Ken... nemet (displegadenn)

Plañvour  - 15/03/2014 - Yann Fulub DUPUY


QUE ET PAS QUE

 

1/- Talvoudegezh ‘nemet’:

•    En ur frazenn er stumm ya: War-bouez / estreget
Breizh zo mor tro-dro dezhi nemet diouzh un tu.
Labourat a ra bemdez nemet da Sul.
Piv a anavez an dra-se nemet tud ar vro?

•    En ur frazenn er stumm ya, en e stumm displeget da-heul un anv-kadarn strizh: n’eus hini all ebet par dezhañ
Da vab nemetañ zo amañ.
Emañ o terc’hel ostaleri nemeti ar bourk.
An hini nemetañ a anavezan.

•    En ur frazenn er stumm ya, e talv d’ober lammadennoù ivez :
Peder eur nemet ugent eo.
Pemp nemet tri zo par da zaou. (jed.)

•    En ur frazenn er stumm nac’h ez a ‘nemet’ da ober un droienn a dalvez da verkañ ur strishadur, un disteraadenn.
Ne gomzan galleg nemet ouzh ma c’hazh.
Ne eve nemet dour.
N’eo nemet tri bloaz.
Ne c’hallot loc’hañ nemet pa roin an aotre.
Ne ra nemet leñvañ.
Honnezh eo an droienn a vo anv anezhi adal vremañ.

 

2/- Il n’y a que :

An droienn orin, a c’hallfe bezañ bet homañ:
N’eus ken nemet.

Hag a vez implijet stank
Ma n’eus ken nemet an dra-se!

Ken zo ur raganv amstrizh hag a dalvez kement ha ‘netra all, den ebet all’. Setu ma c’hall bezañ lakaet war zispleg evel-henn:
N’eus netra/den, war-bouez an dra-se/den-se.

Kevatal eo gant ar galleg: ‘il n’y a que’. Padal, teurel pled a ranker n’eus netra en droienn-se a dalvezfe «que». Da vezañ troet e vefe kentoc’h gant «il n’y a rien/personne… sauf».
Splann eo kement-se pa weler eo digemm stumm ar verb bezañ pe e vefe strizh pe e vefe amstrizh ar bomm da-heul ‘nemet’ er frazennoù-mañ:
N’eus ken nemet dour da evañ.
N’eus ken nemet Yann da zont.
‘Ken’ eo rener ar verb, anat.

Diwar an dra-se ez eus meur a adstumm.

•    Da gentañ ar verrdro ‘n’eus nemet’. Lamet eo ‘ken’ dre verrdro met chom a ra en un doare amzispleg er frazenn:
N’eus nemet dour, n’eus nemet Yann da zont ken.
Ur rener amstrizh amzispleg zo er frazenn. Hag ar verrdro-se zo er yezh a bell zo (S.O. geriadur istorel ar bzg, pennad ‘nemet’)

•    Da eil e klever ivez er yezh komzet frazennoù ma’z eus erlec’hiet ouzh ‘ken’ (pe ouzhpennet dezhañ) ur raganv displegusoc’h da gompren ha kevatal :
N’eus mann ebet/netra nemet se.
N’eus den nemetañ.
Ar bugel-se ne ra ken tra nemet gouelañ.

Treuzkomprenet eo bet an droienn gant kalzik a dud dre pegañ tiketennoù brezhonek ouzh meiziadoù gallek.

E-lec’h derc’hel soñj e vez implijet ‘Ne… (ken) nemet’ en degouezhioù ma vez lâret e galleg ‘Il n’y a que’ ez eus bet kredet e talvez kement hag ‘Il n’y a que’ rik-ha-rik. Ar pezh zo gaou.

Alese ez eus deuet fazioù:
•    Disoñjal ober gant ar stumm nac’h bewech ma vez implijet ‘nemet’ evit ur strishadur:
*labourat a ra nemet da verc’her ha da yaou.
•    Implijout ‘nemet’ evit ‘seulement’ e-lec’h ober gant ‘hepken’.
*‘nemet e Breizh’?

 A zo reizh drezañ e-unan met ket gant ar mennozh lâret ‘e Breizh hepken’ avat. Rak a-benn neuze e lârer ‘sauf en Bretagne’ gant ar c’hoant ezteurel ‘seulement en Bretagne’. E berr e lârer ‘du’ pa soñjer ‘gwenn’.

(s.o. pennad Y. Gerven e «YA»)).


    3/- Il n’y a pas que:

Ar fazi gwashañ deuet diwar an treuzkompren-se eo bet ijinañ
* ‘Neus KET nemet’
evit treiñ ‘il n’y a pas que’. Amzere eo diwar an abegoù-mañ:
•    Gwall luziet e vefe ar ster.
•    Lakaat ‘ket’ en un nac’hadenn ouzhpenn d’ur ger nac’hañ all (EBET, NETRA, BISKOAZH, NEBLEC’H…) a vez graet er yezh komzet gant ar pep brasañ eus an dud ha ne dalv morse ar c’hontrol eus ar frazenn hep ar ger ‘ket’ enni: ‘n’eus netra’ = ‘n’eus ket netra’, ‘n’eus den ebet’ = ‘n’eus ket den ebet’. Perak bennak e vefe kont disheñvel dirak ‘nemet’?
•    Ha dreist-holl ez eus un abeg a denn d’an distagadur. Ar ger ‘KET’ a vez distaget ‘[KE] pa vez ur gensonenn d’e heul. N’eus tu ebet a-benn neuze da zispartiañ an droienn ‘ket nemet’, ma lakaer e vefe anezhi, diouzh ‘ken nemet’. Pa glever: [n’eus ke’met, n’eus kim ….] eo dalc’hmat evit lâret ‘il n’y a que’. Er pennadig ditouret din gant Stefan Moal «E bro Yvonne - Eñvoriou eur beizantez a Vro-Leon - Emgleo Breiz» e lenner "Mez n’ez eus ket nemed an ene hag a ya d’ar Baradoz! Hag hennez, an ene-ze, peogwir e-neus meritet mond d’ar Baradoz, ne ra ket nemed pignad, pignad, ne ziskenno ket jamez en-dro, ken skañv ha ma’z eo !"». Anat eo he deus mennet lârout ‘il n’y a que’ er pennad-se. ‘Ket’ pe ‘ken’ zo e-barzh an afer amañ? Dre benaos er gouzout? Dibosubl eo. Un afer treuzskrivañ eo. Dre ma son heñvel ‘ket’ ha ‘ken’ ne ouier ket penaos er skrivañ. Pe ez eo ar verrdro ‘ne… nemet’ bet ouzhpennet enni ‘ket’ er yezh komzet evel ma reer tost bepred er frazennoù nac’h pe ez eo an droienn glok «ken… nemet». Ne vern ket kalz e gwirionez pa ne c’hall tavezout nemet un dra. ‘Il n’y a que’.


NEUZE, PENAOS E C’HALLFE BEZAÑ, E YEZH PE YEZH, E SONFE HEÑVEL OUZH AR SKOUARN DIV DROIENN HAG A DALVEZFE AN EIL AR C’HONTROL EUS EBEN?


N’eo ket bet lezet da gouezhañ war an douar ganeoc’h, emichañs, penaos ar re ar ra gant an droienn *‘ne ran KET nemet’ da bemdez evit lâret ‘je ne fais pas que’ a rank reiñ da glevet fraezh an ‘T’ e dibenn ar ger «ket» hag a zlefe bezañ bouzaret diouzh reizh kuit da vezañ treuzkomprenet. Iskisat tra RANKOUT c’hwitañ war an distagañ evit bezañ intentet!
    
    4/. Il n’y a pas que:

    Implij estreget pe ouzhpenn

    Ouzhpenn an eneberezh ster emañ an hini stumm ya/stumm nac’h, ar pezh zo reizhpoell.

Estregedout a garan Ne garan nemedout
Estregetañ a soñj an dra-se  N’eus nemetañ a soñj an dra-se
Madoù all zo estreget an arc’hant N’eus mad ebet nemet an arc’hant.
Bez ez eus ouzhpenn komz d’ober N’eus nemet komz d’ober
Ouzhpenn hennezh zo bet du-mañ N’eus nemetañ a zo bet du-mañ
(n’eus bet den nemetañ du-mañ)
Ouzhpenn eno e c’haller kavout labour Ne c’haller kavout labour nemet eno

    
Stumm rannyezhel : estroc’h evit, ouzhpenn evidon….
  

 

 

 

 

lirelasuite-1

 

>> Dihellou / Devezh-studi 2014

 

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.