Print this page

Un dibenn-sizhun e-kreiz ar vro d'an 5, 6, 7 a viz Ebrel evit ar familhoù hag an dud gour a zeuio hep bugel

Deuit da vevañ e brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun !

Familhoù gant bugaligoù ha bugale vrasoc’h - Tud deuet

DS Brasparzh tresadenn ar follenn-nij 2019-SKANV

Deuit da vevañ e brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun !

Familhoù gant bugaligoù ha bugale vrasoc’h - Tud deuet

Gwener 05/04/2019

5e 1/2 - 6 e 1/2 : degemer ar vugale gant o zud hag an dud deuet all

6e 1/2 : banne digor-kalon, 7e : piknik, degaset gant pep hini

8e abadenn sonerezh evit ar vugale hag an dud deuet gant Mona Jaouen

Sadorn 06/04/2019

8e30→9e30 : dijuni

10e : evit ar vugale gant o zud : labour-dorn, tresañ, livañ war ar tem «red an dour», levrioù

evit an dud deuet : pourmen tro-war-dro

12e30 : merenn, pourvezet gant ar greizenn

Strollad ar vugale (ar gerent a vo e-karg d’o bugale) :

2e3 e : kousk-aez evit ar re vihanañ ; prantad sioul evit ar vugale vrasañ : labour-dorn, tresañ, livañ war tem red an dour, levrioù

adalek 3eur 1/2 : mont betek ar stêr hag ober gant ar pezh a vo bet fardet diouzh ar mintin, gant un den eus ar gevredigezh «Dour ha Stêrioù e Breizh», merenn-vihan

Strollad an dud deuet :

2e→5 Pourmen a-hed ar stêr ambrouget gant un den eus ar gevredigezh «Dour ha Stêrioù e Breizh»

Evit an holl :

6e1/2 : banne digor-kalon

7e : koan, pourvezet gant ar greizenn.

8e 1/2 Sonerezh ha fest-Noz gant Gwenhael hag e strollad

Sul 07/04/2019

8e30→9e30 : dijuni

10ekreisteiz : evit ar vugale gant o zud : labour-dorn, tresañ, livañ war ar tem «red an dour», levrioù pe mont da bourmen

evit an dud gour : gweladenn heñchet an ekomirdi milin Kerouad e Kommanna

12e30 : merenn, pourvezet gant ar greizenn

2e3e : kousk-aez evit ar re vihanañ, c’hoarioù evit ar vugale vrasañ hag an dud gour a-gevret

3e30 : bilañs 4e : fin ar staj

 

Priz an dibenn-sizhun

Gant : dijuni, merenn ha koan ar Sadorn, dijuni&merenn ar Sul + bod ar Gwener hag ar Sadorn noz. Da bet hini da baeañ ar gwin evet ouzh taol.

Da zegas : piknik ar Gwener noz, ur sac’h kousket, ul liñsel dindan.

Priz leun : un den gour gant 1 bugel ouzhpenn 4 bloaz : 80 €, gant 2 vugel :100 €, un den gour 55 €, 10 € dindan 4 bloaz. Priz digresket pe prizioù all, deuit e darempred ganeomp.

Lakait hoc’h anv a-raok an 20 a viz Meurzh mar plij (pe a-raok ma c’hallit)

This e-mail address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it. 06 06 45 85 08, This e-mail address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.

Plijadur a vo e brezhoneg gant ar re vihan hag ar re vras !

resisadurioù : klikit amañ