Skol-Hañv 2014 - SIZHUN 2 (13-19 a viz Gouere)

              

KAMP ETREKELTIEK AR VREZHONEGERION

BLOAVEZH   2014

 

     DIWALLIT : ne c’hallimp ket, siwazh, kinnig deoc’h ar rummad binvioù internet ha video :
unan eus ar stummerien ne c’hallo ket ober war-dro ar rummad abalamour d’e yec’hed

 


 

              >> AR RUMMAD ARZOU KAER  E STAJ KEAV 2014
              >> PROGRAMM AR RUMMAD “BINVIOU INTERNET HA VIDEO”(*)
              >> BREZHONEG ER FAMILHOÙ
              >> AR RUMMAD DISTAGADUR HA POUEZ-MOUEZH
              >> AR RUMMAD KEMBRAEG
              >> PROGRAMM AR RUMMAD TROIÑ

 


              

 

AR RUMMAD ARZOU KAER  E STAJ KEAV 2014

 

 

Div lodenn disheñvel e vo e c’hoari ar rummad Arzoù Kaer :
—    ober anaoudegezh gant al liv ha pleustriñ warne
—    studiañ penaos e vez graet gant ar gwenn hag an du ha pleustriñ warne.
Un displegadenn bennak a vo graet war istor an Arzou e Breizh mar gallomp.

 

OBER ANAOUDEGEZH GANT AL LIVIOU

Ur stal-labour evit an holl, ouzhpenn evit ar re hag a blij dezho livañ, ez eo ar rummad-mañ.  Troet ivez war zu ar re a implij al liv e digouezioù all : er jardin, er broderezh, er  gwiskamantoù,  e patchwork, er c’hlinkadur diabarzh an tiez, hag er c’hrouiñ a bep seurt traoù….

Ar rummad-mañ a zo graet dreist-holl evit ar re a fell dezho kompren kelc’h al livioù, an doareoù da lakaat al livioù da c’hoari etrezo.

Penaos aozañ meskajoù-livioù ha livioù gris, bezañ mestr war ar meskajoù.

Kempouezañ al livioù en un oberenn.
Staj evit an dud deuet, (ouzhpenn 16 vloaz) ; 12 den a vo d’ar muiañ.


Teknikoù implijet :
Livaj akrilik, pegadur, kreionoù liv, skrivennoù feltr.


Traoù a vo ret kas ganeoc’h :
Ur re sizailhoù, ur pezh-dilhad a-c’horre (un tavañjer pe flotantenn), peg (paper), kreionoù-paper, gomennoù, ur reolenn. Degasit paper a liv  ma zo dioute ganeoc’h (d’ober pegadurioù eo). Bez e vo  livaj akrilik gant an animatourez,  met ma zo ganeoc'h seurt liv, kasit ganeoc'h ar pezh emaoc'h kustum d'ober gantañ er gêr.

 

OBER ANAOUDEGEZH GANT AR GWENN HAG AN DU

Anaout tresadennoù ha skeudennoù ar « Seiz Breur » a vo graet, kompren ha studiañ penaos e implijont al livioù. Sellet ivez ouzh al lizherennaouegoù ar « Seiz Breur », kompren penaos e vezont savet…

A-ziwar an dra-se gwelet penaos e c’haller c’hoari gant ar gwenn hag an du oc’h implij tramoù disheñvel.

Ober skeudennoù ha lizherennaouegoù nevez liammet gant un destenn vrezhoneg, istorig pe barzhoneg.
Ar pal a liammfe an holl obererezhioù-se a vo ul levrig. An holl bazennoù ret evit ober anezhañ a vo graet an holl  asambles…
…/…

Dav e vo kaout 
dafar burev kustum (paper, sizailhoù, peg, kreionoù, gomennoù…)


_________________________________________________________________________
ANV :
.../...
Lennet em eus programm ar c’hentelioù war   An Arzou Kaer  ha kadarnaat a ran va dibab da heuliañ ar rummad kentelioù-se bemdez, eus 9 eur da 12 eur diouzh ar mintin hag eus 2 eur da 5 eur goude kreisteiz, a-hed ar sizhun.

