KAMP ETREKELTIEK AR VREZHONEGERION
BLOAVEZH 2015
>> Kan ha dañs
>> Kembraeg
>> DPM
>> Treiñ (gant David ar Rouz)
DAÑS HA KAN
12 – 18 a viz Gouere e Kastellin
Ar rummad « Dañs ha kan » a bleustro war an dañs ha war ar c’han da zañsal.
Desket e vo dañsoù a bep korn a Vreizh. Evit pep hini anezhe e vo graet un tamm kinnig, lec’hiet an dañs-se er vro hag en istor, ha desket dañsal anezhi. Ha dañset !
Kanaouennoù da zañsal an dañs a vo kanet, studiañ ha kompren ar c’homzoù da gentañ, ha kanañ anezhe…
Ar pal a vo kanañ ha dañsal war-un-dro…
Pep tra e brezhoneg !
AR RUMMAD KEMBRAEG
12 – 18 a viz Gouere e Kastellin
An daou live
Daou live kentelioù a vo ar bloaz-mañ c'hoazh : unan evit an deraouidi hag unan all evit tud o deus ul live dereat hag a fell dezhe mont war-raok pe donaat o anaoudegezh eus ar yezh.
Kinniget e vo ar c'hentelioù evit an deraouidi gant Jacqueline GIBSON, dileuriadez Cymdeithas Cymru-Llydaw (Kevredigezh Kembre-Breizh) e Breizh ha gant Ffran MAY, Kembreadez anezhi, ha kelennerez e skolaj Diwan Gwiseni .
Kentelioù an eil live a vo kinniget gant Dafydd FRAILING, troour a-vicher bet stajiad ganeomp abaoe bloavezhioù, ha Hynek JANOUSEK, Tchec'had anezhañ, troour hag enklasker a-vicher
Lakat an dud da gomz a vo graet ha deskiñ dezhe ar frazennoù ordinal an implijetañ, setu ar pal d'an daou strollad, pep hini gant diaesterioù diouzh o live.
Kinnig kentelioù kembraeg en ur staj brezhoneg a roio deomp un digarez da ziskouez pegen heñvel eo ar c’hembraeg ouzh ar brezhoneg ha da lakaat war wel ivez an diforc’hioù pouezusañ a zo etre div yezh vodern. Un doare eo ivez da adskoulmañ an darempredoù etrekeltiek etre hon div vro.
AR RUMMAD DISTAGADUR HA POUEZ-MOUEZH
12 – 18 A VIZ GOUERE E KASTELLIN
Dielfennañ hag anavezout diwar glevet ar perzhioù a ya d’ober muzik ar brezhoneg.
Reiñ da bep hini da glevet e vouezh hec’h-unan o klask produiñ peotramant adober ar perzhioù a zo lakaet war wel diwar skouerioù tennet eus dielloù liesseurt (filmoù, kontadennoù, ...).
Sikour pep hini da glask e hent ha “krediñ mont dezhi” betek reiñ da glevet ur muzik yezh ken tost eus ar brezhoneg ha ma c’hell bezañ.
Pal kentañ ar prantadoù labour a zo reiñ d’an dud da santout, da glevet ha d’ober o-unan kentoc’h evit studiañ ar reolennoù a ya d’ober ar sistem yezh. Bez e c’hello ar stajidi tennañ o mad eus an atalieroù seul welloc'h ma vo sonenrollerioù ganto.
Ur roll eus neuzioù fonetik ar brezhoneg hag a vo gwelet ha pleustret mod pe vod warne a c’hallomp reiñ :
• ar sistemoù pouezmouezhiañ e brezhoneg,
• soniadoù ha skrivadoù,
• elfennoù a fonetik,
• distagañ ur vogalenn taolmouezhiet ha hir,
• distagañ ur vogalenn taolmouezhiet ha berr, en ur ger unsilabennek, e gerioù taolmouezhiet war an eil silabenn diwezhañ ; kensonennoù gwan, kensonennoù kreñv,
• anaout lec’h an taol-mouezh er gerioù e KLT klasel ; ar stropadoù gerioù a zo da vezañ distaget evel ur geriad hepken,
• gouzout pe hir pe berr eo ar vogalenn er gerioù unsilabennek ; sandhi kensonenn/vogalenn ; sandhi kensonenn/kensonenn, etre ar gerioù, etre rannoù ar gerioù e-barzh ur ger kenaozet ;
• roll ar sandhioù er c’hemmadurioù diglok en anvioù-gwan war-lerc’h an anvioù-kadarn ;
• ar soniadoù : [e] / [ε] ; [γ] / [x] hag all… ;
• an taolioù-mouezh er frazenn…
• An tremen a vras etre ar rannyezhioù hag ar reizhskrivadur.
