Print this page

KEAV, un aozadur

Un aozadur hervez lezenn 1901 eo KEAV. Krouet eo bet e 1948 evit difenn, luskañ ha kas war-raok ar brezhoneg. Ar soñj diazez eo hemañ : an ober kentañ da zifenn ar brezhoneg a zo kaozeal  brezhoneg e pep degouezh hag en e holl oberioù. Evel-se ober pennañ KEAV a zo bet hag a zo c’hoazh aozañ ur skol-hañv da zeskiñ ha da gaozeal brezhoneg ; pal pep hini er skol-se a zo  kaozeal brezhoneg e pep degouezh e-pad eizhtez pe pemzektez : ur gwir soubidigezh er brezhoneg !…
 
Kement hini en deus bet kelennet ur sizhun d’an nebeutañ en ur staj bennak a zo ezel e KEAV e pad tri bloaz ; memes mod, ar re a zo bet oc’h ober war-dro ar vugale ur sizhun er staj a zo izili e-pad tri bloaz ivez. An dud a sikour kalz hag ingal ar gevredigezh a c’hall dont da vezañ ezel e KEAV diwar diviz ar c’huzul-merañ
 
Bep bloaz e vez dalc’het  Bodadeg Veur izili ar gevredigezh ; selaou ha tabutal diwar-benn rentaoù-kont ar bloaz tremenet ha diwar-benn raktresoù ar bloaz a zeu a vez graet enni. Dilennet e vez ur c’huzul-merañ gant ar Vodadeg Veur (Nevesaet e vez bep bloaz dre drederenn). Roll  ar c’huzul-merañ a zo ren obererezh KEAV etre div Vodadeg Veur.  Ar  c’huzul-merañ a zilenn ur prezidant(ez), ur sekretour(ez) hag ur teñzorour(ez) a-douesk e izili. Diouzh an ezhomm e tilenn ur burev pevar pe pemp den a-douesk e izili. Bodet e vez ar c’huzul-merañ teir, peder pe pemp gwech ar bloaz diouzh an ezhomm. Sez ar gevredigezh a zo e Kemper, 22 hent Mouliouen
 
Lodennet, ingalet e vez al labour etre izili ar c’huzul-merañ diouzh barregezh pep hini ha diouzh pegen dibres e vezont… Abaoe 2012 ez eus bet gopret hanter amzer un implijad e karg eus an diorren. Ar gelennerien a vez o kelenn er skol-hañv a zo a youl vat, ne vezont ket gopret.
 
An arc’hant daspugnet digant stajidi ar staj a servij, 90% dioute, da baeañ an dispignoù a zo ret ober evit dalc’hen ar c’hamp. Ar peurrest a servij da arc’hantaouiñ mont en-dro KEAV e-pad ar bloaz (da lâret eo evit prientiñ staj ar bloaz war-lerc’h hag an devezh-studi…).
 
Liesseurt-tre eo deuet da vezañ ar pezh a vez graet er c’hamp-hañv (sellit ouzh ar rubrikenn « Skol-hañv » ). Ouzhpenn ar c’hamp-hañv e vez aozet un devezh-studi e-kerz vakañsoù an Ened (ar vakañsoù-goañv) evit ar gelennerien pe an dud a live gant kelennerien, e Plañvour e kreizenn An Amzer-Nevez, abaoe meur a vloavezh.