logo keav

Diwar-benn an holl stajoù

Ma live e brezhoneg

Daoust hag-eñ eo uhel a-walc’h ma live evit gallet bezañ e kamp KEAV ?

Gwir eo dav eo respont d’ar goulenn-se. Ne c’hall ket un den ne oar tamm brezhoneg ebet bezañ e staj KEAV : er staj e vez ar vuhez e brezhoneg penn-da-benn, ne vez implijet nag ar galleg na yezh all ebet estreget ar yezhoù keltiek all a-wechoù (rak n’int sellet evel estren ganeomp, evel kindirvi kentoc’h !). Met ne vez ket goulennet digant ar stajidi nevez gouzout kaozeal da vat a-raok dont, (roll ar staj eo, just a-walc’h, sikour ar stajidi da gaozeal brezhoneg) met bezañ desket trawalc’h a draoù evit, a-drugarez d’ar staj, gallet en em lakaat da gomz. En ur mod all, ma ho peus graet nemet ur bloavezh kentelioù-noz, unan bep sizhun ha diwar-skañv, da lavaret eo hep labourat start etre ar c’hentelioù, neuze, ar staj a vefe start-tre deoc’h… Dav bezañ graet, d’an nebeutañ, ur bloavezh kentelioù-noz o labourat da vat, pe neuze daou vloavezh ha gant un tamm labour memestra ! Talvoudegezh ul live A2 en DBY a zo mat ivez da skouer.


Gouzout a ouzon brezhoneg mat, lenn ha komz aezet a ran, daoust hag-eñ ne vo ket re « skañv » staj KEAV evidon ?

Kentañ tra : ar vuhez er staj a zo e brezhoneg penn-da-benn : n’eo ket aezet kaout un degouezh evel-se ma c’haller komz brezhoneg e pep degouezh. Brezhonegerien ampart all a zo ivez ha traoù a c’haller deskiñ gante… Obererezhioù a bep seurt a vez : kaozeadennoù, pourmenadennoù ha c’hoarioù e-kerz an devezh, beilhadegoù en oaled ! Gwir eo, un dra a zo kajus evit lod : da un eur noz e serr an oaled !…
Kentelioù uhel-mat a zo er c’hamp. Er c’hentelioù brezhoneg, er c’hentelioù war ar brezhoneg « diouzh ho live » evel e vez lavaret er follennoù brudañ, ez eus ul live uhel a vo diouzh ho krad. Bez ez eus ouzhpenn-se rummadoù war temoù resis a vez studiet e brezhoneg : sellit ouzh ar programm; sur e kavoc’h un dra hag a blijo deoc’h…


Priz ar stajoù

Pegement e koust ar stajoù ?

 Ar frejoù pedagogel, ar boued hag al lojeiz, pep tra a zo er prizioù-se:

  • Devezh-studi: 40€ an devezh
  • Staj-kan: hervez ar raktresoù
  • Skol-Hañv: 350€ ar sizhunvezh
  • Brezhoneg er familhoù: hervez ar raktresoù

 

Evit ar skol-Hañv: bez ez eus prizioù a-ziforc'h evit ar studierion, an dud dilabour, ar stajidi o tont dre ar stummadur dibaouez, ar stajidi a implij o c'hont CPF hag ar re a c'hall bezañ skoazellet mod pe vod. Rankout a rit paeañ an hanter pa’n em enskrivit er staj, an hanter all a baeoc’h pa voc’h war-blas. 

Prizioù izeloc'h a zo evit ar vugale diouzh o oad. Goulennit ur rakpriz.

 

Evit piv e vez skoazelloù arc'hant ?

A bep seurt doareoù da gaout sikour arc'hant a zo. Ne vez ket heñvel bep bloaz, merket e vo er program war al lec’hienn, diouzh ar pezh a vo ar bloaz-mañ.
Met gallout a reer menegiñ ez eus un niverenn stummadur dibaouez gant KEAV. Ar stajidi a c’hall goulenn e vefe paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Bezañ stummet a-hed e vuhez a zo unan eus gwirioù an den.
Graet vez un distaol d'an danvez kelennerien, d'ar gelennerien pe d’ar skolaerien, d'an Adsemed, d'an AESHed, d'an dud dilabour. Skrivit deomp hag e vo kaset deoc'h ar paperioù a ranker da leuniañ.

 

Penaos paeañ ar stajoù ?

Meur a zoare zo da baeañ ar stajoù:

  • Kasit ho fichenn-enskrivañ dre bostel da Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser. ha paeit dre dreuzvankadenn en ur venegiñ hoc'h anv hag anv ar staj. Pellgargit ar RIB
  • Pe kasit ho fichenn-enskrivañ gant ur chekenn da: KEAV, 22 hent ar Mouliouen, 29000 Kemper.