• Reolennoù heverk ar gwenedeg.
N’eo ket ar memes animatourien a ray war-dro ar rummad DPM an div sizhun. Ar pezh a vo graet an div sizhun a c'hellfe bezañ un tamm disheñvel eta, met daoust da se, e pep sizhun e vo diouzh an hevelep programm.
AR RUMMAD TROIÑ
12 – 18 a viz Gouere e Kastellin
Ne dalv ket ar skrid-mañ e « gwenedeg » e vo graet get ar rannyezh-se e-pad ar sizhun, nag e vo digomprenabl ar stummour ! Moian zo oc’hpenn bout ar stummoù KLT àr ar lec’hienn www.trohadistro.com.
1. Palioù ar rummad
Gober anaoudegezh get an troiñ dre skrid hag an dermenografiezh, diàr testennoù teknikel : o zalvoudegezh, ur feson d’ober h. c’h.
Pleustriñ é troiñ a-stroll un destenn deknikel, hir a-walc’h, a-hed ar sizhun.
2. Piv ?
Stummour : David ar Rouz, get sikour kelennerion arall àr ar lec’h.
Digor da : razh ar vrezhonegerion ampart da skriviñ ar yezh.
3. Degasit geneoc’h...
Un urzhiataer hezoug ma 'peus unan, get ur skridtreter.
Geriadurioù ha yezhadurioù e brezhoneg.
4. Kanniget e vo deoc'h...
Testennoù a vo dibabet asambl d’an deiz kentañ get strolladoù a dri pe bevar den :
> skrivet e galleg ;
> àr-dro 700 pe 1 000 ger enne ;
> é plediñ get tachennoù teknik.
Roet e vo deoc’h ur feson d'ober ha teulioù pe titouroù da sikour geneoc'h.
Pegoulz ? |
Petra ? |
Evezhiadennoù |
D’ar Lun – 9 e - 10 e 15 |
Prezañtiñ ha kendiviz a-ziàr an troiñ |
Labour a-stroll |
D’ar Lun – 10 e 15 - 10 e 45 |
Ehan |
|
D’ar Lun – 10 e 45 - 12 e |
Kenderc’hel ar c’hendiviz ha dibab an testennoù orin hag ar strolladoù |
|
D’ar Lun – 2 e - 3 e 15 |
Penaos gober ? > Aoziñ ar labour a-stroll |
|
D’ar Lun – 3 e 15 - 3 e 45 |
Ehan |
|
D’ar Lun – 3 e 45 - 5 e |
Krog e-barzh : lenn aketus, kompren, renabliñ an termenoù diaes pe arbennik, krog an enklaskoù |
|
D’ar Meurzh – 9 e - 12 e |
Enklaskoù da gavout an termenoù a faot : monet àr-lerc'h dielloù pe arbennigerion |
Graet e vo ehanoù ha studiet asambl ar c’hudennoù gwelet get lod |
D’ar Meurzh – 2 e - 5 e |
Termenografiezh a strolladoù, skriviñ |
|
D’ar Merc’her – 9 e - 12 e |
Skriviñ hag adlenn pep hani e destenn |
|
D’ar Merc’her – 2 e - 4 e |
Kendoniiñ an troidigezhioù, adlenn a strolladoù |
|
D’ar Yaou – a-hed an devezh |
Adlenn get sikour ar stummour pe ur c'helennour arall |
Labour a strolladoù |
D’ar Gwener – 9 e - 12 e |
Adlenn get sikour ar stummour pe ur c'helennour arall, peurlipat an destenn |
|
D’ar Gwener – 2 e - 5 e |
Prientiñ ar veilhadeg |
Labour a-stroll |
D’ar Gwener – 5 e - 7 e |
Bilañs ar sizhuniad staj, kempenn ar sal |
ANV :
Lennet em eus programm ar c’hentelioù TREIÑ DIWAR TESTENNOÙ TEKNIKEL ha kadarnaat a ran va dibab da heuliañ ar rummad kentelioù-se bemdez, eus 9 eur da 12 eur diouzh ar mintin hag eus 2 eur da 5 eur goude kreisteiz, a-hed ar sizhun.
>> Petra vo graet gant KEAV - Staj-hañv
pezhioù-stag da bellgargañ:
>> KEAV-Folenn pleg dibleg.pdf