5) Notennoù :

a) Hervez ar bomm lavar, e c'hell cheñch an taol-mouezh :
evit an dud : pouezmouezh war -vit ha dud ; evit daou zen :  pouezmouezh war daou
sañset en doa klevet : pouezmouezh war sañ- ha kle- ; sañset e oa bet klevet  : pouezmouezh war sañ-, oa ha kle-
 Ma sac'h 'm eus kavet : pouezmouezh war sac'h ha ka-.
 ar bleiz en deus o c'havet hag en deus o zaget (Gousperoù ar Raned, gant Yann Poens pe François Morvan) Pouezmouezh war bleiz, deus, c'ha-, hag, deus, za-.

b) Er rannbennad 4) em eus kinniget peder frazenn ma oa dispartiet ar verb-skoazell diouzh ar rener : a) fr.a) ; b) dibab kentañ, fr. a) ; b) eil dibab, fr. b) ; c) fr. b). Bep gwech em eus diskouezet ne vezont ket klevet e brezhoneg komzet, ha koulskoude eo skwerius ar framm-se eus ar brezhoneg beleg, da skwer : Deuet eo ar soñj eus ar pennad-se din p'en deus ar pab Benead XVI disklêriet e tileze e garg evit en em reiñ d'ar bedenn... (Ya 403, skrivet gant Job an Irien, beleg)
Ar peurliesañ, ha gant ar veleien zoken, e veze implijet ar framm-se evit komz eus Doue, Jezuz-Krist, tud veur ar Bibl, diwar ar gador, war un ton gouestad ha meurdezus, setu e c'heller degemer anezhañ ivez evit ar pab, moarvat. Mes arabat implijout anezhañ e brezhoneg komzet !

c) En diavaez eus ar skwerioù am eus roet amañ uheloc'h e vez kavet euzhus atav peder pe bemp silabenn hep pouezmouezh a-renk : ton ar galleg eo, tra ken. Mad e vefe d'ar baotred a vez gwelet war an tele ober un tamm striv evit lakaat an taol-mouezh reizh en o frazennoù brezhoneg, ha neket un taol-mouezh estren !

 

Yann Gerven
9 II 2013

 

>> Dihellou / Devezh-studi 2013

 

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.