Skipailh kelennerien KEAV

Tud a youl vat ac’h a d’ober skipailh kelennerien KEAV, ne vezont ket paeet. Kalz anezhe a vez bep bloaz er c’hamp, o kelenn hag o sikour da vuheziñ anezhañ ; feal e chomont d'ar spered a oa gant an dud o devoa krouet ar c’hamp kentañ e 1948.

Klasket e vez sevel ar skipailhoù kelennerien evit pep strollad a-seurt  ma vefe kinniget doareoù kelenn liesseurt ha livioù disheñvel eus ar brezhoneg. Al lodenn vrasañ anezhe a zo kelennerien a vicher hag an holl anezhe, pe e vefent kelennerion a vicher pe get, o deus prenet skiant hag o deus  kelennet a-raok, er skolioù pe er skolioù-noz.

Ouzhpenn ar skol-hañv e vez kinniget un devezh-studi gant KEAV bep bloaz, da vare vakañsoù an Ened (vakañsoù Meurlarjez), d'ar gelennerion ha d’ar re a gar, evit gwellaat o doareoù da gelenn ha reiñ dezhe muioc'h a varregezh evit  al labour a vez graet e-pad ar skol-hañv.

 

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.