Diskar-amzer 2025:
An dibenn-sizhun nesañ gant Brezhoneg er Familhoù a vo
Petra eo pal an dibenn-sizhun ?
1 — EVIT FAMILHOÙ A GROG GANT AR YEZH ER GER
Sikour ar familhoù da gaozeal brezhoneg etrezo : ar vugale, ar vugaligoù hag o zud a oar un tamm brezhoneg, un tamm mat a vrezhoneg zoken, met n’eo ken aezet a se atav kaozeal brezhoneg er familh pa vezer krog da gaozeal galleg !
2 — EVIT FAMILHOÙ A GOMZ DIJA GANT O BUGALE
Un doare da vevañ e brezhoneg en un endro plijus evit ar familhoù a gomz brezhoneg etrezo disoursi, ober anaoudegezh gant familhoù nevez ha sikour ar familhoù all, ober mignoned nevez etreze evit ar vugale hag o zud !
3 — EVIT TUD GOUR HEP BUGALE
Pep hani a c’hall kemer perzh evit dazont ar brezhoneg ! Pleustriñ ar yezh en ur mod fentus gant bugale : evel tad ha mamm hon eus ezhomm eus an holl vrezhonegerien evit plantañ muioc’h a yezh, a sevenadur Breizh, a zeskadurezh a bep seurt (natur, krampouezhañ, chemetoù, etc..) da greñvaat gwrizioù ar vugale !
Petra a vo graet ?
1 — C’HOARI, C’HOARI, C’HOARI !
C’hoarioù a vo graet etre ar vugale, evito d’ober anaoudegezh an eil gant egile, ha kalz a obererezhioù e brezhoneg, ar vugale hag o zud asambles : c’hoarioù a bep seurt, pourmen, kanañ, dañsal, labour-dorn, beilhadegoù….C’hoarzhin dreist-holl zo ur pal e-unan !
2 — KOMZ HA KINNIG HO PARREGEZHOÙ !
D’an dud gant bugale ha d’an dud gour a zeuio hep bugale e vo kinniget kemer perzh e obererezhioù ar familhoù : lenn istorioù d’ar vugale all estreget o re (ha d’ho re ivez evel just !), kinnig deskoni d’an holl war tachennoù a vestroniañ (kanaouennoù, keginañ, c’hoarioù, sport, anavezout al laboused, h.a....) Rit ket biloù ma n’ouzoc’h ket petra gober, komz diwar-benn me-oar-me zo fiskal kenañ. A-bouez eo evit ar vugale klevout ha komz gant tud arall estreget o familh !
3 — TREUZKAS HO SKIANT-PRENET D’AN DUD ALL
Deuit da sikour ar familhoù n’int ket kustumet da gaozal brezhoneg. Ar simplañ ar gwellañ : displegañ penaos ho poa kroget er gêr, ho tiaesterioù, ho komprenidigezh, petra a ya en-dro pe get hervezoc’h. Abadenn a-ratozh ebet evit an dud gour hep bugale.
Atav ez eus bet graet ur plas d’ar vugale ha d’o familhoù e kampoù KEAV. Met, er mare-mañ, muioc’h eget na oa bet biskoazh, eo a bouez bras sikour ar familhoù d’ober eus ar brezhoneg o yezh… E familhoù ar vrezhonegerien emañ dazont ar yezh.
Ar brezhoneg er skol zo un dra vat, met ma ne vez ket kaozeet brezhoneg er familhoù, n’eo nemet un touell…. Abalamour da se e lavaromp : e pep korn-bro e rankomp aozañ stajoù brezhoneg evit ar vugale hag o familhoù. E pep korn-bro hag aliesoc’h-aliesañ !
Achu eo gant an doare paper da lakaat hoc'h anv!
Trugarez da leuniañ ar furmskrid en-linenn gant al liamm amañ dindan:
Ur rekepise digant ar chomlec'h Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser. ho po evit kadarnaat hoc'h enskrivadenn.
Ma n'ho peus ket bet anezhañ dindan 3 devezh, kasit ur postel dimp.
Titouroù : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
Programm
Gwener noz: gallout a rit dont adalek 5e30. Degasit ho pred ganeoc'h evit koan gentañ. Ar boued a vo pourvezet gant Ti Menez Are war-lerc'h.
Sadorn noz: pred krampouezh ha beilhadeg aozet gant ar stajidi.
Sul: echu e vo ar staj tro-dro 4e.
An dud gour hep bugale a vo degemeret mat evit sikour ar familhoù d'ober war-dro pe komz d'o bugale. Ne vo ket ur programm a-ratozh evite.
Da zec'hel soñj: e stajoù Brezhoneg er Familhoù e vez goulennet gant pep hini kemer perzh en aozadur war al lec'h (renkañ, staliañ, ober war-dro ar vugale, ambrougañ ar vugale da gomz brezhoneg...). Pep hini a chom kirrieg eus e vugale a-hed an dibenn-sizhun. Ar programm a vez kinniget hag aozet gant stajidi a-youl vat. M'ho peus c'hoant da ginnig un abadenn pe un atalier, kasit ur postel dimp: Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
Nevez!
Labouret o deus buhezourien a-youl vat ar skipailh BEF evit kinnig deoc'h ur programm a feson!
Cheñchamantoù a c'hell dont c'hoazh. Ar programm termen a vo skritellet war blas.
Evit ar wech kentañ e BEF e vo kinniget deoc’h bezañ Maeronez-Paeron eus ur bugel n’eo ket ho hani !!!
Setu ar steuñv :
- d’ar Gwener noz e vo graet ur c’hoari evit dibab piv ‘vo tad-paeron pe mamm-baeron,
- Gall’ a rit kaozeal, c’hoari, lenn un tamm muioc’h gant ar bugel-mañ a-hed an dibenn-sizhun,
- Gober anaoudegezh gant ar plac’h/paotr : piv eo, e-menn emañ o chom, petra eo anv tud e familh…
- Goulenn sikour gant ho filhor-ez a-hed aozadur ar Fest-Noz / pred krampouezh (pe traoù arall).
- Goulenn a-hed ar sizhun meur a wech penaos emañ ganti-añ...
Priz an dibenn-sizhun
- Ur skodenn-vloaziek a 5€ a vo goulennet digant pep den gour evit bezañ ezel eus KEAV.
- Predoù: dijuniñ, merenn & koan ar Sadorn, dijuniñ & merenn ar Sul. Degasit ganeoc'h pred ar Gwener noz.
- Bod ar Gwener hag ar Sadorn noz: lojañ a refet en un ti-vakañsoù (80 plas) e kambroù 2 betek 4 flas. D'an dud a c'houlenno kousket en ur gambr 2 zen e vo ret paeañ muioc'h rak koustusoc'h eo. Evit ar re a fell dezhe e vo posupl kousket en o zeltenn / karr-kampiñ daoust ma n’eus tachenn-gampiñ ebet. Implijet e vo salioù dour an dud all eta. Kinniget e vo d'ar familhoù dont d'an dibenn-sizhun hep chom da gousket ivez. Digor e vo beilhadeg ar Sadorn noz d'an dud all gant ma vez komzet brezhoneg gante. Dezhe da baeañ skodenn-vloaziek KEAV (5€).
Evezhiadenn:
Divizet zo bet gant izili burev KEAV kinnig ur priz izeloc'h evit ar priz a gousto ar staj da gKEAV. Gant kresk priz ar bod hag ar boued ar bloavezhioù tremenet ez eus bet ur bern familhoù ha n'o doa ket kemeret perzh er stajoù diwezhañ. Warlene e oa bet kollet 1000 € war ar staj gant KEAV. Se zo kaoz e vo kresket un tammig ar prizioù ar bloaz-mañ ha studiet e vo un doare all evit an dazont: Trugarez da reiñ dimp niver ho Koef CAF evit gallout labourat war an dachenn-mañ.
Kollet e vo un tamm arc'hant ganimp adarre met gant ar spi e c'hallo dont ar familhoù ha reiñ kalon dezhe da genderc'hel da desevel o bugale e brezhoneg.
Mar oc'h laouen da reiñ un tamm muioc'h ne vo ket kollet kement gant hor c'hevredigezh. Un distaol e c'hallit kaout diwar an tailhoù evit ho prof. Trugarez vras deoc'h.
| Bod, boued hag obererezhioù | Savadur |
Karr-kampiñ pe dachenn-gampiñ |
Hep kousket |
| Den gour kambr 2 zen | 108 € | ||
| Den gour kambr 3-4 den | 96 € | 84 € | 72 € |
| Krennard 13-17 vloaz | 84 € | 72 € | 60 € |
| Bugel 7-12 vloaz | 72 € | 60 € | 48 € |
| Bugel 0-6 vloaz | 36 € | 24 € | 24 € |
|
Skodenn vloaziek (tud gour) |
5€ | ||
|
Prizioù all evit an dud dilabour, ar studierien... deuit e darempred ganimp. |
|||
Dafar da zegas ganeoc'h:
- Pik-nik ar Gwener noz ;
- Listri: Un asiedenn, gwerenn, loa, fourchetenn, kontell pep hini ;
- Heuzioù, botoù bale, dilhad diouzh an amzer ;
- C’hoarioù diavaez / traezh: Mölky, palez, bouloù, bolotennoù, raketennoù ping-pong…
- C’hoarioù diabarzh : miltammoù, c’hoarioù taol, kartoù…
- Binviji sonerezh (Fest-noz d’ar Sadorn);
- Un davañjer pep hini (keginet e vo!);
- Un tapis Yoga (evit atalieroù zo);
- Un nadoz ha neud brodañ hervez ho livioù karetañ, un tamm danvez gwiad (evit atalieroù zo) ;
- Levrioù e brezhoneg (bugale vras ha bihan) evit ar c’horn-lenn (lakait hoc’h anv warne ha grit ur roll evit adkavout anezhe d’ar Sul) ;
- Tud gant bugale vihan: ur skabell zo aliet ;
- Un tamm moneiz evit paeañ dle an davarn (hep alkool) ;
Evit ar c'hambroù:
- Kambroù gant gweleoù simpl: 1 liñsel dindan 90x190 cm
- Ul liñsel goubenner
- Ur sac’h kousket
Tud nammet:
Mont e darempred ganimp evit studial ho koulenn hag an ezhommoù kempouezañ: 02 98 95 59 31
Stummadur-dibaouez :
Ar stajidi a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre o embregerezh ha KEAV. A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).
Kenweturiñ:
Gallout a rit en em aozañ gant al lec'hienn:
War-lerc'h an dibenn-sizhun
Abadenn e Radio Kerne
Aterset e oa bet Faned, kenurzhierez KEAV, gant Marianne Vaidie eus Radio Kerne. Skignet e oa bet an abadenn d'ar 7 a viz Du 2025.
Adkavit amañ an enrolladenn (00:45:13 betek 00:56:33) hag an abadenn a-bezh: https://www.radiobreizh.bzh/episode/76806
Plijadur ho po da glevout Sophie Pochet e penn kentañ an abadenn. Krouet e oa bet stajoù brezhoneg er Familhoù ganti ha Florence Viol e 2014.
Fotoioù
Adkavit amañ ar fotoioù zo bet lakaet war strollad Whatsapp e-kerzh an dibenn-sizhun. Gall' a rit kas fotoioù all da Faned (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).















