-keav-Sant-AlarAr pennad-mañ a oa bet skrivet gant Ivon ar Gag da-geñver 50vet deiz-ha-bloaz KEAV e 1997. D’an 19 a viz Gouere 1997 e oa bet un devezh gouel e Skaer (Bro-Gerne) evit lidañ an 50vet ar skol-hañv : prezegennoù ha diviz diouzh ar mintin diwar-benn istor, plas hag amzer da zont KEAV, un abadenn kan ha sonerezh diouzh an abardaez, c’hoariva ha fest-noz goude koan.

Fellout a rae deomp, en devezh-gouel-se, ober enor da ziazezerion KEAV ha d’an holl re o deus skoazellet da reiñ buhez dezhañ, en em gavout gante en un devezh a levenez evit lidañ a-gevret hor c’henlabour. Un digarez e oa, war-un-dro, da startaat hon darempredoù gant ar broioù keltiek all, gant Bro-Gembre dreist-holl. Mechañs hon doa gellet ivez reiñ d’anaout muioc’h hor c’hevredigezh, Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion, hag he labour.

Diamzeriet n'eo ket, klok avat n'eo ket peogwir e chom a-sav gant ar bloavezh 1997, hag un nebeut resisadurioù a vefe da lakaat ouzhpenn. Fellout a rae deomp, daoust da se, reiñ tro deoc'h da lenn ar pennad-se savet gant Ivon evel ma oa bet skrivet (war-bouez un toullad reizhadennoù) hag embannet e-barzh niverenn 304 Al Liamm.

 

 

GOUEL 50VET DEIZ-HA-BLOAZ KEAV

50 BLOAVEZH A STOURM

 

Niverus a-walc’h eo ar stajoù brezhoneg met daoust da se e ra berzh, er mare-mañ, skol-hañv Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion.


Bep bloaz, e-kerzh an hañv, e vez aozet, ha div sizhun e pad. E-pad pep sizhun e vez 80-90 a stajidi, tud deuet d’an oad, 20-30 a vugale hag un ugent bennak a gelennerion hag a vonitourion. Ha brezhoneg gant an holl dud-se e-pad ar c’hamp – ha brezhoneg hepken ! Evit ar gampidi zo brezhonegerion dija ez eo ur blijadur. Evit ar re all, an deskarded, e ro dezho an dro hag an tu da vevañ ur “gouronkadenn-yezh” a zo diaes da gaout e lec’h all bremañ. Evite, kaozeal brezhoneg hepken zo ur gaer a zial.

Ha koulskoude eo kozh a-walc’h hor c’hevredigezh : hanter-kant vloaz eo dija. Da-geñver he hanterkantvet skol-hañv e oa bet aozet un devezh gouel e Skaer (Bro-Gerne) d’an 19 a viz Gouere 1997.

E 1948 ‘ni’ e voe dalc’het ar c’hamp kentañ gant KEAV. En ober er bloavezhioù-se a oa start. Start rak kalet e oa ar vuhez da neuze : beajiñ ne oa ket aezet ha rankañ a rae stajidi ar c’hamp kentañ kousket er foenn hag er plouz ! Start e oa dreist-holl abalamour ne oa ket aezet an traoù evit an emsaverion vrezhon. Goude an eil brezel-bed e chome strobet pep stourm gant heuliadoù ar c’hemmesk drastus oa bet graet etre pep emsaver hag ar “genlabourerion” faskour : se zo kaoz e oa dav bezañ kalonek a-benn krediñ en em ziskouez evel emsaver brezhon. Tud kalonek e oa neuze an tri den yaouank o doa diazezet KEAV : ar skrivagnerion Ronan Huon ha Vefa de Bellaing hag an arzour ha skrivagner Xavier Langleiz.

Ar c’hentañ kamp a voe dalc’het e Kleder e Gorre-Leon. Reiñ a reas tro d’ar gampidi d’ober gant ar brezhoneg hepken, da vevañ e brezhoneg. Un doare nevez e oa, un doare pedagogel eve-ljust, hogen un doare-soñjal nevez dreist-holl : bevañ e brezhoneg !

Sikouret oa bet ar c’hampoù kentañ gant Kelted tramor a zeuas niverus a-walc’h da gemer perzh enne : 18 Kelt tramor, Kembreiz dreist-holl, a-ziwar ar 57 den a oa bet e staj Kleder.
 
