2- Niveroù disheñvel en div yezh

Ar fazioù a deu alies diwar daou rumm na vezont ket kavet e galleg, an hollder hag ar strollder, mes ivez diwar implijoù disheñvel a vez graet deus al liester ha deus an unander en div yezh :

2.1. Liester e galleg, anv unan (hollek) e brezhoneg.

Implijet e vez ar peurliesañ al liester evit ar gerioù : des rentes, des renseignements, des dettes, des gains, des regrets, des remords, etc... E brezhoneg ec'h implijer an unander peogwir int anoioù hollek :

Leve, titour, dle(gle), gounid, keuz, morc'hed.

Ha pa vefe stag ho revr e kement ti-koñvers a zo, e vo ret lâret : graet 'm eus dle/gle e pep ti, ha n'eo ket *dleoù.

 

2.2. Pesort perzh o deus an anoioù hollek ?

Setu ar pezh a skriv F. Kervella : Anavezet e vezont dre ma ne c'heller ket peurvuiañ lakaat ouzh o heul ar ger-mell amstrizh, an niveroù pegementiñ pe gerioù evel meur a, bennak, ebet. ( F.K., § 335). Resisaat a ra (F.K., §304) : Anavezet e vezont dre ma ne c'heller ket lakaat ar ger-mell amstrizh dirazo nag ebet war o lerc'h.

E c'heller lenn ivez ar rakskrid pajenn 1.

 

2.2.1 Fazioù gant ebet.

F. Kervella adarre (§487) : Ebet ne c'hell bezañ lakaet nemet gant un anv unan, ha gwech ebet gant un anv lies pe hollek (Lakaat ebet da heul ur seurt anv a zo unan eus ar fazioù a vez graet an aliesañ gant an deskidi)

Setu ne c'heller ket lavaret :

* 'Peus ket bet dour ebet da evañ ?

*'Ne chom ket bara ebet en ti ?

ha ret eo lâret : 'Peus ket bet banne dour ebet da evañ ? (takenn, berad, lomm, etc...) . Ne chom ket tamm bara ebet en ti ?

 

2.2.2. Fazioù gant bennak : Setu ar pezh a skriv F.K., § 472 :

Ne c'hell bennak bezañ lakaet nemet war-lerc'h un anv gant ar ger-mell amstrizh dirazañ. Ne c'hellor ket e lakaat

- war-lerc'h un anv lies

- war-lerc'h un an a dalvoudegezh hollek.

Mar bez c'hoant lakaat bennak da heul ur ger unan oc'h envel un dra diniverus e vo ret mat lakaat gerioù evel tamm, banne... dirazañ : un tamm geot bennak, ur banne dour bennak.

Lennet 'm eus e Buhez Prevez Lola P. : *ur fotoioù bennak, *ur blevennoù bennak.

Da reizhañ evelhenn : ur foto bennak (=un nebeud fotoioù) hag : ur vlevenn bennak (=un nebeudig blev = un tamm blev bennak). Arabat implijout stank-ha-stank al liester a verk un nebeudig unanennoù, ar stumm-se a vez kavet evit un nebeud anoioù hepken : fazi, fazioù, > faziennoù = un nebeud fazioù amañ hag ahont, lec'h, lec'hioù, lec'hiennoù. Delc'her soñj eus ar frazenn : e penn kentañ ar bloavezhioù pevar-ugent e oa bet bloavezhiennoù yen (3 pe 4 ).

 

2.3. Unander e galleg, liester e bzg :

Lennet 'm boa ur wech war ur gazetenn, diwar-benn porzhioù-mor Kerne : * Draeneg, garlizenn, boultouz, yar-vor, levneg, merlank, azenn-mor, glazenn, rouzenn, meilh ruz, pesket fresk holl bet tapet ... evel ma vez lavaret e galleg : du chinchard, de la sole, de la lotte, du Saint-Pierre, du lieu etc....E brezhoneg e vez implijet dalc'hmat al liester : Paket ez eus bet braoged, brilli, levneged.

Hag an diviz kustum 'm eus bet klevet bep eil devezh, ma n'eo ket aliesoc'h :

- Petra 'vo da goan ?

- Pesked.

- Pesort pesked ?

Hag hervez an degouezh, e oa : malkoned, gwrac'hed bihan, un tamm silienn, un touilh...

Mes respont : - *pesk, evel ma vez lavaret du poisson, zo ur fazi.

Un tammig eo ar memes tra evit ar sortoù kig ; e galleg e vo lavaret : on mange du veau, du porc, du mouton...,e brezhoneg e ranker implijout ar ger kig :

- Petra 'vo da greisteiz ?

- Kig leue, kig moc'h, kig deñved, kig bevin, kig kezeg, kig yer...

 

 

 

 

lirelasuite-1

 

>> Dihellou / Devezh-studi 2011

 

 

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.