 

 



 


 

PROGRAMM AR RUMMAD “BINVIOU INTERNET HA VIDEO”(*)

 

 


PETRA VO GRAET ?


Internet ha video : bouetañ hag ober war-dro ur blog.


Desket e vo :
    – Bouetañ ur blog gant danvez skrivet ha danvez kleweled (video, skeudennoù, son...),
    – Frammañ ur blog evit ma vefe brav da welet,
    – Lakaat ar blog da vezañ anavezet mat. 


Evit ober se e vo desket staliañ ostilhoù (merdeer, meiziantoù evit treuskas fichennaouegoù ha treuzfurmiñ danvez kleweled), hag ober gante.


Gallet e vo labourat evit lakaat pennadoù war ur blog pe labourat war ur raktres personel.


Skrivit deomp evit kinnig ho mennozhioù pe ho c'hoantoù.


AR STAJIDI

Degemeret e vo stajidi forzh petore live a vefe ganto e-keñver implij urzhiataerioù, ar video, hag internet :

  - tud  dianav dezhe bed an urzhiataerezed
  - tud un tamm muioc’h en o aes gant an urzhiataerezed,
  - tud en o aes.

Mat e vefe d’ar stajidi degas gante,:ma c'hallont  :

  - un urzhiataer hezoug,
  - un tenner poltriji pe/hag ur c’hamera,
  - an orjalenn evit treuzkas ar poltrijidi pe videoioù d’un urzhiataer, ur meziant evit lenn anezho.


(*) D’ar mare ma skrivomp ar fichenn-mañ, n’omp ket asur e c’hallimp derc’hel da vat ar rummad-mañ.

---------------------------------------------------------------------------------------------------------------
Anv :
Lennet em eus programm ar c’hentelioù war internet ha video ha kadarnaat a ran va dibab da heuliañ ar rummad kentelioù-se bemdez, eus 9 eur da 12 eur diouzh ar mintin hag eus 2 eur da 5 eur goude kreisteiz, a-hed ar sizhun.

 

 



 

 

 

BREZHONEG ER FAMILHOÙ

 

 

Brezhoneg er skol zo mat, met er gêr e chom e toull an nor re alies,  ne dremen ket treuzoù an ti !

Fellout a ra deomp skoazellañ an tadoù hag ar mammoù a oar brezhoneg un tamm ha ne gredont ket  ober da vat ganti er gêr c’hoazh.

Degemeret e vo kerent gant o bugale dindan 6 vloaz. An dud divugel  er mare-mañ met c’hoant enne da zesevel o bugale e brezhoneg a vo degemeret ivez.

Labouret e vo e prantadoù berr, war demoù tost ouzh ar vuhez pemdez ; aozet e vo pourmenadennoù, c’hoarioù a-stroll, desket kontañ istorioù ha rimadelloù, gwech ar mare gant bugale ar greizenn dudi.

E Skol-Hañv KEAV, en em gavo stajidi ar rummad “Brezhoneg er familhoù” en ur bed brezhonegerien, lod anezho a vo gant bugale desavet e brezhoneg, lod all o devo skiant-prenet war an dachenn-se. Ar gwellañ endro eo evit reiñ kalon dezho ha sikour anezho da gas o raktres betek ar penn.

Evit gouzout hiroc’h, deuit e darempred gant KEAV
This e-mail address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it. -  pgz  02 98 95 59 31 – keav.org

 

ANV :
Lennet em eus programm ar rummad Brezhoneg er familhoù ha kadarnaat a ran va dibab da heuliañ ar rummad kentelioù-se bemdez, eus 9 eur da 12 eur diouzh ar mintin hag eus 2 eur da 5 eur goude kreisteiz, a-hed ar sizhun.

 

 



 

 

 

AR RUMMAD DISTAGADUR HA POUEZ-MOUEZH

 

 

Dielfennañ hag anavezout diwar glevet ar perzhioù a ya d’ober muzik ar brezhoneg.


Reiñ da bep hini da glevet e vouezh hec’h-unan o klask produiñ peotramant adober ar perzhioù a zo lakaet war wel diwar skouerioù tennet eus dielloù liesseurt (filmoù, kontadennoù, ...).