Hanter-studi, hanter-dudi e oa kampoù KEAV, er mare kentañ dreist-holl. Kentelioù a bep seurt live ha prezegennoù a veze diouzh ar mintin ; baleadegoù pe rouzadegoù war an aod ha kouronkadegoù en endervezh. Goude koan e veze a-wechoù prezegennoù, alies beilhadegoù.

Kembreiz a veze ingal, Iwerzhoniz a veze bloavezhioù zo ivez. Peogwir e oant er c’hamp e veze broudet KEAV da reiñ kentelioù kembraeg hag iwerzhoneg, ha sikour a raent a-wechoù ivez.
 
Evit ar prezegennoù, lodenn vrasañ an enklaskerion, ar ouezeion, pe an arzourion brezhonegerion, brudet a-wechoù, a zo bet, e mare pe vare, o tisplegañ e KEAV tra pe dra eus o labourioù.  Menegomp : Y. Piette, X. Langleiz, V.Seite, Yeun ar Gow, R. ar Mason, Abeozen, an Ao. Falc’hun, P. Mokaer, J. Priel, R. Delaporte, P. Roy, Dr.Tricoire, M. Glanndour, P. Kalvez, F. Kervella, G.Etienne, R. ar Glev, P. Denez, Gw. ar Menn, L. Fleuriot, E. Evenou, Y.F. Kemenner, Y. Gerven, F. Broudig, Y.B. Piriou, Y. Gwernig, Gw. Denez, L. Kergoat, F. Favereau, D.Carre...

Cheñch lec’h bep bloaz en doa graet ar c’hamp e-pad pell, da-heul gouel ar Bleun-Brug er bloavezhioù kentañ, ha goude-se un tamm pep lec'h e Breizh-Izel, pe e Breizh-Uhel a-wechoù, diouzh ma veze.

 

Setu roll al lec’hioù m’eo bet ar c’hamp bloaz-ha-bloaz hag an darvoudoù heverkañ a c’hoarvezas.

 