 

Degemeret e vez ar chekennoù vakañsoù paper.

E-pad ar staj-hañv, an devezh-studi hag an dibennoù-sizhun brezhoneg er Familhoù e vo moaien da baeañ dre gartenn-vank war-blas.

 


Al lojeiz

Peseurt lojeiz a vo ?

Boaz e vez KEAV da aozañ stajoù e lec'hioù gant peadra da gousket ha da zebriñ:

  • Devezh-studi: cheñch a ra al lec'h hervez ar bloaz
  • Staj-kan: cheñch a ra al lec'h hervez ar raktres
  • Skol-Hañv: e 2026: Lise Susinioù, reoliadur diabarzh
  • Brezhoneg er familhoù: hervez ar raktresoù: kreizenn-vakañsoù pe tachenn-gampiñ gant jitoù.

 


 

Ar vugale

Daoust hag-eñ e c’hallan dont d'ar staj KEAV gant ma bugale ?

Gant ho pugale (ma ' int brezhonegerien evel-just) e c’hallit dont d'ar c'hamp-Hañv ha d'an dibennoù-sizhun Brezhoneg er Familhoù. Ne vez ket degemeret ar vugale nag en devezh-studi nag er staj-kan.

 




Diwar-benn ar staj-Hañv

Perak n'emañ ket ken ar skol-Hañv e Kastellin?

Betek 2025 eo bet aozet ar skol-Hañv e Lise al labour-douar e Kastellin. Labourioù a vo e-kerzh an Hañv 2026. Divizet zo bet mont da Vontroulez d'ul lise labour-douar all.

 

Penaos mont da Vontroulez ?

Gant ur c’harr-tan evit an hini en deus unan evel-just ! Kenweturañ a c'hallit ober a-hend-all (bev.bzh). Dont a ra kalz tud gant o c'harr, alies e vez plas gante, evit ur brezhoneger dreist-holl !

Liamm Google Maps


Gant an tren e c'haller dont ivez. Lavarit deomp da bet eur en em gavoc’h, unan bennak ac’hanomp a yelo d'ho kerc’hat.

 

Pelec'h e vin lojet ?

E lise Labour-Douar Susunioù, e Plouyann Montroulez, e-lec’h ma vez ar staj : ur savadur bras, war ar maez. Ur skol-lojañ eo al lise: kambreier 1 betek 4 den, gant ur burev hag un armel evit pep hini (n'eus doug-dilhad ebet en armelioù avat). Hervez ar savadurioù e vo ar privezioù hag ar salioù-dour e penn an trepas (met n’emaint ket pell eus ar c'hambreier) pe er c'hambreier.

Bez ho po un nebeud traoù da zegas:

  • ur sac'h kousket ;
  • ul liñsel hag ul linsel a-zindan;
  • ur goubenner;
  • ur pallen-leur evit ar sal-dour;
  • ul lamp-godell a vo mat deoc’h kaout ganeoc’h evit chom hep dihun an holl er gambr (ma 'z eo ret deoc'h sevel diouzh an noz);
  • stoufoù skouarn a c'hallo servij deoc’h ivez kenkas hag e vefe unan bennak o roc'hal re greñv e-barzh ho kambr ...
  • Tud gant bugale vihan: degasis ur skabell, ur gador uhel da lakaat ouzh taol (diouzh oad ho pugel). Ul lise evit ar grennarded eo, n'eus netra azasaet ouzh ar vugaligoù.

Evit an dud n'o deus ket c'hoant da gousket er savadur e vo moaien dont gant ur c'harr-kampiñ hag en em staliañ war parklec'h al lise. Ne vo ket eus ur gwir dachenn-gampiñ ha n'ho po sal dour ebet evidoc'h hoc'h-unan. Deoc'h-c'hwi d'en em glevout gant stajidi ar savadur. Memestra ma fell deoc’h kousket dindan deltenn, plas a zo a-dreñv d'ar savadur met ne vo na dour na tredan.

N'eo ket peogwir e tibabit kousket er maez ho po un distaol war priz ar sizhun.

 

Hag ar boued, penaos e vez graet ? Gallout a reer goulenn boued ispisial ?