Sikour pep hini da glask e hent ha “krediñ mont dezhi” betek reiñ da glevet ur muzik yezh ken tost eus ar brezhoneg ha ma c’hell bezañ.


Pal kentañ ar prantadoù labour a zo reiñ d’an dud da santout, da glevet ha d’ober  o-unan kentoc’h evit studiañ ar reolennoù a ya d’ober ar sistem yezh. Bez e c’hello ar stajidi tennañ o mad eus an atalieroù seul welloc'h ma vo sonenrollerioù ganto.


Ur roll eus neuzioù fonetik ar brezhoneg hag a vo gwelet ha pleustret mod pe vod warne a c’hallomp reiñ :

   - ar sistemoù pouezmouezhiañ e brezhoneg,
   - soniadoù ha skrivadoù,
   - elfennoù a fonetik,
   - distagañ ur vogalenn taolmouezhiet ha hir,
   - distagañ ur vogalenn taolmouezhiet ha berr, en ur ger unsilabennek, e gerioù taolmouezhiet war an eil silabenn diwezhañ ; kensonennoù gwan, kensonennoù kreñv,
   - anaout lec’h an taol-mouezh er gerioù e KLT klasel ; ar stropadoù gerioù a zo da vezañ distaget evel ur geriad hepken,
   - gouzout pe hir pe berr eo ar vogalenn er gerioù unsilabennek  ; sandhi  kensonenn/vogalenn ; sandhi  kensonenn/kensonenn, etre ar gerioù, etre rannoù ar gerioù e-barzh ur ger kenaozet ;
   - roll ar sandhioù er  c’hemmadurioù diglok en anvioù-gwan war-lerc’h an anvioù-kadarn ;
   - ar soniadoù : [e] / [ε]   ;    [γ] / [x] hag all… ;
   - an taolioù-mouezh er frazenn…
   - An tremen a vras etre ar rannyezhioù hag ar reizhskrivadur.
   - Reolennoù heverk ar gwenedeg.


--------------------------------------------------------------------------------------------------------
ANV :
Lennet em eus programm ar c’hentelioù Distagadur – Pouez-mouezh ha kadarnaat a ran va dibab da heuliañ ar rummad kentelioù-se bemdez, eus 9 eur da 12 eur diouzh ar mintin hag eus 2 eur da 5 eur goude kreisteiz, a-hed ar sizhun.

 

 



 


 

AR RUMMAD KEMBRAEG
an daou live


   

Daou live kentelioù a vo ar bloaz-mañ evel oa bet goulennet gant kalzik a dud : unan evit an deraouidi hag unan all evit tud o deus ul live dereat hag a fell dezhe mont war-raok pe donaat o anaoudegezh eus ar yezh : gant Rhisiart Hincks, kelenner war ar c’hembraeg hag ar brezhoneg e Skol-Veur Aberystwyth, gant Ffran Mai, kembreadez anezhi, a zo kelennerez e skolaj Diwan Gwiseni, ha gant Dafydd Frayling, troour a-vicher ha stajiad ganeomp abaoe bloavezhioù e vo graet ar c’hentelioù. Ur gelennerez a Vreizh a vo ar pevare, Jacqueline Gibson, ur vreizhadez daoust d’hec’h anv, hag a ra war-dro ar gevredigezh Kembre-Breizh a aoz stajoù kembraeg berrbad e Breizh.

 

Lakat an dud da gomz a vo graet ha deskiñ dezhe ar frazennoù ordinal an implijetañ, setu ar pal d'an daou strollad, pep hini gant diaesterioù diouzh o live.

 

Kinnig kentelioù kembraeg en ur staj brezhoneg a roio deomp un digarez da ziskouez pegen heñvel eo ar c’hembraeg ouzh ar brezhoneg ha da lakaat war wel ivez an diforc’hioù pouezusañ a zo etre div yezh vodern. Un doare eo ivez da adskoulmañ an darempredoù etrekeltiek etre hon div vro.

 

 

ANV :

 

Lennet em eus programm ar rummad kentelioù Kembraeg  ha kadarnaat a ran va dibab da heuliañ ar rummad kentelioù-se bemdez, eus 9 eur da 12 eur diouzh ar mintin hag eus 2 eur da 5 eur goude kreisteiz, a-hed ar sizhun.

