Renet eo ar skol-hañv gant Gwenael Huon, prezidant KEAV, hag Anna ar Beg, a zo sekretourez ha teñzorerez. N'int ket o-unan avat : ne vefe ket eus KEAV paneve labour ur gwir skipailh tud. En o mesk emañ tud ar c’huzul-merañ, a vez bodet 3 ; 4 pe 5 gwech ar bloaz evit prientiñ ar c'hamp hag an devezhioù studi. Hag a-benn kas ar stajoù-se da benn ez eus un toullad kenlabourerien all : ar gelennerien hag an animatourien da gentañ-penn evel-just, tud eus an diavaez a vez goulennet digante ober war-dro tra pe dra, hag ivez ar stajidi o-unan a c'hall kemer un obererezh war o c'hont, ken e c'haller lavaret mod pe vod e kemer perzh an holl e mond-en-dro ar staj . An holl dud-se a stourm a youl vat evit KEAV...