KEAv e-pad ar staj ? » war al lec'hienn). Rankout a rit paeañ an hanter pa’n em enskrivit evit ar staj, an hanter all a baeoc’h pa voc’h e Kastellin, el lise.
Evit ar vugale, ar priz eo an hanter eus ar priz a vez paeet gant o zud.

A bep seurt doareoù da gaout sikour arc'hant a zo. Ne vez ket heñvel bep bloaz, merket e vo er program war al lec’hienn, diouzh ar pezh a vo ar bloaz-mañ.


Met gallout a reer menegiñ ez eus un niverenn stummadur dibaouez gant KEAV. Ar stajidi a c’hall goulenn a vefe paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Bezañ stummet a-hed e vuhez  a zo unan eus gwirioù an den (DIF e galleg).


Graet vez un distaol d'an danvez kelennerien, d'ar gelennerien pe d’ar skolaerien ha d'an Atsemoù. Skivit deomp hag e vo kaset  deoc'h ar paperioù a ranker da leuniañ.

Gant ho pugale e c’hallit bezañ e staj KEAV eveljust. Ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 14 vloaz a vez aozet obererezhioù evite (sellit ouzh ar respont d’ar goulenn 7). Ne vez aozet netra avat evit ar vugale yaouankoc’h eget 6 vloaz… An dud a zo en degouezh-se a c’hall dont gante ivez, met ne vo ket aezet dezhe…

Bep bloaz e teu bugale da GEAV hag a-viskoazh ez eo bet a-bouez kaout bugale er staj, ur plas brav a vez graet dezhe eta. Gant o zud e rankont bezañ avat. Ne zegemeromp ket ar vugale a zo o-unan hep o zud. Degemeret e vez ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 14 vloaz en ur « ALSH » (Accueil Loisirs Sans Hébergement e galleg). Ne vez ket degemeret ar vugale yaouankoc’h eget 6 vloaz (ar reolennoù degemer a zo disheñvel). Digor eo an "ALSH" etre 9e ha 5e evit an obererezhioù gant un diwallerezh adalek 8e30 ha betek 5e 30 d'an noz. Evit pred kreisteiz e chom ar vugale dindan kiriegezh ar "greizenn" evit ma yafent war-raok gant ar brezhoneg ouzh taol ha krouiñ ur spered a-stroll etre ar vugale, hag etre ar vonitourien hag ar vugale.Da goan e c'hall ar vugale bezañ gant o zud ha lakaat ar pezh o deus desket e pleustr.


Ur skipailh monitourien a ra war-dro ar vugale pa vez o zud er c’hentelioù betek 5 eur-5 eur hanter. Ar vugale a vez dindan kiriegezh o zud eta etre 5e30 d'enderv ha 8e30 mintin.

A-bep seurt obererezhioù a vez graet, diouzh oad ar vugale, diouzh an amzer hag ar mare en devezh. Ar re vrasañ (10/14 vloaz)a vez kinniget dezhe ober anaoudegezh gant an tro-war-droioù, a-wechoù war varc'h-houarn. Kousket a reont neuze dindan teltennoù e-pad div pe deir nozvezh. Pep tra e brezhoneg eveljust. Ur program a vez embannet ganeomp war hon lec'hienn, kaset e vo deoc'h ar pezh a zo ret evit ma c'hallfoc'h lakaat anv ho pugale ha bezañ reizh e-keñver ar surentez hag al lezenn. Ouzhpenn se,  lod ac’hanoc’h a c'hallo kaout ur skoazell arc'hant.

Ar re a zibab kentelioù diouzh o live (ne komzomp ket eus ar rummadoù tematik) a vez lakaet diaes gant se : n'eus ket kentelioù kador e kamp KEAV ha se abaoe pell. Strolladoù bihan a-walc'h a zo, daou gelenner e pep rummad d'an nebeutañ, gante doareoù kelenn modern. Lakaat a reomp ar pouez war ar c'homz, implijet vez c’hoarioù-kelenn evit reiñ tro d'ar stajidi da labourat, en o unan, pe daou ha daou pe c'hoazh a strolladigoù.

E lise Labour Douar ar ster Aon, e Kastellin, e-lec’h ma vez ar staj : ur savadur bras, modern, setu ar chomlec'h resis e gallek

Lycée Agricole et Horticole de L'Aulne
Rocade Park Bihan, 29150 CHÂTEAULIN


Bez ez eus ivez un dachenn gampiñ en tu all d'an hent, just dirak al lise. Ma fell deoc’h kousket dindan deltenn, e vo deoc'h c'hwi avat  da welet an traoù gante, n'eus emglev ebet etre int ha ni.

Ur skol-lojañ eo al lise, e kambreier al liseidi e voc’h lojet : kambreier 4-5 den, gant ur burev hag un armel  evit pep hini (n'eus doug-dilhad ebet en armelioù avat). Ar privezioù hag ar salioù-dour a zo e penn an trepas, met n’emaint ket pell eus ar c'hambreier.

