logo keav

Keav bremañ

Renet eo Kamp Etrekteltiek Ar Vrezhonegerion gant Cedric CHOPLIN, Prezidant, a-gevret gant ur c'huzul-merañ a vez bodet 3 pe 4 gwech ar bloaz.  N'emaint  ket o-unan avat : ne vefe ket eus KEAV paneve skoazell ur gwir skipailh tud hag a labour evit prientiñ ar pezh a vez kinniget a-hed ar bloaz : un Devezh-Studi, un dibenn-sizhun Staj Kan, daou zibenn-sizhun "Brezhoneg er Familhoù", hag evel-just an div sizhunvezh Skol-Hañv gant ur greizenn-dudi. A-benn kas an obererezhioù-se da benn ez eus un toullad kenlabourerien ouzhpenn : ar gelennerien hag an animatourien da gentañ-penn evel-just, tud eus an diavaez diouzh an degouezh, hag ivez ar stajidi o-unan a c'hall kemer un obererezh war o c'hont, ken e c'haller lavaret mod pe vod ez eus ur gwir rouedad o kemer perzh e mont en-dro ar gevredigezh. An holl dud-se a stourm a youl vat evit KEAV...

 

Anna ar Beg, renerez Keav abaoe ar bloavezhioù 70

 Anna ar Beg, renerez Keav abaoe ar bloavezhioù 70

 


 Aozlun Organigramme KEAV 2025

Kuzul mera 2025 2Kuzul mera 2025 2

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breton, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp e-lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget hini emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz e lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a Vro-Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh