Diskar-amzer 2026:
An dibenn-sizhun nesañ gant Brezhoneg er Familhoù a vo
Petra eo pal an dibenn-sizhun ?
1 — EVIT FAMILHOÙ A GROG GANT AR YEZH ER GER
Sikour ar familhoù da gaozeal brezhoneg etrezo : ar vugale, ar vugaligoù hag o zud a oar un tamm brezhoneg, un tamm mat a vrezhoneg zoken, met n’eo ken aezet a se atav kaozeal brezhoneg er familh pa vezer krog da gaozeal galleg !
2 — EVIT FAMILHOÙ A GOMZ DIJA GANT O BUGALE
Un doare da vevañ e brezhoneg en un endro plijus evit ar familhoù a gomz brezhoneg etrezo disoursi, ober anaoudegezh gant familhoù nevez ha sikour ar familhoù all, ober mignoned nevez etreze evit ar vugale hag o zud !
3 — EVIT TUD GOUR HEP BUGALE
Pep hani a c’hall kemer perzh evit dazont ar brezhoneg ! Pleustriñ ar yezh en ur mod fentus gant bugale : evel tad ha mamm hon eus ezhomm eus an holl vrezhonegerien evit plantañ muioc’h a yezh, a sevenadur Breizh, a zeskadurezh a bep seurt (natur, krampouezhañ, chemetoù, etc..) da greñvaat gwrizioù ar vugale !
Petra a vo graet ?
1 — C’HOARI, C’HOARI, C’HOARI !
C’hoarioù a vo graet etre ar vugale, evito d’ober anaoudegezh an eil gant egile, ha kalz a obererezhioù e brezhoneg, ar vugale hag o zud asambles : c’hoarioù a bep seurt, pourmen, kanañ, dañsal, labour-dorn, beilhadegoù….C’hoarzhin dreist-holl zo ur pal e-unan !
2 — KOMZ HA KINNIG HO PARREGEZHOÙ !
D’an dud gant bugale ha d’an dud gour a zeuio hep bugale e vo kinniget kemer perzh e obererezhioù ar familhoù : lenn istorioù d’ar vugale all estreget o re (ha d’ho re ivez evel just !), kinnig deskoni d’an holl war tachennoù a vestroniañ (kanaouennoù, keginañ, c’hoarioù, sport, anavezout al laboused, h.a....) Rit ket biloù ma n’ouzoc’h ket petra gober, komz diwar-benn me-oar-me zo fiskal kenañ. A-bouez eo evit ar vugale klevout ha komz gant tud arall estreget o familh !
3 — TREUZKAS HO SKIANT-PRENET D’AN DUD ALL
Deuit da sikour ar familhoù n’int ket kustumet da gaozal brezhoneg. Ar simplañ ar gwellañ : displegañ penaos ho poa kroget er gêr, ho tiaesterioù, ho komprenidigezh, petra a ya en-dro pe get hervezoc’h. Abadenn a-ratozh ebet evit an dud gour hep bugale.
Atav ez eus bet graet ur plas d’ar vugale ha d’o familhoù e kampoù KEAV. Met, er mare-mañ, muioc’h eget na oa bet biskoazh, eo a bouez bras sikour ar familhoù d’ober eus ar brezhoneg o yezh… E familhoù ar vrezhonegerien emañ dazont ar yezh.
Ar brezhoneg er skol zo un dra vat, met ma ne vez ket kaozeet brezhoneg er familhoù, n’eo nemet un touell…. Abalamour da se e lavaromp : e pep korn-bro e rankomp aozañ stajoù brezhoneg evit ar vugale hag o familhoù. E pep korn-bro hag aliesoc’h-aliesañ !
Achu eo gant an doare paper da lakaat hoc'h anv!
Trugarez da leuniañ ar furmskrid en-linenn gant al liamm amañ dindan:
Ur rekepise digant ar chomlec'h Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser. ho po evit kadarnaat hoc'h enskrivadenn.
Ma n'ho peus ket bet anezhañ dindan 3 devezh, kasit ur postel dimp.
Titouroù : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
Programm
Gwener noz: gallout a rit dont adalek 5e30. Degasit ho pred ganeoc'h evit koan gentañ. Ar boued a vo pourvezet gant Ti Menez Are war-lerc'h.
Sul: echu e vo ar staj tro-dro 4e.
An dud gour hep bugale a vo degemeret mat evit sikour ar familhoù d'ober war-dro pe komz d'o bugale. Ne vo ket ur programm a-ratozh evite.

E stajoù Brezhoneg er Familhoù e vez goulennet gant pep hini kemer perzh en aozadur war al lec'h (renkañ, staliañ, ober war-dro ar vugale, ambrougañ ar vugale da gomz brezhoneg...). Pep hini a chom kirrieg eus e vugale a-hed an dibenn-sizhun.
Ar programm a vez kinniget hag aozet gant stajidi a-youl vat. M'ho peus c'hoant da ginnig un abadenn pe un atalier, kasit ur postel dimp: Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
Labouret o deus buhezourien a-youl vat ar skipailh BEF evit kinnig deoc'h ur programm a feson!
Cheñchamantoù a c'hell dont c'hoazh. Ar programm termen a vo skritellet war blas.
Kinniget e vo deoc’h bezañ Maeronez-Paeron eus ur bugel n’eo ket ho hani !!!
Setu ar steuñv :
- D’ar Gwener noz e vo adkavet o filhored gant o faeroned.