En ur self e vez servijet ar predoù evel ma vez graet a-hed ar bloaz. Goulennet e vez digant un embregerezh kas ar boued dimp. War al lec’h e vez tommet gant ur c'heginer a-vicher hag ur skipailh tud a-youl vat. Goulenn predoù vejetarian a c’haller ober, met dav e vo deoc'h lakaat se sklaer war ar follenn enskrivañ, ma c'hallimp reiñ da c’houzout d’ar c’heginour pet pred vejetarianed e ranko urzhiañ. Ar re a rank kaout boued hep glutenn pe gant ur rejim ispisial zo ret dezhe lâret dimp en a-raok ivez. Furoc'h eo dezhe degas peadra da zebriñ kenkaz ne glotfe ket pred-mañ-pred gant o rejim.

N'eo ket brudet stajoù KEAV evit ar predoù. Bep bloaz e klemm an dud n'eo ket mat-tre boued ar skol-Hañv. Araokadurioù zo bet graet a-vloaz da vloaz memes-tra. Splann eo n'haller ket servijout boued fonnus, bio ha marc'had-mat da gement a dud, prientet ha servijet gant stajidi a-youl vat hag ur priz ken izel evit ur sizhun.


 

Adalek peseurt oad e vez degemeret ar vugale er skol-Hañv ?

Bep bloaz e teu bugale da GEAV hag a-viskoazh ez eo bet a-bouez kaout bugale er staj, ur plas brav a vez graet dezhe eta. Gant o zud e rankont bezañ avat. Ne zegemeromp ket ar vugale a zo o-unan hep o zud. Moaien zo d'ur bugel dont dindan giriegezh un den all gant ma vo diskleriet war ur fichenn a-ratozh.

Ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 17 vloaz a vez aozet obererezhioù evite. Degemeret e vezent en ur greizenn-dudi « ALSH » (Accueil Loisirs Sans Hébergement e galleg) buhezet gant animatourien diplomet (BAFA/DABU). Digor eo an "ALSH" etre 9e ha 5e evit an obererezhioù gant un diwallerezh adalek 8e45 ha betek 5e 15 d'an noz. Evit pred kreisteiz e chom ar vugale dindan kiriegezh ar "greizenn" evit ma yafent war-raok gant ar brezhoneg ouzh taol ha krouiñ ur spered a-stroll etre ar vugale, hag etre ar vonitourien hag ar vugale. Da goan e c'hall ar vugale bezañ gant o zud ha lakaat ar pezh o deus desket e pleustr. Ar vugale a vez dindan kiriegezh o zud eta etre 5e15 d'enderv betek 8e45 mintin.

A-bep seurt obererezhioù a vez graet, diouzh oad ar vugale, diouzh an amzer hag ar mare en devezh. Strolladoù diouzh oad ar vugale a vez aozet. Ar re vrasañ (10/14 vloaz) a vez kinniget dezhe ober anaoudegezh gant an tro-war-droioù, a-wechoù war varc'h-houarn. Kousket a reont neuze dindan deltennoù e-pad ur pe div nozvezh. Pep tra e brezhoneg eveljust.

Ar vugale adalek 15 vloaz a c'hell heuliañ ar c'hentelioù evel an dud gour.

Ar vugale etre 6 ha 17 vloaz a ranko bezañ enskrivet er skol-Hañv lec'hienn an UBAPAR. Fichennoù a bep seurt a vo goulennet evel evit ur greizenn vakañsoù ordin.

Er greizenn-dudi ne vez ket degemeret ar vugale etre 0 ha 6 vloaz (ar reolennoù degemer a zo disheñvel). Ne vez aozet netra avat evit ar vugale-se… An dud a zo en blegenn-se a c’hall dont gante ivez, met ne vo ket tu dezhe kemer perzh en ur rummad ar sizhun gentañ. An eil sizhun avat e vez degemeret an tadoù hag ar mammoù (pe an tadoù-kozh, ar mammoù-kozh, ...) gant o bugale yaouank er strollad "Brezhoneg er familhoù". Ar vugale goude 6 vloaz ne fello ket dezhe mont d'ar greizenn-dudi a c'hallo chom gant o zud er rummad-se. Ur fichenn titouroù evit ar rummad BEF a vo goulennet diganeoc'h.

 



N'on ket evit gouzañv kentelioù-kador, peseurt doare kentelioù a vez kinniget gant KEAV ?

Ar re a zibab kentelioù diouzh o live (ne gomzomp ket eus ar rummadoù tematik) a vez lakaet diaes gant se : n'eus ket kentelioù kador e kamp KEAV ha se abaoe pell. Strolladoù bihan a-walc'h a zo, daou gelenner e pep rummad d'an nebeutañ, gante doareoù kelenn modern. Lakaat a reomp ar pouez war ar c'homz, implijet 'vez c’hoarioù-kelenn evit reiñ tro d'ar stajidi da labourat, en o unan, pe daou-ha-daou pe c'hoazh a strolladoùigoù.

 

Petra eo implij amzer un devezh staj ?

Setu dre vras an implij amzer (chenchamantoù a vez deizioù zo..)

 Roll an devezh A3jpg 

Obererezhioù a vez kinniget e-maez ar c’hentelioù, beilhadegoù a vez ordin diouzh an noz e oaled ar c’hamp. Un implij amzer a vo roet deoc’h e penn kentañ ar staj.

Kelaouet e vefet eus ar programm resis war-blas. Cheñchamantoù zo bemdez hervez kinnigoù ar stajidi a-youl vat. Bodet e vez an titouroù e burev an degemer ha skrivet e vezent war an daolenn vras.

 


 

Petra a rankan kas ganin ?

  1. Evit studiañ: pe e vefec’h en ur strollad-yezh da studiañ brezhoneg pe en ur rummad da studiañ un danvez bennak, e rankit digas ar pezh a vez degaset da vont e forzh peseurt skol, anez disoñjal paper ha peadra da skrivañ ! Ur geriadur hag ur yezhadur a zo mat deoc’h kaout ivez, hag a rankit degas eta. Evit ar re a zo en ur rummad bennak, e rankit ouzhpenn neuze sellet pizh ouzh programm ho rummad da c’houzout petra a ispisial a vez goulennet diganeoc’h degas… Ar WiFi e c'haller ober gantañ, e lec'hioù zo met pas e pep lec'h. Ar c'hod a vo skritellet e burev an degemer e deroù ar staj. N'eo ket anavezet al lise evit kalite ar rouedad. Bezit prest da dremen ur sizhun "diluget" eus ar bed...
  2. Evit kousket: SO "Pelec'h e vin lojet".
  3. Evit an diduamantoù, digasit kement tra a blij deoc’h !… Ar re a oar seniñ ur benveg bennak, degasit anezhañ evel-just. Ar re a oar kanañ brav, na zisoñjit ket degas o mouezh ha ho renkilli kanaouennoù. A-hend-all e c’hallit degas filmoù, peadra da c’hoari : kartoù, boulloù, paledoù…Na zisoñjit ket degas dilhad-glav. Ne ra ket glav alies e Breizh, met ne ouezer morse ! Ar re a zeu gant ur c’harr-tan a c’hall degas botchoù (heuzioù) zoken. Ne vez ket a zour-beuz e Montroulez e miz Gouere, met pourmenadennoù a vez gwech ha gwech all war ar maez ha pa ra glav, kaout botchoù a c’hall rentañ servij…Degasit ivez dilhad sport, botoù kerzhet, dilhad kouronkañ (ar mor n'emañ ket pell).

 

Penaos leuniañ ar follenn enskrivañ ? Penaos gouzout ma live ?

Dleet eo deoc’h leuniañ aketus ar follenn enskrivañ mar plij ! Diwar ar follennoù-se e savomp ar strolladoù. Arabat leuniañ-se diwar skañv ! Leuniañ ar goulennoù war ho parregezh gant aked, hep fougeal nag en em ziskouez re uvel, leugnit anezhe en un doare naturel. M’ hoc’h eus tremenet un test-arnodenn evel an DBY pe an testoù ar portofolio (A1 ; A2 ; B1…) e c’hallit respont el linenn espres evit-se. Goulenn a reomp diganeoc’h respont d’ar goulennoù all ivez : servij a ra deomp da geñveriañ gant ar re n’o deus ket tremenet ar memes test-arnodenn ha c’hwi.

Ma chom diaes deoc'h en em briziañ kit da welet ar bajenn-mañ.


 

Stummadur-dibaouez ha CPF

A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.

An dud a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez oc'h implijer. Savet e vo un emglev etre oc'h embregerezh / kevredigezh ha KEAV.  

Gall' a reont ivez implijout o c'hont CPF (Compte Personnel de Formation) evit arc'hantaouiñ ar sizhun.

Daou dra da c'houzout: 

  • Ul lodenn a 150€ a vo da baeañ ma fell deoc'h implijout ho kont;
  • Rankout a rit tremen an DBY (DCL) ar bloaz a zeu.

Eveziadenn: Gall' a rit dont d'ar skol-Hañv dindan ar stummadur dibaouez pe ar CPF ha dont gant ho pugale.

 

Tud nammet

Degemeret mat e vo an dud nammet. Kit e darempred ganimp evit studial ho koulenn hag an ezhommoù kempouezañ: 02 98 95 59 31

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breton, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp e-lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget hini emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz e lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a Vro-Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Abalamour da labourioù a vo eno ar bloaz-mañ e ranko dilojañ ar skol-Hañv 2026 da Lise Scusinio e Montroulez.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh