logo keav

Keav bremañ

Un aozadur hervez lezenn 1901 eo KEAV. Krouet eo bet e 1948 evit difenn, luskañ ha kas war-raok ar brezhoneg. Ar soñ...

Tud a youl vat ac’h a d’ober skipailh kelennerien KEAV, ne vezont ket paeet. Kalz anezhe a vez bep bloaz er c’ha...

Renet eo Kamp Etrekteltiek ar Vrezhonegerion gant Cedric CHOPLIN, Prezidant, a-gevret gant ur c'huzul-merañ a vez bod...

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh