logo keav

 

 

Ken souezhus ma c'hallfe seblantout, KEAV n'he devoa ket sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg c'hoazh!


Lid-sinañ an emglev Ya d’ar brezhoneg gant KEAV a oa bet dalc’het d'ar Gwener 29 a viz Meurzh 2024 e Skol-veur Roazhon 2.

Sinet eo bet live 3 an emglev gant Cedric Choplin, prezidant KEAV, Anna ar Beg, renerez KEAV, ha Paul Molac, prezidant an OPAB.

 

 

image2

 Emglev YAB 1 fr worddocx

image1

Pennad er Ouest-France (01/04/24)

IMG 0063

Pennad e Ya!

 

 

 

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breton, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp e-lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget hini emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz e lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a Vro-Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh