Plas an doareenn en ur frazenn

3) Plas an doareenn en ur frazenn (FK §716, §717, §751)

Kudenn ebet evit frazennoù evel : an ti zo bras, bras eo an ti, al loen-se a chomo youst, youst e chomo al loened-mañ.
Kudennoù a sav evit an nevez-vrezhonegerien pa vez ar rener hag an doareenn war-lerc'h ar verb. F. Kervella a ro neuze an daou framm-mañ, ar pezh a zo reizh, ar peurliesañ :
verb - doareenn - rener - renadennoù (§ 717) ha : renadenn - verb - doareenn - rener - renadennoù all (§ 751)

 

Dibab kentañ :
a)Kavet 'm eus e oa bras da di
b)Kavet 'm eus e oa da di bras  (Rener : da di, doareenn : bras). Ar frazenn a) eo a heuilh ar reolenn roet gant FK, hag ez eo an hini a glever gant ar vrezhonegerien, mes penaos e reont o dibab ? Anav deoc'h n'o deus ket lennet ar Yezhadur Bras evit ar bras anezho !
Ma klever div silabenn pouezmouezhiet en ur gichen (pe div hir e Gwenedeg), neuze ne vo ket implijet un hevelep frazenn, a son teuk e divskouarn ar vrezhonegerien. Plijout a ra d'an dud pebeilañ silabennoù hir ha berr : ˘    ̅    ̆    ̆    ̅    ̆    ̆    ̅    ˘     ̅  , etc... hep ma vije div hir pe div bouezmouezhiet e-kichen-kichen, nag ouzhpenn teir verr. Er frazenn b) e kaver di ha bras en ur gichen, hir ha pouezmouezhiet o daou, un trouz estren d'ar brezhoneg. Ar frazenn a) eo a vez klevet.

 

Eil dibab :
Kaer en do lakaat kaoc'h pichon tomm, a) e chomo disto kern e benn
                                                                b) e chomo kern e benn disto
Memes disoc'h : er frazenn b) e kaver benn ha dis-, pouezmouezhiet, en ur gichen. Ne vo ket lavaret ar frazenn-se. Er frazenn a) eo pebeilet ar silabennoù pouezmouezhiet hag ar re all. (4 iamb a-renk)

Ur gudenn a c'hell sevel a-wechoù.


Trede dibab
a)Kavet 'm eus Yann skuizh
b)Kavet 'm eus skuizh Yann : en div frazenn e kaver Yann ha skuizh, pouezmouezhiet o-daou, en ur gichen. Moarvat ne oa ket kaoz eus Yann er frazenn a-raok, a-hend-all e vije bet klevet "E gavet 'm eus skuizh / kavet 'm eus anezhañ skuizh", tra ken, setu eo Yann un elfenn nevez amañ, ha klask a raer lakaat anezhi e penn kentañ ar frazenn, dreist-holl pa 'z eo un dra vev. Neuze e vo graet gant un anakolut (grg anakolouthon = un dra na ya ket da heul) hag un anaforenn :
c)Yann // 'm eus kavet anezhañ skuizh : pebeilet eo an daou sort silabennoù. An // a verk an anakolut (troc'h er framm), al lodenn islinennet an anaforenn, a gas da Yann en-dro.

 

Notenn : gant gerioù liessilabennek.
Pevare dibab :
a)Kavet 'm eus divalav respont Marjan
b)Kavet 'm eus respont Marjan divalav.
c)Marjan 'm eus kavet divalav he respont
d)Marjan 'm eus kavet he respont divalav.
A priori, e c'heller lavaret hini pe hini, n'eus ket div vogalenn hir e-kichen-kichen neblec'h. Memestra e vez implijet stankoc'h an a) hag ar c) dre ma heuliont unan eus ar frammoù choazet uheloc'h. Gant gerioù unsilabennek (vil, kaoz, Chann), ne c'hellfed ket degemeret b) ha d).

 

 

 

 

lirelasuite-1

 

>> Dihellou / Devezh-studi 2013

 

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.