Gant ur sac'h kousket eo an aezetañ ; met ul liñsel a rankit degas   ivez : war matarasennoù ar gweleoù ez eus goloennoù, met ne c'haller ket kousket war eeun warne. Ul liñsel a-zindan a ranker kaout. Mod all, ma n’eus sac’h kousket ebet ganeoc’h, e rankoc’h degas 2 liñsel hag ur pallenn e-lec'h ar sac'h kousket. Ha sac’h-kousket pe get, gant ur goubenner e vo aezetoc’h deoc’h.


Ul lamp-godell a vo mat deoc’h kaout ganeoc’h evit chom hep dihun an holl er gambr ma'z eo ret deoc'h sevel diouzh an noz. Stoufoù skouarn a c'hallo servij deoc’h ivez kenkas hag e vefe unan bennak o roc'hal re greñv e-barzh ho kambr ...

En ur self e vez servijet ar predoù evel ma vez graet a-hed ar bloaz. War al lec’h e vez fardet ar boued gant ur c'heginer a-vicher. Goulenn predoù vejetarian a c’haller ober, met dav e vo deoc'h lakaat se sklaer war ar folenn enskrivañ, ma c'hallimp reiñ da c’houzout d’ar c’heginour pet pred vejetarianed e ranko fardañ. Ar re a rank kaout boued hep glutenn zo ret dezhe lâret dimp en a-raok ivez.

Setu dre vras an implij amzer (chenchamantoù a vez deizioù zo..) : an dijuni a vez etre 8 eur ha 9 eur nemet kart. Ar c’hentelioù a vez eus 9 eur betek kreisteiz (gant un troc’h e kreiz ar mintinvezh). En endervezh e vez kentelioù deus div eur betek pemp eur, gant un troc’h e kreiz ivez. Koan e vez da 7 eur hanter.Obererezhioù a vez kinniget e-maez ar c’hentelioù, beilhadegoù a vez ordin diouzh an noz e oaled ar c’hamp.


Un implij amzer resisoc’h a vo roet deoc’h e penn kentañ ar staj…

Dleet eo deoc’h leuniañ aketus ar follenn enskrivañ mar plij ! Diwar ar follennoù-se e savomp ar strolladoù. Arabat leuniañ-se diwar skañv !

Leuniañ ar goulennoù war ho parregezh gant aked, hep fougeal nag en em ziskouez re uvel, leugnit anezhe en un doare naturel.

M’ hoc’h eus tremenet un test-arnodenn evel an DBY pe an testoù ar portofolio (A1 ; A2 ; B1…) e c’hallit respont el linenn espres evit-se. Goulenn a reomp diganeoc’h respont d’ar goulennoù all ivez : servij a ra deomp da geñveriañ gant ar re n’o deus ket tremenet ar memes test-arnodenn ha c’hwi.

Pe e vefec’h en ur strollad-yezh da studiañ brezhoneg pe en ur rummad da studiañ un danvez bennak, e rankit digas ar pezh a vez degaset da vont e forzh peseurt skol, anez disoñjal paper ha peadra da skrivañ ! Ur geriadur hag ur yezhadur a zo mat deoc’h kaout ivez, hag a rankit degas eta.


Evit ar re a zo en ur rummad bennak, e rankit ouzhpenn neuze sellet pizh ouzh program ho rummad da c’houzout petra a ispisial a vez goulennet diganeoc’h degas …


Ar WiFi e c'haller ober gantañ, e lec'hioù zo er savadur, pas er c'hambroù avat. Roet e vez deoc'h ar c'hod e deroù ar staj.

Evit an diduamantoù, digasit kement tra a blij deoc’h !… Ar re a oar seniñ ur benveg bennak, degasit anezhañ eveljust. Ar re a oar kanañ brav, na zisoñjit ket degas o mouezh. A-hend-all e c’hallit degas filmoù, peadra da c’hoari : kartoù, boulloù, paledoù…


Na zisoñjit ket degas dilhad-glav. Ne ra ket glav alies e Kastellin, met ne ouezer morse ! Ar re a zeu gant ur c’harr-tan a c’hall degas botchoù (heuzioù) zoken. Ne vez ket a zour-beuz e Kastellin e miz Gouerev, met pourmenadennoù a vez gwech ha gwech all war ar maez ha pa ra glav, kaout botchoù a c’hall rentañ servij…


Degasit ivez dilhad sport, botoù kerzhet, dilhad kouronkañ (ur poull a zo stok ouzh ar skol hag ar mor n'emañ ket pell)

Gant ur c’harr-tan evit an hini en deus unan eveljust ! Henchoù brav a gas da Gastellin…


Kenweturañ a c'hallit ober a-hend-all. Dont a ra kalz tud gant o c'harr, alies e vez plas gante, evit ur brezhoneger dreist-holl !


Gant an tren e c'haller dont ivez. lavarit deomp da bet an eur en em gavoc’h, unan bennak ac’hanomp a yelo d'ho kerc’hat . Gallout a reer mont war droad eus ar gar d'al lise, evit unan a zo kustum da gerzhet, n’eo ket ken pell se, (20 munutenn sañset, sellit ouzh ar brastres), met gant malizennoù pe evit unan ha n’eo ket kustum, ez eo hir a-walc'h memestra ! -.

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.