3- Troidigezh ger evit ger

Fazioù e-leizh a vez graet gant ar c'hallegerien pa savont framm ur frazenn diwar hini ar galleg, hep bezañ prederiet a-raok war yezhadur ar galleg :

 

3.1. An araogennoù displeget dirak daou anv pe raganv.

Lakaet 'm eus embann un notenn yezh war ar fazioù-se war Al Liamm c'hoazh, mes dont a ran da'm c'hoch en-dro memestra :

*Etrezout ha me, *eveldoc'h ha ni zo fazioù, peogwir e troont ger-evit-ger (entre toi) etmoi,

ha (comme vous) et nous, ha n'eo ket : entre (toi et moi) ha comme (vous et nous).

Aliañ a ran ac'hanoc'h da bakañ geriadur an Tad Gregor Rostren war ar rouedad, ha da sellet ouzh troidigezh entre. Un tamm mat a skwerioù zo bet roet gantañ, d'an deskidi d'ober an diforc'h etre etrezoc'h ha etre c'hwi ha me, ar pezh ne oa ket anat tri c'hant vloaz 'zo ha n'eo ket anat c'hoazh.

Digorit ar studiadenn gant Ronan Koadig war brezhoneg Goelo : ne gavoc'h nemet ar stummoù etrezomp, etrezoc'h, etreze. Ar stummoù unan zo dianav. Memestra e lennis warlene *etrezon hag ar paotr war un niverenn eus Al Liamm.

 

3.2. Treiñ gerioù hep soñjal en dalvoudegezh o deus er frazenn c'halleg.

3.2.1. Lennet 'm eus war Nidiad ar frazenn-mañ : *n'hon eus ket gallet difaziañ pep tra, ivez hon eus divizet da zifaziañ ar fazioù grevusañ...

Anat eo ez eus bet soñjet amañ : aussi avons-nous décidé de corriger..., padal, ouzhpenn bezañ un adverb, e c'hell kaout aussi talvoudegezh ur stagell-kenurzhiañ, gant ur ster tost da hini donc. Amañ e oa da vezañ troet gant setu, gant se, diwar se... : setu hon eus divizet difaziañ...(hep da !)

3.2.2. Ar strollad gerioù : an holl amzer.

Soñj am eus bezañ meneget an dro-lavar an holl amzer en un notenn yezh war Al Liamm, nemet ne oan ket bet sklaer a-walc'h, mea culpa, alese rebechoù.

Anat eo e c'hell bezañ implijet an holl amzer en ur frazenn m'en deus talvoudegezh ur rener pe renadenn eeun ar verb (COD):

Tremen a raer an holl amzer o sellet dre ar prenestr.

An holl amzer am eus paseet o studial ar brederouriezh a oa amzer gollet.

Ar pezh a zo sius eo an implij eus an holl amzer evel adverb, evel ma vez implijet tout letemps = continuellement, a zo un implij deuet nevez 'zo e galleg (ca 1880), hervez ar petit Robert. Gant ar ster-se, ne c'heller ket lavaret *an holl amzer, mes ordin, dalc'hmat, hep ehanañ, dibaouez, dalbezhetc...

Evit klozañ an §-mañ, neb a soñj e galleg a ranko ober an diforc'h etre an adverb hag an talvoudegezhioù all.

 

3.3. Astenn verboù galleg 'zo (dire, penser, croire, estimer, etc...) dindan stumm un infinitif

Setu amañ div frazenn c'halleg (reizh!) :

a) Il disait travailler dix heures par jour.

b) Il disait de travailler dix heures par jour.

Hag o zroidigezh e brezhoneg :

a) Lavaret a rae e laboure dek eur bemdez.

b) Lavaret a rae labourat dek eur bemdez.

Ar fazi a vez graet bremañ aliesoc'h-aliesañ zo lakaat an anv-verb evel renadenn :

Il pensait avoir fermé la porte, troet gant : *soñjal a rae dezhañ bezañ serret an nor.

Kinnig a ran ar reolenn-mañ : pa vez ar memes den rener ar verb (lâret, embann, krediñ da, soñjal da, etc...) hag o seveniñ an eil ober (renadenn) e ranker displegañ ar verb renadenn.

a) ur fazi eo : *soñjal a rae dezhañ bezañ serret an nor, ret eo lâret : soñjal a rae dezhañ endoa serret an nor. Diwallit memestra ! lavaret e vo : soñj en doa bezañ serret an nor.

b) ur fazi eo : *kavout a rae dezhañ bezañ beajet ouzhpenn e gont, ha ret eo lâret : kavout a raedezhañ en doa beajet...

Er memes mod, *un embregerezh hag a embann soursial ouzh an endro zo da vezañ difaziet evel-henn : un embregerezh hag a embann e soursi...

 

 

3.4. Avec ou sans sa femme ?

*gant pe hep e wreg ne vez ket lavaret e brezhoneg. Pep araogenn a rank bezañ heuliet gant an anv, pe neuze bezañ displeget, nemet e vefe adverb war un dro.

War-c'horre pe dindan an dour zo reizh, dre ma eo war-c'horre un adverb ivez. A-raok pe goude an devezh labour zo reizh ivez, mes ne c'heller ket lâret *e-pad ha goude an devezh labour, rak e-pad n'eo ket adverb.

Penaos ober ? Ma vez heuliet an araogenn gant un anv resis, e c'heller skrivañ, da skwer :

Gant e wreg pe hepti.

Ma vez heuliet gant un anv hollek e vez adskrivet an anv :

Gant poan pe hep poan .

(Cf. un notenn yezh a zo bet embannet war Al Liamm un nebeud bloavezhioù 'zo)

 

 

 

 

lirelasuite-1

 

>> Dihellou / Devezh-studi 2011

 

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.