 

 

 



 


 

PROGRAMM AR RUMMAD TROIÑ

 


(a zo bet anvet ar rummad treiñ testennoù teknik war ur folenn brudañ)


Ne dalv ket ar skrid-mañ e « gwenedeg » e vo graet get ar rannyezh-se e-pad ar sizhun, nag e vo digomprenabl ar stummour ! Moaiand zo oc’hpenn bout ar stummoù KLT àr ar lec’hienn www.trohadistro.com


1.    Palioù ar rummad

Dizoloiñ an troiñ dre skrid hag an dermenografiezh, diàr testennoù teknik : e dalvoudegezh, ur feson d’ober h. c’h.
Pleustriñ é troiñ a-stroll un destenn deknik, hir a-walc’h, a-hed ar sizhun.

 

2.    Piv ?

Stummour : David ar Rouz, get sikour kelennerion arall àr al lec’h.
Digor da : razh ar vrezhonegerion ampart da skriviñ ar yezh.

 

3.    Degasit geneoc’h...

Un urzhiataer hezoug ma 'peus unan, get ur skridtreter.
Geriadurioù ha yezhadurioù e brezhoneg.

 

4.    Kanniget e vo deoc'h...

Testennoù a vo dibabet asambl d’an deiz kentañ get ar strolladoù a dri pe pevar den :
skrivet e galleg ;
àr-dro 1 500 pe 2 000 ger enne ;
é plediñ get tachennoù teknik.

 

Roet e vo deoc’h ur feson d'ober ha teulioù pe titouroù da sikour geneoc'h.

 

Roet e vo deoc’h ur feson d'ober ha teulioù pe titouroù da sikour geneoc'h.

 

Pegoulz ?

Petra ?

Evezhiadennoù

 D’al Lun – 9 e - 10 e 15

 Prezañtiñ hag eskemmoù a-ziàr an troiñ

 Labour a-stroll

 D’al Lun – 10 e 15 - 10 e 45

 Ehan

 D’al Lun – 10 e 45 - 12 e

 Dibab an testennoù orin hag ar strolladoù

 D’al Lun – 2 e - 3 e 15

 Penaos gober ? > Aoziñ al labour hag implij-amzer ar sizhuniad labour

 D’al Lun – 3 e 15 - 3 e 45

 Ehan

 D’al Lun – 3 e 45 - 5 e

 Krog e-barzh : lenn aketus, kompren, renabliñ an termenoù diaes pe arbennig, krog an enklaskoù

 

 D’ar Meurzh – 9 e - 12 e

 Enklaskoù da gavout an termenoù a faot : monet àr-lerc'h dielloù pe arbennigourion

 Graet e vo ehanoù ha studiet asambl ar c’hudennoù gwelet get lod

 D’ar Meurzh – 2 e - 5 e

 Termenografiezh a strolladoù, skriviñ

 D’ar Merc’her – 9 e - 12 e

 Skriviñ hag adlenn pep hani e destenn

 D’ar Merc’her – 2 e - 4 e

 Kendoniiñ an troidigezhioù, adlenn a strolladoù

 D’ar Yaou – a-hed an devezh

 Adlenn get sikour ar stummour pe ur c'helennour arall

 Labour a strolladoù

 D’ar Gwener – 9 e - 12 e

 Adlenn get sikour ar stummour pe ur c'helennour arall, peurlipat an destenn

 D’ar Gwener – 2 e - 5 e

 Prientiñ ar veilhadeg

 Labour a-stroll

 D’ar Gwener – 5 e - 7 e

 Bilañs ar sizhuniad staj, kempenn ar sal

 


----------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------

ANV :
Lennet em eus programm ar c’hentelioù Troiñ ha kadarnaat a ran va dibab da heuliañ ar rummad kentelioù-se bemdez, eus 9 eur da 12 eur diouzh ar mintin hag eus 2 eur da 5 eur goude kreisteiz, a-hed ar sizhun.

 

>> Petra vo graet gant KEAV - Staj-hañv

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.