Plijadur o tistagañ ur frazenn lusket brav

2) Santet e vez atav gant ar vrezhonegerien plijadur o tistagañ ur frazenn lusket brav, en ur zoubliñ an anoioù-gwan pe an adverboù, lakaomp, ha pebeilañ ar silabennoù hir ha berr :

Echuet e oa ar pardon hep kign na frot ?
Deuet e oas en-dro dibistig ha divac'hagn ?
Gwechall goude ar pardon e teue Janig d 'ar gêr
Diskoultrenn ha diboultrenn, sioulig ha seder.
A-raok koan e oa harp-diharp ouzh an daol-gont.

 

 

 

 

 

lirelasuite-1

 

>> Dihellou / Devezh-studi 2013

 

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.