  •    1949 : Plonevez-Porzhe  (Bro-Gerne) ; 1950 : Plouenan (Bro-Leon) ; 1951 : Pleheneg  (Bro-Wened) ;
  •    1952 : Plouezeg-ar-mor (Bro-Ouelo). E miz Here 1952 e teu er-maez niverenn gentañ ur c’hannadig hag a rae al liamm etre ar gampidi e-pad ar bloaz, etre daou gamp. Ur bajenn ac’h a d’ober pep niverenn, ha peder niverenn ar bloaz a veze ; an titl a voe : En ur c’hortoz an hañv betek an niverenn 4, ha Skol-hañv  goude. Dont a reas er-maez betek 1968.
  •    1953 : Plozeved (Bro-Gerne). Ar bloaz-se c’hoazh e oa lod eus ar gampidi, ar baotred, hag a gouske war ar plouz...
  •    1954 : Kleden (Bro-Gerne, bro ar C’hap). Dalc’het betek re gant e labour arzour hag ar garg a gelenner e Skol an Arzoù Kaer a oa o paouez kaout, e rankas Xavier Langleiz dilezel e labour a rener e KEAV. Ronan Huon a voe lakaet da gemer e blas ha derc’hel a reas da gas an traoù en-dro betek 1973. Vefa de Bellaing hag a oa sekretourez-teñzorerez a zalc’has gant an trevell-se betek 1976.
  •    1955 : Porzhsal (Bro-Leon) ; 1956 : Plouezeg-ar-Mor (Bro-Ouelo). Nebeudikoc’h a dud a oa bet er c’hamp an daou vloavezh diwezhañ-se : 1954 e Kleden, 74 den ; 1955 e Porzhsal, 67 ; 1956 e Plouezeg-ar-mor, 51. Un disrann a voe bet e Kendalc’h e 1954 : Mokaer ha Pêr Roy a zalc’has Kendalc’h war dachenn an dañsoù hag ar sonerezh nemetken diouzh un tu, ha R. Hemon a grouas “Ar c’hendalc’h Keltiek” diouzh un tu all. Ar skritur a raer “skolveuriek” anezhañ a voe diazezet er bloavezhioù-se ivez. Daoust-hag ul levezon o doa bet an daou zarvoud-se ?
  •    1957 : Plougoulm (BL) ; 1958 : Plozeved (BG) ; 1959 : Rostrenen (BG) ; 1960 : Plouenan (BL) ; 1961 : Logivi-Plougraz (BD) ; 1962 : St-Nikolaz-ar-Pelem (BG). Lañs a oa en-dro gant ar c’hamp, e kamp Plougoulm e oa 74 den. Koubladoù yaouank ar bloavezhioù kentañ a veze neuze gant o bugale, ar re 5-15 vloaz a zeuas da vezañ niverus a-walc’h. Dont a reas ar c’hamp, en ur mod, da vezañ ur seurt kreizenn vakañsoù evit familhoù. Krennarded yaouank na oa ket  o zud emsaverion a oa ivez. Holl a-gevred e savjont Kevredigezh Ar Vrezhonegerien Yaouank.
  •    1963 : Langoned (BG) ; 1964 : Lokournan (BL) ; 1965 : Rostrenen (BG) ; 1966 : Logivi-Plougraz ; 1967 :St-Nikolaz-ar-Pelem (BG) ; 1968 : Mur (BG). Un toullad emsaverion hag a veze ingal a-walc’h e KEAV a oa fellet dezhe diorren galloudegezhioù ar brezhoneg ha lakaat anezhañ da dalvezout war dachenn ar skiantoù. Krouet o devoa ur gevredigezh da labourat er par-se : S.A.D.E.D. ( Skourr An Deskadurezh Eil Derez ). Ar stourmerion-se a voe karget d’ober war-dro ar rummad uhelañ e kampoù KEAV. A-benn ar fin e savas re a gudennoù gant an doare-se da glask lakaat daou bal disheñvel-mat d’ar memes kamp. En em zispartiañ a rejont hep en em fachañ, hag i mignoned bepred, war-lerc’h kamp 1968.
  •    1969 : Lesneven (BL) ; 1970 : Kintin (Bro-Sant Brieg) ; 1971 : Kerhen (Bro St-Maloù) ; 1972 :Kemper (BG) ; 1973 : Kintin (BSB). Er bloavezhioù-se e oa niverus ar re yaouank a felle dezhe mestroniañ yezh o zud ha kalzik dioute a veze e kampoù KEAV. Daou remziad en em gavas o kenvevañ a-gevred : hini ar mare a-raok 68 ha hini ar mare a-c’houde 68 : daou remziad a oa disheñvel-mat o doareoù-bevañ. Ur c’hempouez a voe kavet ar bloavezhioù kentañ-se war-lerc’h 68 – sikouret moarvat gant renerezh mousc’hoarzhus Ronan Huon – betek 1973 ma tilezas e garg. Daoust hag-eñ oa aet skuizh o sammañ, e-pad ugent vloaz, ar giriegezh da ren ar c’hamp ? Ober a rae ivez war-dro ar gazetenn hag embannadurioù Al Liamm, daoust hag-eñ e oa kement-se holl ur garg-labour re bounner ?
  •    1974 : Pont-e-Kroaz (BG). - Kenaozet e voe ar skol-hañv-se asambles gant Skol-An-Emsav. Ar skol-hañv zo bet ar muiañ a dud ennañ e voe neuze hini ar bloaz-se : 200 ! Hogen an diaesterioù a zo bet anv anezhe uhelikoc’h a voe gwashoc’h ha splannoc’h. Hag un doare politikeloc’h a oa gant Skol-An-Emsav d’ober stajoù war ar marc’had. Ne voe ket mui kenaozet ar c’hamp-hañv gant an daou aozadur.
  •    1975 : St Brieg (Bro-Sant-Brieg !) ; 1976 : St Visant-an-Out (BW ). Paol gKalvez ha Yann dTalbod a gase an traoù war-raok. Hogen niver ar stajidi a zigreske da vat : splann e teue ar gudenn a oa bet gellet tremen diouti e-pad pell. War-lerc’h kamp 1976 e kendrec’hjont tud ar remziad nevez da sammañ ar c’hargoù : Gwenael Huon, mab da Ronan Huon, hag Anna ar Beg a asantas mont da rener ha da sekretourez-teñzorerez KEAV.
  •    Anna Ar Beg - Keav1977 ; 1978 ; 1979 ; 1980 ; 1981 ; 1982 ; 1983 ; 1984 ; 1985; 1986 ; 1987 ; 1988 ; 1989 : Skaer (BG), skol Sant-Alan. Un disparti nevez eo evit KEAV gant e skipailh “renerion” nevez. Diaesoc’h-diaes e oa deuet kavout skolioù gant lojeiz hag ur c’hantin. Gant-se, pa oa bet kavet skol Sant-Alan e Skaer, e chomas KEAV eno. Abalamour ma teue startoc’h-start kavout kelennerion, e voe berraet ar c’hamp a bemzektez da zek devezh, ha dre ma veze muioc’h-mui a dud er c’hamp na oant ket aet gwall bell c’hoazh war an deskiñ brezhoneg, e voe graet kentelioù en endervezh ivez. Gwenn Huon - KeavEr bloavezhioù 77-78-79-80 e oa 40-50 den. E-pad ar bloavezhioù 80, e veze un tri-ugent den bennak e skol-hañv KEAV, hag aet e oa an niver anezhe da 90 ha 110 zoken e 1988 ha 1989. Ne oa ket ‘voaien da lojañ kement-se a dud e skol Sant-Alan. Lod a veze lojet e ti tud e Skaer, lod all a gampe dindan deltennoù. Ne c’helle ket an traoù padout evel-se. Ret e oa cheñch skol. Pa oa bet klevet ar c’heloù gantañ e kinnigas an ti-kêr lojañ ar c’hamp e skol Joliot-Curie hag er skolaj kozh ha reiñ da zebriñ e kantin ar gumun a oa eno. Evel-se e chomas KEAV e Skaer. Kudennoù all a oa ivez. Niverusoc’h-niverus e oa an dud a c’houlenne dont d’ar skol-hañv. Ouzhpenn-se e oa kalzik a stajidi hag a felle dezhe kaout ur skol pemzektez tra ma ne c’helle lod all, evel kalz a gelennerion, chom nemet ur sizhun. Divizet e voe ober ur c’hamp div sizhun “dizalc’h” : an dud a c’hellje en em enskrivañ pe evit ur sizhun pe evit pemzektez.
  •    1990 ; 1991 ; 1992 ; 1993 ; 1994 ; 1995 ; 1996 ; 1997 : Skaer (BG). Batisoù un tammig brasoc’h ha pas ken kozh, ma vez aozet ar skolioù-hañv evel ez eus bet displeget uheloc’h. Kreskiñ a reas niver ar stajidi ha war-lerc’h kamp 1995 (147 den ouzh taol ar sizhun gentañ !) e c’houlennas ar gumun na vefe ket ouzhpenn 80-90 bep sizhun. Dav da GEAV ober un trede sizhun hag emañ o studiañ ar gudenn. Kelennerion ha monitourion a youl vat a ra war-dro ar stajidi, bugale ha tud deuet d’an oad. Ar c’hentelioù eo an obererezh pennañ en devezh (an diviz nemetañ evit bezañ enskrivet zo bezañ bet heuliet kentelioù brezhoneg e-pad daou vloaz), hogen dudi zo ivez e prantadoù ispisial pe e beilhadegoù : dañset ha kanet e vez, ha c’hoariet pezhioù-c’hoari. Hag e brezhoneg dreist-holl eo an holl obererezhioù-se, bevet e vez e brezhoneg kement pred eus an devezh (hag eus an nozvezh...).  Bep bloaz e talc’h KEAV da zegemer Kembreiz, hiniennoù, un hanter-dousenn pe un degad a-wechoù. Bez' e vez kentelioù kembraeg ivez, pa c’heller. Un nebeud tud eus a bep seurt broioù all a vez a-wechoù : Bro-Alaman, Bro-Houngaria, ar Stadoù-Unanet pe Bro-Japan zoken !