- Graet ur c’hoari evit dibab piv ‘vo tad-paeron pe mamm-baeron ar re n'o deus ket,
- Gall’ a rit kaozeal, c’hoari, lenn un tamm muioc’h gant ar bugel-mañ a-hed an dibenn-sizhun,
- Ober anaoudegezh gant ar plac’h/paotr : piv eo, e-menn emañ o chom, petra eo anv tud e familh…
- Goulenn sikour gant ho filhor-ez a-hed aozadur ar Fest-Noz / pred krampouezh (pe traoù arall).
- Goulenn a-hed an dibenn-sizhun meur a wech penaos emañ kont ganti-añ...
Priz an dibenn-sizhun
- Predoù: dijuniñ, merenn & koan ar Sadorn, dijuniñ & merenn ar Sul. Degasit ganeoc'h pred ar Gwener noz.
- Bod ar Gwener hag ar Sadorn noz: lojañ a refet en un ti-vakañsoù (80 plas) e kambroù 2 betek 4 flas. D'an dud a c'houlenno kousket en ur gambr 2 zen e vo ret paeañ muioc'h rak koustusoc'h eo. Evit ar re a fell dezhe e vo posupl kousket en o zeltenn / karr-kampiñ daoust ma n’eus tachenn-gampiñ ebet. Implijet e vo salioù dour an dud all eta. Kinniget e vo d'ar familhoù dont d'an dibenn-sizhun hep chom da gousket ivez. Digor e vo beilhadeg ar Sadorn noz d'an dud all gant ma vez komzet brezhoneg gante. Dezhe da baeañ skodenn-vloaziek KEAV (5€).
- Ur skodenn-vloaziek a 5€ a vo goulennet digant pep den gour evit bezañ ezel eus KEAV.
- Ur wech leuniet ar furmskrid en-linenn ho po ur rekepise gant sammad ar priz da baeañ. Gall' a rit paeañ dre dreuzvankadenn pe gant chekennoù vakañsoù (paper).
Evezhiadenn:
Divizet zo bet gant izili burev KEAV kinnig ur priz izeloc'h evit ar priz a gousto ar staj da gKEAV. Gant kresk priz ar bod hag ar boued er bloavezhioù tremenet ez eus bet ur bern familhoù ha n'o doa ket gallet kemer perzh er stajoù. O studiañ un doare-priziañ nevez emaomp: Trugarez da reiñ dimp niver ho koef CAF evit gallout labourat war an dachenn-mañ.
Gant ar spi emaomp e c'hallo dont an holl familhoù ha reiñ kalon dezhe da genderc'hel da desevel o bugale e brezhoneg.
Warlene e oa bet kempouezhet bilañs arc'hant ar staj a-drugarez da yalc'had Departamant Penn ar Bed ha d'an dud vrokus o devoa roet un tamm muioc'h. Mar oc'h laouen da reiñ un tamm muioc'h ivez ne vo ket kollet kement gant hor c'hevredigezh ar bloaz-mañ. Un distaol a c'hallit kaout diwar an tailhoù evit ho prof. Trugarez vras deoc'h.
| Bod, boued hag obererezhioù | Savadur |
Karr-kampiñ pe dachenn-gampiñ |
Hep kousket |
| Den gour kambr 2 zen | 108 € | ||
| Den gour kambr 3-4 den | 96 € | 84 € | 72 € |
| Krennard 13-17 vloaz | 84 € | 72 € | 60 € |
| Bugel 6-12 vloaz | 72 € | 60 € | 48 € |
| Bugel 0-5 vloaz | 36 € | 24 € | 24 € |
|
Skodenn vloaziek (tud gour) |
5€ | ||
|
Prizioù all evit an dud dilabour, ar studierien... deuit e darempred ganimp. |
|||
Dafar da zegas ganeoc'h:
- Pik-nik ar Gwener noz ;
- Listri: Un asiedenn, gwerenn, loa, fourchetenn, kontell pep hini ;
- Heuzioù, botoù bale, dilhad diouzh an amzer ;
- C’hoarioù diavaez / traezh: Mölky, palez, bouloù, bolotennoù, raketennoù ping-pong…
- C’hoarioù diabarzh : miltammoù, c’hoarioù taol, kartoù…
- Binviji sonerezh (Fest-noz d’ar Sadorn);
- Un davañjer pep hini (keginet e vo!);
- Un tapis Yoga (evit atalieroù zo);
- Levrioù e brezhoneg (bugale vras ha bihan) evit ar c’horn-lenn (lakait hoc’h anv warne ha grit ur roll evit adkavout anezhe d’ar Sul) ;
- Tud gant bugale vihan: ur skabell zo aliet ;
- Un tamm moneiz evit paeañ dle an davarn (hep alkool) ;
Evit ar c'hambroù:
- Kambroù gant gweleoù simpl a vo;
- Degasit ur sac’h kousket (al liñsel dindan hag ar goubenner a vo pourvezet gant Ti Menez Are).
Tud nammet:
E kreizenn Ti Menez Are ez eus kambroù asasaet evit an dud eo diaes dezhe kerzhout. M'ho peus ezhommoù kempouezhañ kit e darempred ganimp evit studial ho koulenn : 02 98 95 59 31
Graet e vo hor seizh gwelañ evit gallout degemer ac'hanoc'h.
Kenweturiñ:
Gallout a rit en em aozañ gant al lec'hienn:
War-lerc'h an dibenn-sizhun
Fotoioù
Adkavit amañ ar fotoioù zo bet lakaet war strollad Whatsapp e-kerzh an dibenn-sizhun. Gall' a rit kas fotoioù all da Faned (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).














