logo keav


 

Brezhoneg er Familho DA 2024 2 

 

Diskar-amzer 2024:

An dibenn-sizhun nesañ gant Brezhoneg er Familhoù a vo 

adalek ar Gwener 8 betek ar Sul 10 a viz Du

e Ti Menez Are e Brasparzh

  

 

Plaketenn ha fichenn enskrivañ:

.DOC

.PDF

 

 

 Enskrivadur en-linenn:

Plasoù a zo c'hoazh! Na c'hortozit ket ar mare diwezhañ evit lakaat hoc'h anv!

 

https://framaforms.org/keav-brezhoneg-er-familhou-diskar-amzer-2024-1708081634

 Ur rekepise ho po evit kadarnaat hoc'h enskrivadenn. Ma n'ho peus ket bet dindan 3 devezh, kasit ur postel dimp.

 

 

Titouroù : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.

 

Programm (resisadurioù a vo war blas)

Gwener noz: gallout a rit dont adalek 5e30. Degasit ho pred ganeoc'h evit koan gentañ. Ar boued a vo pourvezet gant Ti Menez Are war-lerc'h.

Sul: echu e vo ar staj tro-dro 4e

 

An dud gour hep bugale a vo degemeret mat evit sikour ar familhoù d'ober war-dro pe komz d'o bugale. Ne vo ket ur programm a-ratozh evite.

 

Da zec'hel soñj: e stajoù Brezhoneg er Familhoù e vez goulennet gant pep hini kemer perzh en aozadur war al lec'h.

 

Framm an dibenn-sizhun

 

Priz: Divizet zo bet gant tud KEAV kinnig ur priz izeloc'h evit ar priz a gousto ar staj da gKEAV. Gant kresk priz ar bod hag ar boued ar bloavezhioù tremenet ez eus bet ur bern familhoù ha n'o doa ket kemeret perzh er stajoù diwezhañ. Kollet e vo un tamm arc'hant ganimp moarvat met gant ar spi e c'hallo dont en-dro familhoù zo ha reiñ kalon dezhe da genderc'hel da desevel o bugale e brezhoneg.

Mar oc'h laouen da reiñ un tamm muioc'h ne vo ket kollet kement gant hor c'hevredigezh. Un distaol e c'hallit kaout diwar an tailhoù evit ho prof. Trugarez vras deoc'h.

 

 Bod, boued hag obererezhioù  Savadur

 Karr-kampiñ

pe dachenn-gampiñ

 Den gour 80€ 70€
 Krennard 13-17 vloaz 70€ 60€
 Bugel 7-12 vloaz 60€ 50€
 Bugel 0-6 vloaz 30€ 20€

 Skodenn vloaziek (tud gour)

5€

 Prizioù all evit an dud dilabour, ar studierien... deuit e darempred ganimp.

 

Dafar da zegas ganeoc'h:

  • Pik-nik ar Gwener noz;
  • Listri: Un asieden, gwerenn, loa, fourchetenn, kontell pep hini;
  • Heuzioù, botoù bale, dilhad diouzh an amzer;
  • C’hoarioù diavaez / traezh: Mölky, Palez, Bouloù, Bolotennoù, raketennoù ping-pong,…
  • Binviji sonerezh;
  • Un davañjer pep hini (keginet e vo!);
  • Un tapis Yoga (evit atalieroù zo);
  • Tud gant bugale vihan: ur skabell zo aliet.

Evit ar c'hambroù: 

  • Kambroù gant gweleoù simpl:  1 liñsel dindan  90x190 cm
  • Ul liñsel goubenner
  • Ur sac’h kousket

 logo_facebook.jpgInstagrm LogoX Logo

Tud nammet:

Mont e darempred ganimp evit studial ho koulenn hag an ezhommoù kempouezañ: 02 98 95 59 31

 

Stummadur-dibaouez :

Ar stajidi a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre o embregerezh ha KEAV.  A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).

 

Kenweturiñ:

Gallout a rit en em aozañ gant al lec'hienn: 

https://www.bev.bzh/


 

 War-lerc'h an dibenn-sizhun

 

IMG 20241109 191430 

 

Trugarez vras d'an holl berzhidi evit oc'h emzalc'h, o nerzh, o youl ha pep tra!

 

Gallout a rit sellet ouzh (hag ouzhpennañ) ar fotoioù gant al liamm-mañ:

https://drive.google.com/drive/folders/16_s3ertB4s1ImM0WXP4SAYGvCunZu50J?usp=sharing

 

Gant Frañs bleu eo bet skignet ur pennad en o c'heleier (11/11/24):

https://www.radiofrance.fr/francebleu/podcasts/keleier-breizh-6e15-fb-breizh-izel-4361354

Mar eo bet kollet al liamm e c'hallit pellkargañ an enrolladenn amañ:

https://drive.google.com/file/d/1WWW2Ns-u5S-2bsDIObm55OZfQIwInUcG/view?usp=sharing

 

Gant Frañs 3 ivez:

 

E fin ar bilañs hon eus kinniget distreiñ da vBrasparzh 'benn-bloaz. Dibenn-sizhun BEF an diskar-amzer a vo eus ar 14 betek ar 16 a viz Du 2025. Na zisoñjit ket dont da Naoned en Nevez-amzer memestra! (2-4/05/25)

 

Adkavit ar strollad war Facebook:

https://www.facebook.com/groups/337841693773762

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh