Kamp-hañv 2021
Bloavezh mat !
Dibenn-sizhun e Lesveven_16-18/10/21 evit ar familhoù hag an dud gour deuet hep bugel
KAMP-HAÑV 2019 sizhun gentañ
KAMP-HAÑV 2019 eil sizhun
Staj Kanañ 18-19 01 2020
Devezh-studi d'an 29 a viz C'hwevrer 2020

 birKAMP-HAÑV 2021 :

LEUN EO AR SIZHUN GENTAÑ

LAKAIT HOC'H ANV D'AN EIL !

Eus an 11 d'ar 17 hag eus ann 18 d'ar 24 a viz Gouere e vo. Plaketenn amañ fichenn-enskivañ : amañ.

 

bir Nullet eo an dibenn-sizhun en Enez-Tudi a oa raktreset eus ar Gwener 4 a viz Mezheven 2021 e fin an enderv, betek ar Sul 6 abalamour d'ar reolennoù liammet gant ar C'hovid-19 en tu mat etretant.

birMantret omp o reiñ da c'houzout eo aet Gwenn Huon da Anaon, muioc'h : amañ.

   bir  Plijus eo bet an dibenn-sizhun evit ar familhoù hag an dud gour, eus ar 16 betek an 18 a viz Here 2020, e Lesneven, resisadurioù : amañ.   Poltred ar strollad amañ.


Perzhioù dibar skol-hañv KEAV

 

Daoust d'an niver bras a-walc'h a gampoù kinniget e Breizh a-bezh a-hed ar bloaz, e chom kamp KEAV gwall zisheñvel diouzh ar c'hampoù all evit meur a abeg.


Da gentañ ar reolenn « brezhoneg hepken » hag a zo lezenn ar c’hamp. Abaoe an deroù, abaoe kentañ kamp KEAV ez eo ar brezhoneg yezh nemeti ar staj, n’eo ket e-pad ar c’hentelioù hepken, met an devezh-pad (hag an nozvezh-pad zoken !), e pep degouezh zo : e-pad ar predoù, ar pourmenadennoù, ar c’han, an dañs, gweladennoù, c’hoarioù, ar beilhadegoù hag oaled-ar c’hamp…


D’an eil, e-maez ar c’hentelioù, e vez kinniget obererezhioù a bep seurt a-hed an devezh pe dost d’ar stajidi : n’eus ket kalz a amzer vak d’ar re a zo kontant kemer en holl anezhe. Hag int a zo kement a zigarez d’ober gant ar brezhoneg. E-touez an obererezhioù-se, menegomp : kaozeadenn etre ar stajidi, pourmenadennoù, atalieroù, kan, prezegennoù war danvez pe danvez, mont da welet tud deus ar vro.

 

lennit hiroc’h...

 

Bep bloaz, e brezhoneg :

- ur skol-hañv, div sizhun e miz Gouere, strolladoù dre live yezh, rummadoù war un danvez
- un devezh-studi en nevez-amzer
- daou zibenn-sizhun evit ar familhoù en nevez-amzer hag en diskar-amzer

Ar pennadoù diwezhañ

SKOL-HAÑV 2021

"Mont war-raok, Bevañ e brezhoneg" Kastellin 11-17 ha 18-24

lennit hiroc'h
SKOL-HAÑV 2020

"Mont war-raok, Bevañ e brezhoneg" Kastellin 05-11 ha 12-18

lennit hiroc'h
Devezh-studi 2020

D’ar Sadorn 29 a viz C’hwevrer 2020 e vo dalc’het devezh-stu

lennit hiroc'h
STAJ KANAÑ 01 2020

D’ar Sadorn 18 ha d'ar Sul 19 a viz Genver 2019 e vo dalc’he

lennit hiroc'h
SKOL-HAÑV 2019

"Mont war-raok, Bevañ e brezhoneg" Kastellin 07-13 ha 14-20

lennit hiroc'h
STAJ KANAÑ

D’ar Sadorn 23 ha d'ar Sul 24 a viz Meurzh 2019 e vo dalc’he

lennit hiroc'h
SKOL-HAÑV 2018

"Mont war-raok, Bevañ e brezhoneg" Kastellin 08-14 ha 15-21

lennit hiroc'h
Devezh-studi 2018

D’ar Sadorn 24 a viz C’hwevrer 2018 e vo dalc’het devezh-stu

lennit hiroc'h
Skol-hañv 2017

"Mont war-raok, Bevañ e brezhoneg" Kastellin 09-15 ha 16-22

lennit hiroc'h

Bienvenue à KEAV !

frKEAV vous convie à ses stages de breton immersifs: venez en camp d'été de breton pour une semaine, ou plusieurs !

L'association KEAV organise chaque été un stage de breton en immersion destiné à un public qui, ayant déjà quelques connaissances en breton, veut les améliorer par une pratique quotidienne de cette langue, la seule à y être employée : un bain linguistique en quelque sorte. 
plus d'informations

Welcome to KEAV !

enKEAV invites you to its immersive Breton language school: come for a week of Breton summer camp, or more!

The association KEAV organizes linguistic courses every summer for people who have some knowledge of Breton, and who want to improve their linguistic skills and live for some time in this language. Breton is the only language used during this course, so it is an opportunity to learn by immersion. The largest part of this site will in Breton, but a few articles in English will be found in a special section. more informations

Croeso !

cyMae cymdeithas KEAV yn trefnu cwrs i’r sawl sydd wedi dysgu peth Llydaweg, sydd am ddysgu mwy o’r iaith ac sydd am fanteisio ar gyfle i fyw yn gyfan gwbl yn Llydaweg.
Os ydych am gael eich trwytho yn Llydaweg, dyma’r lle i chi. Y Llydaweg yw iaith KEAV, a dyna paham y mae’r rhan fwyaf o’r deunydd ar y wefan hon yn yr iaith honno yn unig. Mae ychydig ddarnau yn Gymraeg.

 mwy o wybodaeth

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.