Diwar ur pennad savet gant Ivon ar GAG e 1997 hag embannet e niverenn 304 Al Liamm

KEAV eus 1948 betek 1998

Istor berr KEAV

Ar pennad-mañ a oa bet skrivet gant Ivon ar Gag da-geñver 50vet deiz-ha-bloaz KE

lennit hiroc'h
Vefa de Bellaing

  Vefa de Bellaing eo an hini he deus labouret ar muiañ evit KEAV : emañ e

lennit hiroc'h
Ronan Huon

  Ronan Huon en deus savet ha roet lañs da GEAV, asambles gant Vefa de Bel

lennit hiroc'h
Xavier de Langlais

Xavier de Langlais, Langleiz e brezhoneg, zo bet unan eus diazezerien KEAV

lennit hiroc'h
Per Penneg

Ganet e oa bet e Rekourañs (Brest) e 1921, ha mervel a reas e Nîmes e 1991. Ne o

lennit hiroc'h
Paol Kalvez

E Lokournan (Bro-Leon, 13 km diouzh Brest, er c’hornôg) eo bet ganet Paol Kalvez

lennit hiroc'h
Erwan Tranvouez

Ar pennad-man a zo bet skrivet nebeut a amzer goude marv Erwan. Hor mignon ha k

lennit hiroc'h

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.