Skol-Hañv 2015 - SIZHUN 1 (5-11 a viz Gouere)

              

KAMP ETREKELTIEK AR VREZHONEGERION

BLOAVEZH   2015

 



 

              >> Brezhoneg er gêr
              >> DPM
              >> Treiñ (gant Stefan ar Gall)
              >> Istor ha lennegezh
              >> Kazetenniñ
              >> C'hoariva

 


 

                


AR RUMMAD BREZHONEG ER GÊR
5 – 11 a viz Gouere e Kastellin

 

Brezhoneg er skol zo mat, met er gêr e chom e toull an nor re alies, ne dremen ket treuzoù an ti.

Fellout a ra deomp skoazellañ an tadoù hag ar mammoù a oar brezhoneg un tamm ha ne gredont ket ober da vat ganti er gêr c’hoazh.

Degemeret e vo kerent gant o bugale dindan 6 vloaz. An dud divugel er mare-mañ met c’hoant enne da zesevel o bugale e brezhoneg. Ar stajidi a zo o micher d'ober war-dro bugale vihan (evel ATSEM, pe en ur vagouri), pe a zo e sell da vont war ar micherioù-se a gavo o flas aze ivez.

Labouret e vo e prantadoù berr, war demoù tost ouzh ar vuhez pemdez ; aozet e vo pourmenadennoù, c’hoarioù a-stroll, desket kontañ istorioù ha rimadelloù kanaouennoù ha labour-dorn. Bez 'vo prantadoù hep ar vugale ivez. Kemer a raio perzh Divskouarn evit mareadoù pleustriñ hag eskemm war danvezioù teorikel gant an dud deuet nemetken ; prantadoù all a vo evit deskiñ kanañ, dañsal ha c'hoari holl asambles.

E Skol-Hañv KEAV, en em gavo stajidi ar rummad “Brezhoneg er Gêr” en ur bed brezhonegerien, lod anezho a vo gant bugale desavet e brezhoneg, lod all o devo skiant-prenet war an dachenn-se. Ar gwellañ endro eo evit reiñ kalon dezho ha sikour anezho da gas o raktres betek ar penn.

Evit gouzout hiroc’h, deuit e darempred gant KEAV
This e-mail address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it. - pgz  02 98 95 59 31 – keav.org

 

AR RUMMAD DISTAGADUR HA POUEZ-MOUEZH
5 – 11 A VIZ GOUERE E KASTELLIN

 

Dielfennañ hag anavezout diwar glevet ar perzhioù a ya d’ober muzik ar brezhoneg.

Reiñ da bep hini da glevet e vouezh hec’h-unan o klask produiñ peotramant adober ar perzhioù a zo lakaet war wel diwar skouerioù tennet eus dielloù liesseurt (filmoù, kontadennoù, ...).

Sikour pep hini da glask e hent ha “krediñ mont dezhi” betek reiñ da glevet ur muzik yezh ken tost eus ar brezhoneg ha ma c’hell bezañ.

Pal kentañ ar prantadoù labour a zo reiñ d’an dud da santout, da glevet ha d’ober o-unan kentoc’h evit studiañ ar reolennoù a ya d’ober ar sistem yezh. Bez e c’hello ar stajidi tennañ o mad eus an atalieroù seul welloc'h ma vo sonenrollerioù ganto.

Ur roll eus neuzioù fonetik ar brezhoneg hag a vo gwelet ha pleustret mod pe vod warne a c’hallomp reiñ :

•    ar sistemoù pouezmouezhiañ e brezhoneg,
•    soniadoù ha skrivadoù,
•    elfennoù a fonetik,
•    distagañ ur vogalenn taolmouezhiet ha hir,
•    distagañ ur vogalenn taolmouezhiet ha berr, en ur ger unsilabennek, e gerioù taolmouezhiet war an eil silabenn diwezhañ ; kensonennoù gwan, kensonennoù kreñv,
•    anaout lec’h an taol-mouezh er gerioù e KLT klasel ; ar stropadoù gerioù a zo da vezañ distaget evel ur geriad hepken,
•    gouzout pe hir pe berr eo ar vogalenn er gerioù unsilabennek  ; sandhi  kensonenn/vogalenn ; sandhi  kensonenn/kensonenn, etre ar gerioù, etre rannoù ar gerioù e-barzh ur ger kenaozet ;
•    roll ar sandhioù er  c’hemmadurioù diglok en anvioù-gwan war-lerc’h an anvioù-kadarn ;
•    ar soniadoù : [e] / [ε]   ;    [γ] / [x] hag all… ;
•     an taolioù-mouezh er frazenn…
•    An tremen a vras etre ar rannyezhioù hag ar reizhskrivadur.
•    Reolennoù heverk ar gwenedeg.

N’eo ket ar memes animatourien a ray war-dro ar rummad DPM an div sizhun. Ar pezh a vo graet an div sizhun a c'hellfe bezañ un tamm disheñvel eta, met daoust da se, e pep sizhun e vo diouzh an hevelep programm.

 


Deskiñ treiñ
5 – 11 A VIZ GOUERE E KASTELLIN

 

Kelennerien: Stevan ar Gall ha unan all (d'ar mare ma lakaemp war wel ar c'hemenn-mañ ne ouiemp ket c'hoazh piv vefe an eil kelenner)

Desket e vo treiñ testennoù berr ha liesseurt en ur glask chom tost ouzh spered ar brezhoneg.

Petra vo moien da zeskiñ treiñ ?

sekredoù-kegin
kanaouennoù
skritelloù (fest-noz, prizoù...)
rentañ-kont un emvod
mortuaj (!)
levrioù evit ar vugale
skoulmadoù (da derriñ penn ar skolidi)
pennadigoù skiantel (simpl)
istorioù farsus
tammoù bihan eus ur romant
bandennoù treset
...

ha kement testenn (berr) a vo degaset gant ar stajidi.

Diwar ar galleg e vo troet peurliesañ, mes netra ne viro ouzhomp a dreiñ diwar yezhoù all ma fell d'ar stajidi.

Ne vefe ket fall d'ar stajidi degas o fleg-dibleg (« urzhiataer kas-degas ») m'ho deus unan, ha gellet kaout an internet er sal dre WIFI.

Evel-just e teuio gant pep hini e c'heriadurioù.

 

 

RUMMAD ISTOR/LENNEGEZH
5 – 11 a viz Gouere e Kastellin


Evel ma oar an holl anavezout Istor ar vro hag he yezh a zo diazezoù pouezusañ d’an den da virout e identelezh.

Abaoe pell ne oa ket bet kentelioù diwar-benn istor Breizh. Pemp prantad az aio d’ober ar rummad.
- ar Vretoned hag ar Romaned (1añ kantved a-raok JK / 5 vet kantved goude JK dre vras)
- ar Vretoned hag ar Saksoned (5vet kantved - 10vet kantved)
- ar Vretoned hag ar Franked (6vet kantved - 9vet kantved)
- ar Vretoned hag an Normaned (9vet kanted - 12vet kantved).
- ar pezh a zeu war wel a-dreuz an 13vet kantved (ar mor evel liamm etre 2 riblenn mor Breizh, ar perzhioù dibar a zo da lu Breizh, ar relijion...)

•    War-lerc’h displegadenn pep prantad e c’hello ar stajidi eskemm ha tabutal war boent-mañ-poent.
•    Pleustret e vo war an treiñ en ur labourat war destennoù berr tennet eus skridoù dave hon istor : an DE EXCIDIO BRITANNIAE pe c'hoazh BUHEZ AGRICOLA, da skouer.
•    Lakaet e vo buhez er c’hentelioù dre c’hoari rolloù : en ur chom a-sav d'ur mare eus an istor ha goulenn gant an dud labourat dre strolladoù bihan gant ar goulenn "ha c'hwi, petra ho pefe graet aze" pe mont gant un dra a zo diouzh ar c'hiz en istor : ar "what if" (petra a vije c'hoarvezet ma....).

Kinniget e vo ar c’hentelioù gant Visant ar Roue. Labouret en deus evit bodañ kalz a zanvez tennet eus ar c'hronikennoù a gomz eus ar Vretoned etre ar 1añ kantved a-raok JK hag an 12vet kantved (a zo dre vras ar prantad ma oa "brezhonegerien" a rene war ar Vretoned), ur c'horpus bras a-walc'h ma lenner istor unan eus ar pobloù koshañ en Europa a zo bev c'hoazh (ne grog ket hon istor gant ar 6vet kantved goude JK e-giz ma lenner alies el levrioù istor diwar-benn Breizh), n'eus ket kalz a bobloù er mod-se ha pouezus eo d'ar vrezhonegerien gouzout an dra-se ha bezañ lorc'h enno.

 


AR RUMMAD KAZETENNIÑ
 5 – 11 a viz Gouere e Kastellin

 

Ur sizhunvezh evit ober anaoudegezh gant bed ar radio
Asambles gant animatourien ha kazetennerien Radio Kerne e vo fardet 2 abadenn radio a vo skignet da-heul war gwagennoù ar radio. Mont a raio ar skipailh war an dachenn evit atersiñ tud savet e vo pennadoù (kronikennoù) da binvidikaat danvez an abadennoù.

Tañva teknikoù ar radio :
Komz ouzh ar mikro, prepariñ ha kas da benn un interview, skeudenniñ ur c’helfilm gant ar son, sevel kronikoù, lakaat e plas blenier un abadenn, fardañ ur flash Keleier...

Deskiñ implijout ar binviji teknik :
Son-enroller, meziantoù frammañ…
Ma ’z eus kinnigoù kelskrid gant lod (tud eus o familh pe traoù all) gwell a se.

Ne vo ket kemeret ouzhpenn 10 den er rummad-se. Gwelloc’h eo d’ar stajidi bezañ en o aez gant an urzhiataerioù.

 

 

RUMMAD C’HOARIVA
5 – 11 a viz Gouere e Kastellin

 

1.    Stal c’hoariva

•    Ar c’horf hag ar vouezh
A-raok kregiñ da c’hoari e ranker kemer amzer da zistignañ ar c’horf. Er vuhez pemdeziek e vez lakaet bec’h war an den, war e gorf. Neuze e vo kemeret amzer da sioulaat ha da selaou ar c’horf dre poelladennoù Qi Gong ha yoga evit mont e darempred gant hon diabarzh deomp-ni. Peurechuet e vo al labour gant ar c’horf a-drugarez d’an dañs a sikouro ac’hanomp evit kaout skiant eus an egor a vo tro deomp hag eus korfoù an dud a vo a-gevret ganeomp-ni war al leurenn.

Pouezus-kenañ eo alaniñ mat. A-drugarez d’an alan e c’heller implijout mat ar vouezh hag ar c’horf.

Setu un nebeud poelladennoù a vo kinniget e-pad ar staj : lenn barzhonegoù evit distagañ mat brezhoneg ha reiñ lusk d’ar frazennoù ; kanañ evit labourat gant an alan ha gant ar vouezh.

•    Ar c’hommedia dell’ arte
Graet e vo anaoudegezh gant ar c’hommedia dell’ arte. Ar pal eo labourat war tudennoù kommedia dell ‘arte, war temz spered pep hini anezhe, war ar santimantoù ha c’hoari war ar prim.

•    Ar skritur
Pep hini a c’hallo lavaret ha c’hoari ar pezh a zo don en e galon. Al labour gant ar c’horf, gant ar vouezh ha war ar c’hommedia dell’ arte a vo un digarez da bep hini da ijinañ ha da skrivañ istorioù berr.

 

Evit gouzout hiroc'h diwar-benn an eil sizhun (12 -18 a viz Gouere), klikit amañ
   

>> Petra vo graet gant KEAV - Staj-hañv

 

pezhioù-stag da bellgargañ:

    >> KEAV-Folenn pleg dibleg.pdf

    >> KEAV Skoazell 2015 pdf

    >> KEAV folenn enskrivañ pdf

 

 

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.